Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1066

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 10, 11.

bisachou a oa evel bisachou tud.

8 Beza ho doa bleo evel bleo gragez, hag ho dent a oa evel dent leoned.

9 Harnez ho doa evel harnez houarn ; ha trouz ho diouaskel a oa evel trouz kiri a galz a gezek pere a ret d’ar gombat.

10 Lostou ho doa, evel re ar skorpioned, hag en ho lost eur vroud, hag ho galloud a oa noazout d’an dud enpad pemp miz.

11 Ha beza ho doa dreisthei eur roue, êl an dounder, galvet en hebre Abaddon, hag a behini an hano en grek a zo Apollion (distrujer).

12 Ar c’henta gwalheur tremenet, setu e teu c’hoaz daou walheur all goude hennez.

13 Hag ar c’hwec’hved êl a zounaz gant an drompil ; hag e kleviz eur vouez, pehini a zeue euz pevar c’horn an aoter aour, pehini a zo dirac Doue,

14 o lavarout d’ar c’hwec’hved êl pehini hen doa an drompil : Diere ar pevar êl a zo ereet var ar rivier vraz Eufrat.

15 Kerkent e oe diereet ar pevar êl pere a oa prest evit an heur, an deiz, ar miz, ar bloaz, evit laza an deirved loden euz an dud.

16 Ha niver kavalierien an arme ze en em save da zaou c’hant milion ; rag klevet a riz an niver anezhei.

17 Hag e weliz evel se ar c’hezek er welidigez ; ar re pere a oa azezet varnezhei, ho doa harnez a liou tân, hag a hiasint, hag a soufr ; pennou ar c’hezek a oa evel pennou leoned, hag euz ho genoiou e teue tân, moget ha zoufr.

18 An deirved loden euz an dud a oe lazet gant an tri zra ze, gant an tân, gant ar moged, ha gant ar soufr, a zeue euz ho genou.

19 Hag ho galloud a oa en ho genou hag en ho lostou, hag ho lostou, henvel euz aered, ho doa pennou ; ha dre ar re ma, eo e reent drouk.

20 Hag ar rest euz an dud pere ne oent ket lazet gant ar gouliou ma, n’ho doe ket a geûz euz a oberiou ho daouarn, evit paouez da adori an diaoulien, hag an idolou aour, arc’hant, arm, mean, ha koat, pere na hellent na gwelet, na klevet, na bale.

21 Ne zeuaz ket a geûz dezhei euz ho lazerezou, nag euz ho sorserezou, nag euz ho hudurnez, nag euz ho laeronsiou.


10 Hag e weliz eun êl all galloudek, pehini a ziskenne euz an env, gwisket gant eur goabren ; hag hen doa eur gwarek envuz var he ben, hag he visach a oa evel an heol, hag he dreid evel peuliou tân.

2 Derc’hel a rea en he zorn eul levr bihan digor ; hag e lekeaz he droad deou var ar mor, hag he hini kleiz var an douar ;

3 hag e kriaz gant eur vouez kre, evel eul leon pa iud, ha goude ma hen doe kriet, ar seiz kurunou a reaz klevet ho mouez.

4 Ha pa hen doe ar seiz kurunou groet klevet ho mouez, ez een da skriva ; hag e kleviz euz an env eur vouez pehini a lavaraz d’in : Siel an traou ho deuz ar seiz kuronou lavaret ; ha na skriv ket anezhei.

5 Hag an êl pehini em boa gwelet en em derc’hel var ar mor ha var an douar, a savaz he zorn entrezek an env,

6 hag a douaz dre an hini pehini a vev a gantved da gantved, pehini hen deuz krouet an env hag an traou pehini a zo ennhan, an douar hag an holl draou pere a zo ebarz, hag ar mor hag an traou pere a zo ennhan, penaoz na vezo ken a amzer,

7 mes en deiziou ma raio ar zeizved êl klevet he vouez, pa zouno gant ar drompil, mister Doue en em raio, evel ma hen doa diskleriet d’he zervicherien, ar brofeded.

8 Hag ar vouez em boa klevet euz an env, a gomzaz d’in a nevez, hag a lavaraz d’in : Kea, kemer al levr bihan a zo digor en dorn an êl, pehini en em dalc’h var ar mor, ha var an douar.

9 Mond a riz entrezek an êl, hag e lavariz dezhan : Ro d’in al levr bihan ; hag e lavaraz d’in : Kemer anezhan hag hen devor ; leunia a raio da entraliou a c’hwervder ; mes ebarz da c’henou, e vezo dous evel mel.

10 Hag e kemeriz al levr bihan euz a zorn an êl hag e tevoriz, anezhan ; hag e oe dous em genou evel mel, mes pa em boe he lounket, va entraliou a oe leuniet a c’hwervder.

11 Neuze e lavaraz d’in : Ret eo d’id profetiza c’hoaz, var eun niver braz a boblou, a vroadou, a langachou hag a rouane.


11 Neuze e oe roet d’in eur benduen henvel euz eur walen ; hag eun êl en em diskwezaz hag a lavaraz : Sav-te, ha muzur templ Doue, hag an aoter, hag ar re pere a ador eno.

2 Mes lez ar porz a zo en diaveaz an templ, ha na vuzur ket anezhan ; rag roet eo bet d’ar baïaned ; hag e vac’hfont gant ho zreid ar gear zantel, enpad daou viz ha daou-ugent.

3 Hag e roin d’am daou dest galloud da brofetiza, gwisket gant sier, enpad mil daou c’hant tri-ugent devez.

4 Ar re ze eo an diou olivezen, hag an daou ganteuleur, pere en em dalc’h dirag Aotrou an douar.

5 Ha mar fell da unan benag ober drouk dezhei, e

1060