Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/63

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 54 —

Ar c’hardinal Vaughan, dre ma wele e iliz o sevel, a zante ive nerz e gatoliked o kriski, hag e gomzo o kemer mui-ouz-mui a bouez evite ha zoken evit ar penno brasan eus ar vro. Setu perak e savas hen da gentan e vouez evit goulen ma vije sikouret an oll skolio gant ar gouarnamant, n’eus fors a besort relijion e oa o mestro, ha ma vije muzuilhet ar zikour-ze diwar an niver a vugale a bleustre pep skol. Fe, dont a reas e dol da vat : ar bla 1902 ec’h eo bet botet al lezen a c’houlenne.

Nebeud goude bean bet e vennad evit e skolio, e varvas an otro Vaughan (19 a vezeven 1903). ’Benn neuze e oad krog da gempen an diabarz eus e iliz-veur : drezi eta e tremenas e gorv evit e obido.

Ne oa ket laket gant an Otro Doue evit ofisan enni ar wej kentan : An evurusted-se a oa miret evit an otro Bourne, an arc’hescop neve : heman he binnigas hag a ofernias enni noz an Nedeleg.


§ XXVI. — AN ARC’HESKOB A HIRIE : AN OTRO BOURNE. — AR C’HENDALC’H EUKARISTIK : PETRA A VEFE ENEP.


Pac’h eas an otro Bourne en karg n’an nevoa nemet daou vla ha daou ugent, ha c’hwec’h vla a oa e rene eskopti Southwark (lennet Saouzwôk), eman ennan an tu ar c’hreiste eus Londrez. Gwall yaouank, kwita ? evit eun eskob. Mes danve a oa ennan. Al labour mat dispar an nevoa grêt en Southwark, dreist-oll ’n eur zevel breuriezio a bep sort, an nevoa diskoeet e oa gouest da gemer ar renk kentan etouez eskibien Bro-Zôz.

Breman hen gweler c’hoaz sklêroc’h, breman pan eo deut da vat gantan ar c’hendalc’h an neus savet en Londrez ar bla 1908.