Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/57

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —

Neuze ec’h eomp da daoulinan war eur skaonig hag e pedomp eno eur pennad. Eur zell ouz ar pez a gempen ar chapel, limajo ha skeudennou, ha ni er-mêz. ’N eur vont war ma c’hiz e talc’han da zonjal ec’h ê bet menoziet mat ar gabusined pa o deus savet an ti-man, hag a galon vat eo e lakan ma frof en eur c’hef a welan ouz toull-nor en diabarz.

Pa o deus laret ma c’henvreudeur trugare ha kenavo d’am c’habusin, e c’houl an otro Gwegan ouzin : « Ac’hanta, kavet ’peus dereat pep tra en ti-ze ? — « Ya vat, emon-me. » — « Goût ouzoc’h pelec’h omp bet ? » — « Pelec’h ? Fe, en eun ti-repu katolik. » — « En eun ti-repu, ya : mes anglikaned eo ar venec’h hen dalc’h. » — « N’ê ket possibl ? » — « Gê ’vat. » — « Ar chapel koulskoude ? An tabernakl, ar goulou alum dirakan ? Poltrejo ar Werc’hez hag ar zent ? » — « N’eus fors. An anglikaned ritualist a gemer skouer diwar ar gwir Iliz evit an diavez eus ar relijion. » — « Hag o deus menec’h ive ? » — « Ya, bean o deus, mes nebeut. » Hag e tiskoueer d’in, war eur paper bet roet gant ma c’habusin, e zo savet n’eus ket pell en Bro-Zôz eun urz relijius protestant evit delc’hen, er porzio-mor, tier hag a ve ar voraerien enne evel er gêr : tri di a sort-se o deus breman.

Ha setu d’in aboe an de-se eun tamm muioc’h a skiant-prenan : na pa ne larfe al levrio netra d’in diwar-benn-ze, e ouifen e klask ar brotestanted ritualist kemer doare pidi an Iliz katolik. Dre fors mont war an tu-ze, ec’h int êt betek kemer ar govizion dre skouarn. « Hola ! ar wej-man avat » eme ar Parlamant « hola ! pell a-walc’h ec’h oc’h êt evelse. Wardre breman, wardre, ha da vat ! » Spontet ê otrone ha bourc’hizien an diou Gambr