Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1061

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 2.

gant eur sae hir, gourizet var boul he galoun gant eur gouriz aour.

14 He ben hag he vleo a oe gwen, evel glan gwen, evel an erc’h, hag he zaoulagad a oa evel eur flam tân ;

15 he dreid, henvel eus kwewr fin meurbed, a oa tanet sklear evel gant eur forn, hag he vouez a oa evel mouez doureier braz.

16 Beza hen doa en he zorn deou seiz stereden ; euz he c’henou e teue eur c’hleze lem a zaou droc’h, hag he visach a lugerne evel an heol en he nerz.

17 Mes, pa weliz anezhan, e kweiz d’he dreid evel maro, hag e lekeaz he zorn deou varnoun, o lavarout d’in :

18 N’az pez ket a aoun ; me eo ar c’henta hag an diveza, an hini pehini a zo beo, ha bet oun maro, ha setu ez oun beo a gantved da gantved, Amen ; ha beza em euz alc’houeou ar bez hag ar maro.

19 Skriv an traou pere ec’h euz gwelet, ar re a zo, hag ar re pere a dle en em gaout goude ar re ma.

20 Mister ar seiz stereden pere ec’h eus gwelet a zeou d’in, hag ar seiz kanteuleur aour, setu hen ama : Ar seiz stereden eo eled ar seiz Iliz ; hag ar seiz kanteuleur pere ec’h euz gwelet, ar seiz Iliz int.

2 Skriv da êl Iliz Efez : Setu ar pez a lavar an hini a zalc’h ar seiz stereden en he zorn deou, pehini a vale en kreiz ar seiz kanteuleur aour :

2 Anaout a ran da oberiou ha da labour, ha da basianted, ha gouzout a ran ne hellez ket gouzanvi ar re drouk ; hag ec’h euz eprouvet ar re pere en em lavar ebestel, ha n’int ket, hag ec’h euz kavet anezhei gaouiat.

3 Gouzanvet ec’h euz, bet ec’h euz pasianted, ha labouret ec’h euz evit va hano, ha n’ec’h euz ket kollet kourach.

4 Mes bez em euz eun dra a enep d’id, dilezet ec’h euz da garantez genta.

5 Ar pez sonch eta a beleac’h out kwezet, az pez keûz ha gra da oberiou kenta ; anez e teuin prest d’az kaout, ha ma n’ez pez ket a geûz, e lamin da ganteuleur euz he blas.

6 Koulskoude beza ec’h euz an dra ma, kasaat a rez oberiou an Nikolaited, ar re pere a gasaan ive.

7 An nep hen deuz diou skouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : D’an hini a drec’ho, me a roio dezhan da zibri euz ar wezen a vuez, pehini a zo en kreiz baradoz Doue.

8 Skriv ive da êl Iliz Smirn : Setu ar pez a lavar ar C’henta hag an Diveza, pehini a zo bet maro, ha pehini hen deuz adkemeret ar vuez :

9 Anaout a ran da oberiou, ha da anken, da baourentez, (petra benag ma’z out pinvidik,) ha gwal gomzou ar re pere en em lavar Judevien, ha n’hen d’int ket, mes pere a zo eur sinagog a Satan.

10 N’az pez ket aoun dirag netra euz an traou pere az pezo da c’houzanvi ; setu, an diaoul a ia da deurel hinienou ac’hanoc’h er prizoun, evit ma vefac’h eprouvet, hag ho pezo eur glac’har a zek devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.

11 An nep hen deuz diouskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : An hini pehini a drec’ho, ne resevo koll ebet euz an eil varo.

12 Skriv ive da êl Iliz Pergam ; Setu ar pez a lavar an hini pehini hen deuz ar c’hleze lem a zaou droc’h :

13 Anaout a ran da oberiou, hag al leac’h en pehini e choumez, el leac’h ma hen deuz Satan he drôn ; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz, memeuz en deiziou en pere Antipaz, va merzer fidel, a zo bet lekeet d’ar maro en ho touez, el leac’h ma choum Satan.

14 Mes eun draik benag em euz a enep d’id, beza ec’h euz aze tud hag a zalc’h kelenadurez Balaam, pehini a ziske da Valaak lakaat eur skouer fall dirag bugale Israel, evit ma tebrjent traou sakrifiet d’an idolou, ha ma kwezjent er c’hadelez.

15 En hevelep doare, te ec’h euz ive te, tud pere a zalc’h kelenadurez an Nikolaited, ar pez a gasaan.

16 Az pez eta keûz ; anez e teuin prest d’az kaout, hag e kombatin anezhei gant kleze va genou.

17 An nep hen deuz diouskouarn da zelaou, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou : D’an hini a drec’ho, e roin da zibri euz ar mân kuzet ; hag e roin dezhan eur vilien wen, ha var ar vilien e vezo skrivet eun hano nevez, pehini n’eo anavezet gant den nemet gant an hini a resev anezhan.

18 Skriv ive da êl Iliz Tiatir : Setu ar pez a lavar Mab Doue, pehini hen deuz he zaoulagad evel eur flam tân, hag he dreid henvel euz kwevr fin meurbed. Anaout a ran da oberiou, da garante, da zervich, da feiz, da basianted, gouzout a ran eo da oberiou diveza dreist da re genta. Mes eun draik benag em euz a enep d’id, gouzanvi a rez ma kelen ar vreg Jesabel, pehini en em lavar profedez, ha ma troumpl va zervicherien, evit ho lakaat da gweza er

1055