Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/40

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 31 —

Ha setu nan eus, d’ar mare-ze, nemet eur fe, ar fe gristen, en Breiz-Veur hag en enezenno a zo endro d’ei.

Ar venec’h eo o deus, evit ar peurvuian, grêt al labour kaer-ze. Mes arabad kridi ne refont ken nemet diskwizan. Breman eo en diabarz o manatio en em lakont da boanial : ober skol, diski bep sort skiancho, ober levrio ha pesort levrio ! Ne gomzân ket eus an danve a zo enne : hini mat, a gredan, diouz m’hen meuler gant an dud gouiek. Mes ar skritur anê, skritur dorn, mes ar marelladur, pegen kaer, pegen talvoudus ! Gwelet ’meus eus o levrio er British-Museum, en Londrez, hag ec’h on manet batet dirake.

E-keit-se e pleer c’hoaz mui-ouz-mui gant ar Gristenien, hag o fe ac’h a war grenvât : ken reiz eo o bue, ha kement e karont an Otro Doue m’eo bet hanvet Breiz-Veur d’an amzer-ze Enezen ar Zent.


§ XIV. — BRO-ZOZ A DEU DA VEAN TRA AN NORMANED


Wardro ar blâ 1066 e sav enni eur reuz bras. Mahomerien (envahisseurs) neve a deu da lakat o c’hraban warni : an Normaned int, eur bobl eus Bro-C’hall. Ha dont a reont a-benn eus o zôl. O duk Gwilherm a gemer hag e ligne a vir an hano a Roue Bro Zôz. Mes an Normaned a zo kristenien i o-unan, ha dre-ze ar relijion n’he deus ket kalz da c’houzanv eus ar reuz.

A nebeudigo e teu adarre ar peuc’h da ren ha galloud rouantelez Bro-Zôz ac’h a bepret war griski.

Delc’hen a ra ive an enezen da rei sent d’an Iliz.