Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1060

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 1.

an holl dud impi, euz an holl oberiou a zirollded pere ho deuz groet, hag euz an holl draou pouner ho deuz ar bec’herien impi lavaret a enep dezhan.

16 Tud int pere a grosmol, pere en em glem bepred, pere a vale hervez ho c’hoantedigezou, a bere ar genou a lavar giriou ourgouiliuz, ha pere dre interest, a admir an dud a ziaveaz.

17 Mes c’hwi, re garet mad, ho pezit sonch euz an traou pere a zo bet rag-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jesus-Krist ;

18 pere a lavare deoc’h penaoz en amzeriou diveza, e vije goaperien, pere a valeje hervez ho sonjou fall.

19 Tud int pere en em disparti hoc’h unan ; tud sansuel hep kaout ar Spered.

20 Mes c’hwi, re garet mad, oc’h en em skolia oc’h unan var ho feiz santel meurbet o pedi dre ar Spered-Santel.

21 En em dalc’hit en karantez Doue, o c’hortoz an drugarez euz hon Aotrou Jesus-Krist evit ar vuez eternel.

22 Ha bezit truez euz a lod, oc’h ober usach a anaoudegez,

23 ha sovetait ar re all gant doujans, o tenna anezhei euz an tân, o kasaat a tân beteg an dillad souliet gant ar c’hik.

24 Ha, d’an hini pehini a hall ho tiwall a bep lam, hag ho lakaat d’en em diskwez hep tarch hag er joa

25 en he bresans gloriuz, da Zoue, fur hepken, hon Zalver, ra vezo gloar ha manifisans, nerz ha galloud, ha brema hag en holl ganvechou ! Amen.

————
APOKALIPS (DISKLERIADUR)


IAN AN TEOLOJIAN.


1 DISKULIADUREZ Jesus-Krist, pehini hen deuz resevet digant Doue, evit diskwez d’he zervicherien an traou pere a dle eruout prest, ha pere hen deuz roet da amout dre gal he êl, da gaout Ian he zervicher ;

2 pehini hen deuz diskleriet gir Doue, hag an desteni euz a Jesus-Krist, ha kement hen deuz gwelet.

3 Euruz an hini pehini a len, hag ar re pere a zelaou komzou ar brofesi ma, ha pere a vir an traou pere zo bat skrivet ennhi ; rag an amzer a zo tost.

4 IAN, d’ar seiz Iliz pere a zo en Azi. Ar c’hras hag ar peoc’h da veza roet deoc’h a beurz an Hini Pehini a zo, ha Pehini a oa, ha Pehini a vezo, hag a beurz ar seiz spered pere a zo dirag he drôn ;

5 hag a beurz Jesus-Krist, an test fidel, ar c’henta ganet a douez ar re varo, ha Prins rouane an douar.

6 D’an hini hen deuz hon c’haret ha pehini han deuz hon gwalc’het euz hon pec’hejou dre he oad, ha pehini hen deuz hon groet rouane ha sakrifikatourien da Zoue he Dad ; ra vezo dezhan ar gloar hag an nerz a ganved da ganved ! Amen.

7 Setu, e teu var ar goabrenou, ha pep lagad a welo anezhan, memeuz ar re ho deuz he doullet ; hag holl boblou an douar a skoi var boul ho c’haloun dirazhan. Ia, Amen.

8 Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’hommansamant hag ar fin, a lavar an Aotrou, an Hini Pehini a zo, ha Pehini a oa, ha Pehini a vezo, an Holl-C’halloudek.

9 ME Ian, ho preur, ha pehini em euz lod ganeoc’h en anken hag er ren, hag en pasianted Jesus-Krist, me oa en enezen, hanvet Patmoz, abalamour da c’hir Doue, hag abalamour da desteni Jesus-Krist.

10 Beza oen raviset er Spered, deiz an Aotrou, hag e kleviz en adre d’in eur vouez vraz, aval hini eun droumpil, pehini a lavare ;

11 Me eo an Alfa hag an Omega, ar c’henta hag an diveza ; ar pez a welez, skriv anezhan en eul leur ha kas anezhan d’ar seiz Iliz pere a zo en Azi, en Efez, en Smirn, en Pergam, en Tiatir, en Sard, en Filadelfi hag en Laodise.

12 Neuze en em distroiz evit gwelet a beleac’h e teue ar vouez pehini a gomze ouzin ; hag o veza en em distroet e weliz seiz kanteuleurti aour,

13 hag, en kreiz ar seiz kanteuleur unan benag henvel euz Mab an dan, gwisket

1054