Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/79

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

ar mezo. Mes nebeud a dra a gavent d’o stagan. Koulskoude dre ma tostaer da Londrez ec’h ê muioc’h digompouez ar vro ha dre-ze muioc’h dereat da zellet. Stank ha stank e kaver ive tier eus ar c’hoantan, nejet en brouskoajo glas, hag en o rôk liorzo bleuniet, gant gwenojenno kamm-jil­gamm : ouz ar sort liorzo ec’h ê hanval ar re a doug en Frans an hano a jardin anglais.

Met setu ni krog da welet regenno tier ru, evel ar re hon deus komzet anê : ar re gentan ec’h int eus kêr Londrez. Ha dre mac’h eomp war rôk, e teuont da duaat : kement a chiminalo uhel a dislonk moged du war hed tôl d’ê ! Uzino dre-oll. Skwizan a ra an nen o vale e zaoulagad war ar sort treo.

Arru velkent ar pez a c’hortozomp : ster an Tamez, eur ster ha n’am eus gwelet gwej ebet ledanoc’h eviti, nemet an Treo an Toull-ar-C’houiled, pa ve al lano gant ar mor.

Hag a-boan m’hon deus he zreujet ma tigoueomp en gar Charing-Cross (lennet Tchering), elec’h ma tleomp disken. E-kreiz Londrez eman ar gar-man, e-kichen karter Westminster, an hini kaeran eus ar gêr vras.

N’eus ket a risk e kollfemp hon hent eur wej êt e-mez ar gar. Dalet m’hon deus kemeret troad war ar c’hê, e teu d’hon zaludi otrone, kaset m’oarvat gant renerien ar c’hendalc’h : hen gwelet a rêr dre ar groaz a zo spilhennet ouz eur c’horn eus o forpan en ere d’eur zeiennig hanter wenn ha hanter velen (liwio ar Pab), ha dre ar zeien a vemes liw a ra eun dro d’o brec’h gle. Eun êr ken hegarat o deus ma welomp dioustu ec’h omp breudeur evite.

En o zouez e tôlan ple d’unan hag a zo stad vras ennon ouz e welet, an otro Emile Poullin, eus