ket avat an hini an neus bevet pell en Bro-C’hall hag a rêr anean sant Kolomban), sant Kolamba hag e venec’h o deus donvaet Skosiz ’n eur brezeg d’ê ann aviel.
Hen ê an neus savet en enezenig Iona, ar bla 563, unan eus ar brasan manatio a zo bet en Europ. A benn ma varvas, en nevoa savet tri ha hanter-kant manati ha goneet gant e venec’h da Jezus-Krist ar peurvuian eus ar Skosed. E varo a c’hoarveas ar bla 597.
Mes Iverzoniz ha Skosiz, ’n eur gimiadi diouz relijion o zado evit mont daved Iliz Jezuz-Krist, na larjont ket kenavo d’o yez. Delc’hen a rejont da gomz, darn an iverzoneg, darn ar skoseg.
Koulskoude ec’h int chomet pell warlerc’h Kymriz ’vit ar pez a zell ouz al lizeradur. E oa zoken o yezo o vont da vean laket e renk ar re varo pa o deus en em laket, eun tregont vla ’zo bennak, d’hen komz da vat ha d’hen skrivan. Iverzoniz ispisial a gemer poan evit hadlakat en enor o-yez koz[1].
Er skol-veur gatolik eman an eskibien o sevel en Dublin, ar gêr-vamm, e vo kenteliet ar studierien war ar gaeleg evel war ar yezo-all.
An iverzoneg hag ar skoseg, dre mac’h int komzet o daou gant tud a ouenn Goedel, n’eus ket kalz a gemm etrede : e giz breudeur en em gavont an eil e kenver egile. Eur breurig o deus c’hoaz en Bro-Van ; eun enezenig eus mor Iverzon : 50.000 den, pe wardro, a gomz ar manneg.
N’ê ket dishanval-tre an tri yez gaelek diouz an
tri yez breton, da laret e diouz ar brezoneg, ar
- ↑ Ar Vreuriez gaelek, a roer eur gwenneg hepken evit mont ebarz, a zo bet savet evit se.