Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/78

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 69 —


Ac’hanta, lennerien ger, petra a lavaret-hu eus ar lizer-ze ? E talv aour, kwita ? evit neb an neus c’hoant da c’houzout eun doare bennak diwarbenn ar Zôzon. N’ê ket ar skiant-levrio an deus roet danve d’hen skrivan : ar skiant prenan eo. Me zo zur e zo kement a stad ennoc’h goude hen bean lennet ha ma zo bet ennon. Dre-ze e kredan n’efet ket d’am dizanzav pa ’m mo laret da Varcel Gros en ho hano hag en em hini : « Trugare, mil gwej trugare evit bean roet ôtre da lakat ho lizer en « Ma Beaj Londrez ». A-hendall, ma fellfe d’eul lenner bennak trugarekât hen e-unan an ôzer, e c’hell skrivan d’ean, pa oar pelec’h eman o chom. Mes laket eun timbr a bemp kwenneg mar kloz e lizer. Mar skriv war eur garten-bost, e vo a-walc’h frankisan evel pa vefe evit Frans.

Kement-se evit ar re o defe c’hoant da gas o « bennoz Doue ! » da Varcel. Setu aman evit n’eus fors piw a lenno e lizer : kemeret skwer diwarnan evit bean dalc’hmat eur gwir Vreizad, laket e boan da studian ar brezoneg hag e blijadur d’hen skrivan.


§ XXX. — DIGEMER MAT EN GAR CHARING-GROSS. — LONDREZ HE DEUS NEBEUD A HOSTELIRIO HAG A VIR AR ZUL.


Me garje bean bet al lizer-ze da lenn ar meurz an 8et a Wengolo epad ma teuen gant an tren eus Folkestone da Londrez. ’N eur bouezan ervat ar pez azo ennan am mije disket diwarbenn ar Zôzon hag ispisial Londreziz, kalz muioc’h evit ne gaven er Bedekr (eul levr ambrouger) a rede warnan ma daoulagad, eun tamm terzien enne.

Gwej ha gwej e savent da deurel eur zell war