Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/49

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 40 —

enebont. Ha gant se Kromwell, kemeret gantan kêr Drogeda goude eur zeziz, a ra tremen dre ar c’hleve eur milier bennak a dud hep difenn, o devoa en em dennet en o iliz. En Wexford gwasoc’h c’hoaz : kement den a zo en kêr, bihan ha bras, a zo lac’het en eun tôl.

Hag evel se ec’h ê kont e lec’h-all. Dre fors drailhan tud ha trê e teu ar Zôzon da gaout an trec’h. Mes n’et ket da gridi e lezfont Iverzoniz da vevan breman en peuc’h ha war o zra. Kement den an deus douget armo a zo harluet, epad ma kaser o gwrage hag o bugale d’an Amerik evel danve sklaved. Ar re all a dle en em dennan oll er c’horn douar ar paouran eus an enezen, e tu ar c’huz-heol da ster ar Shanon. Gwaz d’ar c’hatolik a vo kavet en tu-all : mat da vean lac’het gant n’eus forz pesort Sôzon. An taer brovins all a oe lodennet etre · soudarded Kromwell. Ha, ’vit achui eul labour ken dismegansus, e kondaoner ar gatoliked, goude bean grêt gante pevien du, da bêan beleien protestant evit distrei anê diouz o fe gatolik.

Sevel a ra ma c’halon em c’hreiz o kontan treo ken euzus, treo hag ec’h ê eur vez evit tud a rêzon o bean grêt. Mes ret e oa d’in o laret evit rei da intent piou ê hon breudeur Iverzon ha pesort enor o deus grêt d’ar gwir Iliz ha d’hon gouenn keltiek ; ret c’hoaz evit gouzout nan ê ket bet dalc’hmat ar Zôzon pez ec’h int breman, da laret ê, tud hag a briz dreist-muzul al liberte da gridi ha da heuilh mouez ar gonsians.

An Akt a beuc’h, setu an hano a roas Kromwell d’ar briz-varc’had a reas gant Iverzoniz ar bla 1552. Ya, poent ê laret an Akt a beuc’h ! Laket ê ar peuc’h en o bro evel ma laker endro d’ar c’houg eur gorden hag eman ar skoulm anei war red :