Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1062

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 3.

c’hadelez, ha da zibri traou sakrifiet d’an idolou.

21 Ha roet em euz dezhi amzer, evit m’he defe keûz d’he gadelez, ha n’he deuz ket bet a geûz a gement se.

22 Setu, me a ia d’he seurel var eur gwele a c’hlac’har ; hag ar re a ra avoultriez ganthi, a vezo en eur glac’har braz, ma n’ho deve ket a geûz d’ho oberiou.

23 Ha lakaat a rin he bugale da vervel ; hag an holl Ilizou a wezo penaoz oun an hini a furch ar c’hroazellou hag ar c’halounou ; ha rei a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez he oberiou.

24 Mes deoc’h-hu, ha d’ar re all pere a zo en Tiatir, d’ar re holl pere ne ansavont ket ar greden ze, na pere n’ho deuz ket anavezet, evel ma leveront, dounderiou Satan, e lavaran : Ne lakain ket varnoc’h beac’h all ebet ;

25 mes dalc’hit stard ar pez oc’h euz, beteg ma teuin.

26 Hag d’an hini hen devezo trec’het, ha pehini a raio va oberiou beteg ar fin, e roin dezhan galloud var ar boblou.

27 Gouarn a raio ane zhei gant eur walen houarn, hag evel ma torrer beselou pri, evel ma em euz va unan he resevet digant va Zad.

28 Ha rei a rin dezhan stereden ar beure.

29 An nep hen deuz diouskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.


3 Skriv ive da êl Iliz Sard : Setu ar pez a lavar an hini hen deuz seiz spered Doue, hag ar seiz stereden : Anaout a ran da oberiou ; ar vrud ec’h euz da veza beo ; mes maro out.

2 Bez eveziek, ha kreva ar re pere a ia da vervel ; rag n’em euz ket kavet da oberiou parfet dirag Doue.

3 Az pez sonch eta euz ar pez ec’h euz resevet ha klevet, mir anezhan, ha bez keûz. Ma ne veiliez ket, me a zeuo d’az kaout evel eul laer ; ha na wezi ket da bez heur e teuin d’az kaout.

4 Beza ec’h euz ive en Sard eun nebeut tud pere n’ho deuz ket souiliet ho dillad, ha pere a vale ganen en gwiskamanchou gwen, rag din int a gement se.

5 An hini a drec’ho, a vezo gwisket gant dillad gwen, ha na lamin ket he hano euz a levr ar vuez ; hag ec’h ansavin he hano dirag va Zad ha dirag he eled.

6 An nep hen deuz diouskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.

7 Skriv ive da êl Iliz Filadelfi : Setu ar pez a lavar ar Zant, ar Gwirion, an hini hen deuz alc’houez David ; pehini a zigor, ha den na zerr, ha pehini a zerr, ha den na zigor :

8 Anaout a ran da oberiou ; digoret em euz dirazout eun nor, ha den na hell he zerri ; dre ma ec’h euz bet nebeut a nerz, ma ec’h euz miret va gir, ha ma n’ec’h euz ket nac’het va hano.

9 Setu, e roin d’id reou euz a sinagog Satan, pere en em lavar Judevien ha pere n’hen d’int ket, mes pere a lavar gevier ; setu, me a lakaio anezhei da zont evit ma taoulinfont d’az treid, ha m’ac’h anavefont penaoz em euz da garet.

10 Abalamour ma ec’h euz miret gir va fasianted, me va unan a viro ac’hanout en heur an dentasion pehini a gle dont var ar bed holl, evit eprouvi ar rea choum var an douar.

11 Dont a ran prest ; dalc’h mad ar pez ec’h euz, evit na gemero den da gurunen.

12 An hini a drec’ho, me a raio outhan eur peul en templ Doue, ha n’ez aio ken er meaz ; hag e skrivin varnezhan hano va Doue, hag hano choumach va Doue, ar Jerusalem nevez, pehini a zisken euz an env, euz kichen va Doue, ha va hano nevez.

13 An nep hen deuz diouskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.

14 Skriv ive da êl Iliz Laodise : Setu ar pez a lavar an Amen, an Test fidel ha gwirion, Pen krouidigez Doue :

15 Anaout a ran da oberiou ; gouzout a ran penaoz n’out na tom na ien.

16 Oh ! ma vijez bet tom pe ien ! Evel se, dre ma ez out klouar, na ien, na tom, e c’houedin ac’hanout euz va genou.

17 Rag lavaret a rez : Me a zo pinvidik, en em bividikeet oun ha n’em euz ezom netra ; ha ne anavezez ket penaoz out gwaleuruz, ha truezuz, ha paour, ha dall, hag en noaz.

18 Alia a ran ac’hanout da brena diganen me aour eprouvet dre an tân, evit dont da veza pinvidik ; ha dillad gwen, evit beza gwisket, ha ma na ziskwefez ket ar vez euz da noazder, hag eur c’holir da eolia da zaoulagad evit ma weli.

19 Repren ha kastia a ran ar re holl a garan ; bez eta zel, ha keûz.

20 Setu en em dalc’han euz an nor hag e skoan ; mar klev unan benag va mouez ha mar digor d’in an nor, ez in en he di, hag e koanin ganthan, hag hen ganen.

21 An hini a drec’ho, me a lakaio anezhan da azeza ganen var va zrôn, evel me em euz trec’het ha ma oun azezet gant va Zad var he drôn.

22 An nep hen deuz diouskouarn, ra zelaouo ar pez a lavar ar Spered d’an Ilizou.

1056