Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1067

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 12.

teuo euz ho genou eun tân pehini a zevoro ho enebourien ; rag mar fell da unan benag ober drouk dezhei, e renko perisa en doare ma.

6 Ar galloud ho deuz da zerri an env, evit na rai ket a c’hlao, enpad ma profetizfont ; ar galloud ho deuz ive da drei an doureier en goad, ha da skei an douar a bep sort gouliou, bep gweach ma fello dezhei.

7 Ha pa ho devezo peur-c’hroet ho zesteni, al loen pehini a sav euz an dounder, a raio ar brezel dezhei, hag ho zrec’ho hag ho lazo.

8 Hag ho c’horfou maro a vezo var blasen ar gear vraz, pehini a zo hanvet spiritualamant Sodom hag Ejipt, en peleac’h eo bet hon Aotrou staget euz ar groaz.

9 Ha tud euz a boblou dishenvel, hag a vandenou dishenvel, langachou ha broadou, a welo ho c’horfou enpad tri devez hanter, ha na lezfont ket ho lakaat er bez.

10 Ha tud an douar en em laouenao divar ho fen, hag en em roio d’ar joa, hag a gano profou an eil d’egile, abalamour m’ho devezo an daou brofed ze trubuliet tud an douar.

11 Mes goude an tri devez hanter ze, ar Spered a vuez kaset gant Doue a ieaz ennhei, hag ec’h adsavjont var ho zreid hag eun aoun vraz a grogaz er re a welaz anezhei,

12 hag e klevjont enr vouez vraz euz an env, pehini a lavare dezhei : Piniet ama ; hag e pinjont en env en eur goabren, hag ho enebourien a welaz anezhei.

13 D’an heur ze a oe groet eur c’hren-douar braz ; hag an degved loden euz a gear a gwezaz, ha seiz mil den a oe lazet gant ar c’hren-douar, hag ar re all a oe spouronet hag a roaz gloar da Zune an env.

14 An eil gwalheur a zo tremenet ; setu an drede gwalheur a zeuo prest.

15 Hag, ar seizved êl a zounaz gant an drompil, ha moueziou braz a reaz ho c’hlevet en env, pere a lavare : Rouantelezou ar bed a zo lekeet dindan hon Aotrou ha dindan he Ghrist, hag e reno a gantved da gantved.

16 Hag ar pevar var’n ugent den Ansien, pere a zo azezet var ho zrôniou dirag Doue, a gwezas var ho bisach,

17 hag a adoraz Doue, o lavarout : Ni a drukarekaa ac’hanout, Aotrou Doue Holl-C’halloudek, Pehini a zo, ha Pehini a oa, ha Pehini a vezo, dre ma ec’h euz kemeret he taouarn da c’halloud braz, ha dre ma out eet en da ren.

18 Ar broadou a zo en em goleret, mes da goler a zo deuet, kenkouls hag an amzer da varn ar re varo, ha da rekompansi da zervicherien ar brofeded, hag ar zent, hag ar re a souj da hano, bihan ha braz, ha da goll ar re pere a goll an douar.

19 Ha templ Doue a zigoraz en env, hag arc’h ar gonvenans en em diskwezaz en he dempl ; ha beza e oe luc’hed, ha moueziou, ha kurunou, hag eur c’hren-douar, hag eur grisil braz.


12 Ha, gwelet e oe eur burzud braz en env, eur vreg gwisket gant an heol, hag o kaout al loar dindan he zreid, ha var he fen eur gurunen a zaouzek stereden.

2 Brazez e oa, hag e krie, o veza en poan hag o c’houzanvi poaniou ar gwilioua.

3 Gwelet e oe c’hoaz eur burzud all en env ; setu eun aerouant braz a liou tân, o kaout seiz pen ha dek korn, ha var he bennou seiz kurunen,

4 hag he lost a skleje an deirved loden euz a stered en env, hag e tolaz anezhei var an douar. Neuze an aerouant a choumaz en he za dirag ar vreg pehini a iea da wilioudi, evit devori he bugel pa vije ganet.

5 Hag, hi a c’hanaz enr mab, pehini a dlee gouarn an holl boblou gant eur walen houarn, hag he bugel a oa savet entrezek Doue hag entrezek he drôn ;

6 hag ar vreg a dec’haz en eul leac’h distro, el leac’h ma hen doa Doue kempenet eul leac’h dezhi, evit ma vije bevet eno enpad mil daou c’hant tri-ugent devez.

7 Neuze e oe eur gombat en env, Mikael hag he eled a gombataz a enep an aerouant ; hag an aerouant a gombataz gant he eled.

8 Ha ne oent ket ar c’hrenva, hag ho flas n’en em gavaz ken en env.

9 Hag an aerouant braz, ar serpant koz, hanvet an diaoul ha Satan, an hini pehini a drompl ar bed holl, a oe sklapet var an douar, hag he eled a oe taolet ganthan.

10 Neuze e kleviz eur vouez vraz en env, pehini a lavare : Brema eo deuet ar silvidigez, hag an nerz, ha ren hon Doue, ha galloud he Ghrist : rag tamaler hon breudeur, pere ho zamale noz ha deiz dirag fas hon Doue, a zo taolet kwit.

11 Trec’het ho deuz anezhan dre oad an Oan, ha dre ar gir da behini ho deuz roet testeni, ha n’ho deuz ket karet ho buez muoc’h evit ar maro.

12 Dre ze en em laouenait, c’hwi envou, hag c’hwi pere a choum ennhei. Gwalheur deoc’h-hu, tud pere a choum var an douar, ha var ar mor ; rag an diaoul

1061