Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/69

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

krog gante labour, ha krog da vat. En em glevet a ra gant an Tad Santel ar Pab, gant ar ministr eman ar polis war e garg, ha gant ar penno bras, eskibien ha liked, eus Iliz katolik Bro-Zôz. En eur bla e teu a-benn da diluian e guden : grêt e vo pep tra, prozision ar Zakramant zoken, herve e c’hoant. Hag e vennoz war baper dioustu ha kemennet gant ar gazetenno d’ar bed katolik a-bez. Hep dale e welfomp, ’n eur heuilh e gendalc’h, hag-en an neus kaset e vennoz da vat.


§ XXVIII. — ETRE FOLKESTONE HA LONDREZ : PETRA A WELER EUS AN TREN.


Mes, kent stagan gant ar c’hendalc’h Eukaristik, hon deus d’arruout en Londrez ha d’ober eun dro dre ar gêr vras evit gallout en em dibab enni hag ober anaoudegez gant he zud.

Eus Folkestone, elec’h hon doa dilestret, e kemeras hon spered an tec’h evit mont d’ober eun enklask war amzer dremenet Bro-Zôz. Distrei di an neus d’ober breman evit kemer hon c’horv hag hen digas gantan ’trezek ar gêr vras. En bagon eta, ha dioustu. Taer heur ê ha ’benn pemp heur hon deus da vean en Londrez. Tregont leo d’ober ’n eun div heur. Ze ’zo mont buhan, me ’gred. Gwir ê ec’h ê plen an hent-houarn, adalek ma ver savet eus an toull eman ennan Folkestone. Digoust eo digeri hencho houarn er vro-man e kichen mac’h ê en Breiz-Izel : pozan ar railho, koulz laret, ha setu eno.

N’et ket da gridi memes tra e vefe hanval ar blenen-man ouz hini ar Bauce, a dreuzer evit mont eus Breiz-Izel da Bariz. Eno, da viz gwengolo, e wel an nen kazi dalc’hmat douaro bet ed enne : setu perak e seller ar Bauce evel unan eus grinielo