Pajenn:Le Clerc - Ma beaj Londrez, 1910.djvu/8

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



LIHÉR


skriuet get unan a vro Guéned


d’en eutru CLERC, a Wengamp


————


Ur perhindour oh a vad, eutru, ha hoantus é breped hou teulagad de huélet en pen ketan a bep ira. Mès er galon hou toug de rideg bro el-sen, e zou ataù ur galon béleg hag ur galon breiheg.

A Jerusalem é ma saùet hun salvedigeh : perhindeteit e hués enta de vro Jeruzalem !

A Vreih-Veur é ma dichennet hun gourtadeu : ha oeit oh bet de Vreih-Veur !

Mès « ridour bro e zou larour én dro ». Ha chetu penaus, goudé hou pout béajet, e hués displéget t’emb en treu kaer e gavér ha du-hont ha du-men : du-hont, ér vro en dès biùet én hi Hun Salvér Jésus-Krist ; ha du-men, ér vro e zou bet dihourhiennet er Vretoned a nehi.

Na pé ur blijadur é kléuet ur perhindour, gouhieg el oh-hui, è tiviz hag é laret ; gueh der hueh doérieu neùé ha doéréieu kouh !… Diskein e hrér genoh penaus é ma bet krechanet er Vretoned, ha penaus é mant bet divroet ; penaus é ma deit er Sauzoned én ou leh, ha penaus é ma troeit er ré-men de vout hugenauded. Displéget e hués pen der ben istoér er vro-sen én hou livr : bro er Sent guéharal, allas ! ha bremen bro er Sauzoned difé.

Neoah nen dé ket er chonj ag hou tadeu kouh