Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1064

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 7.

gurunen, hag ez eaz kwit trec’her, evit gounit ar viktoar.

3 HA pa hen doe an Oan digoret an eilved siel, e kleviz an eilved aneval, pehini a lavare : Deuz, ha gwel.

4 Hag ez eaz kwit eur marc’h all liou tân ; hag an hini a oa piniet varnezhan hen doa bet ar galloud da gas ar peoc’h kwit a zivar an douar, ha da ober ma en em lazje an dud an eil egile, hag e oe roet dezhan eur c’hleze braz.

5 HA pa hen doe an Oan digoret an drede siel, e kleviz an drived aneval pehini a lavare : Deuz, ha gwel. Hag e selliz, hag e weliz eur marc’h du, hag an hini pehini a oa piniet varnezhan hen doa eur valans en he zorn.

6 Hag e kleviz eur vouez en kreiz ar pevar aneval, pehini a lavare : Eur muzurad gwiniz evit eun diner, ha tri muzurad heiz evit eun diner ; mes na wasa ket an eol nag ar gwin.

7 HA pa hen doe an Oan digoret ar bevared siel, e kleviz mouez ar bevared aneval, pehini a lavare :

8 Deuz, ha gwel. Hag e selliz, ha setu eur marc’h drouklivet ; hag an hini pehini a oa piniet varnezhan, en em hanve ar Maro, hag an Ifern a valee d’he c’heul ; hag ar galloud a oe roet dezhei var ar bederved loden euz an douar, evit lakaat an dud da vervel dre ar c’hleze, dre an naounegez, dre ar varventez, ha dre loened gwez an douar.

9 HA pa hen doe an Oan digoret ar bempved siel, e weliz dindan an aoter ineou ar re a oa bet lakeat d’ar maro evit gir Doue, hag evit an desteni ho doa kendalc’het.

10 Hag int a grie a vouez huel, o lavarout : Bete pegouls, O Souveren, ar zant hag ar gwirion, na varni-te ket, ha na venji-te ket hon goad var ar re pere a choum var an douar ?

11 Ha da bep hini anezhei e oe roet saeou gwen, hag e oe lavaret dezhei gortoz c’hoaz eun nebeut amzer, bete ma vije an niver euz ho c’hensorted a zervich ha re ho breudeur, pere a dlee beza lakeet d’ar maro eveltei, peur-c’hroet.

12 HAG e selliz, pa hen doe an Oan digoret ar c’hwec’hved siel, ha setu, en em reaz eur c’hrendouar braz, hag an heol a zeuaz du, evel eur sac’had bleo, hag al loar a zeuaz evel goad.

13 Ha stered an env a gwezaz var an douar, evel ma taol eur wezen fiziez ijet gant an avel he fiez glaz.

14 Hag an env en em dennaz evel eul levr pehini a rulier ; hag an holl veneziou hag an enezenou a oe lamet euz ho flasou ;

15 ha rouane an douar, ar re vraz, ar re binvidik, ar gabitened, hag ar re c’halloudek, pep esklav ha pep den libr en em guzaz er c’havarniou, hag en reier ar meneziou ;

16 hag e lavarent d’ar meneziou ha d’ar reier : Kwezet varnomp, ha kuzet ac’hanomp a zirag fas an hini pehini a zo azezet var an trôn, hag a zirag koler an Oan ;

17 rag deuet eo deiz braz he goler, ha piou a hello choum en he za ?


7 GOUDE kement se, e weliz pevar êl, pere en em dalc’he en pevar c’horn an douar, o terc’hel ar pevar avel, evit na c’houezje avel ebet, na var an douar, na var ar mor, na var gwezen ebet.

2 Neuze e weliz eun êl all pehini a binie euz kostez ar sav-heol, o terc’hel siel an Doue beo, hag e kriaz gant eur vouez huel d’ar pevar êl pere ho doa resevet ar galloud da noaz d’an douar ha d’ar mor, o lavarout :

3 Na noazet ket d’an douar, na d’ar mor, na d’ar gwez, bete mar hor bezo merket gant eur siel tal zervicherien hon Doue.

4 Hag e kleviz an niver euz ar re pere a oa bet merket : Kant pevar ha daou ugent mil merket, a douez holl vandenou bugale Israel :

5 A vanden Juda, daouzek mil merket ; a vanden Ruben, daouzek mil merket ; a vanden Gad, daouzek mil merket ;

6 a vanden Aser, daouzek mil merket ; a vanden Neftali, daouzek mil merket ; a vanden Manase, daouzek mil merket ;

7 a vanden Simeon, daouzek mil merket ; a vanden Levi, daouzek mil merket ; a vanden Isakar, daouzek mil merket ;

8 a vanden Zabulon, daouzek mil merket ; a vanden Josef, daouzek mil merket ; a vanden Benjamin, daouzek mil merket.

9 Neuze e selliz, ha setu eur vanden ken bras ken na helle den kounta, a bep broad, a bep banden, a bep pobl, hag a bep langach ; en em derc’hel a reent dirag an trôn ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwen, ha palmou en ho daouarn ; hag e krient gant eur vouez vraz, o lavarout : Ar zilvidigez a zeu euz hon Doue, pehini a

1058