Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1063

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 4, 5, 6.


4 GOUDE kement se e selliz, ha setu eun nor a oa digor en env ; hag ar c’henta mouez em boa klevet, evel hini eun drompil, ha pehini a gomze ganen, a lavaraz : Pin ama, ha me a ziskwezo d’id an traou pere a dle eruout, goude ar re ma.

2 Ha kerkent e oen raviset er Spered, ha setu eun trôn a oe cavet en env, hag unan benag a oa azézet var an trôn ze.

3 Hag an hini pehini a oa azezet, a seblante beza henvel euz eur mean jasp ha sardin ; hag an trôn a oa kelc’hiet euz a eur gwarek-a-c’hlao pehini a oa doareet evel emerod.

4 En dro d’an trôn e oa pevar drôn var’n agent all, hag e weliz var an trôniou ze, pevar var’n agent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwen, hag o kaout var ho fenou kurunenou aour.

5 Hag euz an trôn e teue luc’hed, kurunou ha moueziou ; ha dirag an trôn e teve seiz lamp ardant, pere eo seiz spered Doue.

6 Beza e oa ive dirag an trôn eur mor gwer henvel euz kristal, hag en kreiz an trôn hag en dro d’an trôn, pevar loen leun a zaoulagad adren hag araog.

7 Ar c’henta loen a oa henvel euz eul loen ; an eil loen a oa henvel euz eul loe ; an drede loen hen doa he visach evel hini eun den ; hag ar bevared loen a oa henvel euz a eun eagl pehini a nij.

8 Hag ar pevar loen ho doa pep hini anezhei c’houeac’h askel, hag endro hag en diabarz e oant leun a zaoulagad ; ha na baouezent, noz deiz, da lavaret : Santel, Santel, Santel eo an Aotrou Doue Holl-C’halloudek, Pehini a zo, Pehini a oa, ha Pehini a vezo !

9 Ha pa roe an anevaled gloar hag enor ha gras d’an hini pehini a oa azezet var an trôn, d’an hini pehini a vev a gantved da gantved,

10 ar pevar var’n agent den Ansien a zaouline dirag an hini pehini a oa azezet var an trôn, hag ec’h adorent an hini a vev a gantved da gantved, hag e taolent ho c’hurunenou dirag au trôn, o lavarout :

11 Aotrou, dîn out da resev ar gloar, an enor hag ar galloud ; rag krouet ec’h euz an holl draou, ha dre da volonte eo e choumont, hag int bet krouet.


5 Neuze e weliz en dorn deou an hini pehini a oa azezet var an trôn, eul levr skrivet en diabarz hag en diaveaz, sielet gant seiz kachet.

2 Gwelet a riz ive eul êl galloudek, pehini a grie gant eur vouez kre : Piou a zo dîn da zigeri al levr ha da zieren ar zielou ?

3 Ha den, nag en env, na var an douar, na dindan an douar na helle digeri al levr, na sellet outhan.

4 Ha me a wele kalz, dre ma na oe kavet den dîn da zigeri al levr, na d’he len, na da zellet outhan.

5 Hag unan ar re Ansien a lavaraz d’in : Na wel ket ; setu, al leon, pehini a zo euz a bobl Juda, grizien David, hen deuz trec’het evit digeri al levr, ha dieren ar seiz siel anezhan.

6 Hag e selliz, ha setu en kreiz an trôn hag ar pevar aneval, hag en kreiz ar re Ansien, eun Oan a oa eno evel sakrifiet. Beza hen doa seiz korn ha seiz lagad, pere eo seiz spered Doue, kaset dre an douar holl.

7 Hag e teuaz hag e kemeraz al levr euz a zorn deou an hini pehini a oa azezet var an trôn.

8 Ha pa hen doe kemeret al levr, ar pevar aneval, hag ar pevar var’n agent den Ansien a zaoulinaz dirag an Oan, o kaout pep hini anezhei telenou, ha kaleiou aour, leun a c’houez vad, ar re pere eo pedenou ar zent.

9 Hag e kanent eur c’hantik nevez, o lavarout : Dîn out da gemer al levr, ha da zigeri ar sielou anezhan ; rag lakeet out bet d’an maro, hag ec’h euz hon frenet da Zoue dre da oad, a bep banden, a bep iez, a bep pobl hag a bep broad,

10 hag ec’h euz hon groet rouane ha sakrifikatourien d’hon Doue ; ha ni a reno var an douar.

11 Neuze e selliz, hag e kleviz mouez kalz a eled en dro d’an trôn, hag anevaled ha re Ansien, hag an niver anezhei a oa euz a veur a vilion.

12 Lavaret a reent a vouez huel : An Oan pehini a zo bet lekeat d’an maro, a zo dîn da resev galloud, ha pinvidigez, ha furnez, ha nerz, hag enor, ha gloar ha meulodi.

13 Klevet a riz ive an holl grouadurien pere a zo en env, var an douar, ha dindan an douar, hag ebarz er mor, hag an holl draou pere a zo ennhei, pere a lavare : D’an hini a zo azezet var an trôn, ha d’an Oan ra vezo ar veulodi, hag an enor, hag ar gloar, hag an nerz a gantved da gantved.

14 Hag ar pevar aneval a lavare : Amen. Hag ar pevar var’n agent den Ancien a zaoulinaz hag a adoraz an hini a vev a gantved da gantved.


6 Hag e selliz, pa hen doe an Oan digoret unan ar zielou, hag e kleviz unan euz ar pevar aneval pehini a lavare gant mouez eur gurun : Deuz, ha gwel.

2 Hag e selliz, ha setu eur marc’h gwen, hag an hini pehini a oa piniet varnezhan hen doa eur warek, hag e oe roet dezhan eur

1057