Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/38

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

c’hymraeg, hag ar paour kêz kornaeg (Doue d’hen dazorc’ho !) Mes n’omp ket, ni Bretoned, evit intent an neb o c’homz, dre mac’h int hepken evel kindirvi e-kenver hon yez. Da lenn zoken ec’h int diês, skrivet mac’h int gant lizerenno d’ê o-unan.

Gwelet hon deus beteken petra eo deut da vean, ar blâ 600 pe wardro, ar Gelted hon doa kavet, c’hwec’h kant vla arôk, en enezenno en em gav en tu gwalarn d’an Europ ; paganed e oant, breman ec’h int kristen ; perc’hen e oant d’ar vro a-bez, breman o deus kollet ouspenn an tri c’hart eus an enezen vrasan hag eul loden anê a zo êt da chom da c’hourenezen Arvor. Poblo eus ar Jermani, ar Zôzon hag an Angled, eo o deus diframmet digante ar peurvuian eus o feadra. Da dro ar re-man breman da dennan warne hon zello.


§ XIII. — AR ZOZON HAG AN ANGLED KRISTENET D’O ZRO. — ENEZEN AR ZENT


N’ê ket a-walc’h d’ar Zôzon ha d’an Angled bean tud a vrezel : gôut ouzont ive en em c’houarn. Dre ma ’n em zantont krenvoc’h pa vent unanet, o deus kemeret seiz roue evit o ren, seiz roue hag a oar en em glevet. Ze ’n eus bet talveet d’ê trec’hi war ar Vretoned, tud a galon a dra zur, mes tud ha na oant ket (ha n’int ket c’hoaz, siouaz !) evit en em unani.

Paganed e oa c’hoaz an alouberien (envahisseurs), wardro ar bla 600, ha n’ê ket, evel m’hon deus gwelet, ar venec’h kelt a glasko o c’hristeni, en abeg d’ar brezel en em gav etre an diou bobl.

Da c’hortoz e kas an Otro Doue misionerien-all d’ar Zôzon ha d’an Angled.

Ar blâ 597, d’ar mare ma varve sant Koulm