Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1065

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 8, 9.

zo azezet var an trôn, hag euz an Oan.

11 Hag an holl eled en em dalc’he en dro d’an trôn, ha d’ar re Ancien, ha d’ar pevar aneval ; hag en em stoujont var ho bisach dirag an trôn,

12 hag ec’h adorjont Doue, o lavarout : Amen ! Ar veulodi, ar gloar, ar furnez, ar c’hras, an enor, ar galloud hag an nerz ra vefont d’hon Doue, a gantved da gantved ! Amen.

13 Neuze unan ar re Ansien a gemeraz ar gomz, hag a lavaraz d’in : Ar re zo gwisket gant saeou gwen, piou int-hi, hag a beleac’h int-hi deuet ?

14 Hag e lavariz dezhan : Aotrou, te a oar. Hag hen a lavaraz d’in : Beza int ar re pere a zo deuet euz an drubul vraz, ha pere ho deuz gwalc’het ho saeou, ha gwennet anezhei en goad an Oan.

15 Dre ze emaint dirag trôn Doue, hag e servichont anezhan deiz ha noz en he dempl ; hag an hini pehini a zo azezet var an trôn, a asteno varnezhei he bavilion.

16 N’ho devezo ken a naoun, ha n’ho devezo ken a sec’hed ; hag an heol na skoio ken varnezhei, na tomder ebet ;

17 rag an Oan pehini a zo en kreiz an trôn, ho mesao hag ho c’hundno d’ar mamenou dour beo, ha Doue a sec’ho pep daerou euz ho daoulagad.


8 PA hen doe an Oan digoret ar seizved siel, e oe groet enr zioulded vraz en env vardro eun hanter heur.

2 Hag e weliz ar seiz êl pere en em zalc’h dirag Doue, ha e oe roet dezhei seiz trompil.

3 Hag e teuaz eun êl all pehini en em dalc’haz tost d’an aoter, o kaout eun ezansouar aour, hag e oe roet dezhan kalz a c’houez-vad evit ho c’hinnik, gant pedenou an holl zent, var an aoter aour, pehini a zo dirag an trôn.

4 Ha mogeden ar c’houez-vad, gant pedenou ar zent, a biniaz euz a zorn an êl, dirag Doue.

5 Neuze, an êl a gemeraz an ezansouar, hag a leuniaz anezhan a dân euz an aoter, hag he daolaz var an douar ; hag e oe meneziou, kurunou, luc’hed, hag eur c’hren douar.

6 Neuze ar seiz êl, pere ho doa ar seiz trompil, en em brestaaz da soun trompiliou.

7 Hag ar c’henta êl a zounaz, hag e oe eur grisil hag eun tân merket a oad, pere a gwezaz var an douar ; hag an deirved loden euz ar gwez a oe dêvet, hag an holl ieot glaz a oe devet.

8 Hag an eilved él a zounaz gant an drompil, hag e oe sklapet er mor evel eur menez braz tânet holl ; hag an deirved loden euz ar mor a oe troet en goad.

9 Hag an deirved loden euz ar grouadurien pere a oa er mor, ha pere ho doa buez, a varvaz ; hag an deirved loden euz ar batimanchou a oe kollet.

10 Hag an drived êl a zounaz gant an drompil, hag e kwezaz euz an env eur stereden vraz, devuz evel eur c’houlaouen, hag e kwezaz var an deirved loden euz ar rivieriou, ha var ar mamenou dour.

11 Hag hano ar stereden zé a oa Absint ; hag an drede loden euz an dour a oe troet en absint ; eun niver braz a dud a varvaz dre an dour, abalamour ma oa deuet da veza c’hoero.

12 Neuze ar bevared êl a zounaz gant an drompil ; hag an deirved loden euz an heol a oe skoet, evel an deirved loden euz al loar, hag an deirved loden euz ar stered, en hevelep doare ma oe an deirved loden tevaleet, ha ma kollaz an deirved loden euz an deiz he sklerijen, kenkoulz evel an noz.

13 Neuze e weliz hag e kleviz eun êl pehini a nije dre greiz an env, o lavarout a vouez huel : Gwalheur, gwalheur, gwalheur d’an dud a choum var an douar, abalamour da zoun trompilion an tri êl pere a dle c’hoaz soun !


9 Hag ar bempved êl a zounaz gant an drompil, hag e weliz eur stereden pehini a oa kwezet euz an env var an douar ; hag alc’houez punz an dounder a oe roet d’an êl ma.

2 Hag e tigoraz punz an dounder, hag e savaz euz ar punz eur vogeden, evel mogeden eur forn vraz ; hag an heol hag an ear a oe tevaleet gant mogeden ar punz ;

3 hag euz ar vogeden ze, kileien raden en em sklabezaz var an douar ; hag e oe roet dezhei eur galloud henvel euz hini kruked an douar.

4 Hag e oe lavaret dezhei tremen hep ober drouk da ieot an douar, na da c’hlazen ebet, na da wezen ebet ; mes hepken d’an dud pere n’ho deuz ket siel Doue var ho zaliou.

5 Hag e oe roet dezhei, nan d’ho laza, mes d’ho foania enpad pemp miz, hag ho foan a oa evel poan ar c’hruk pa big eun den.

6 En deiziou ze, an dud a glasko ar maro, ha na gavfont ket anezhan ; fellout a raio dezhei mervel ; hag ar maro a dec’ho diouthei.

7 Ar c’hileien ze a oa henvel euz kezek fichet aben ar gombat ; beza e oa var ho fenou kurunenou henvel euz aour ; hag ho

1059