Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1068

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 13, 14.

a zo diskennet var zu ennoc’h, en fulor vraz, oc’h ouzout penaoz n’hen deuz nemet nebeut a amzer.

13 Ha, pa welaz an aerouant penaoz e oa bet sklapet var an douar, e kenredaz ar vreg pehini he doa ganet ar mab.

14 Mes diouaskel an eagl braz a oe roet d’ar vreg, evit ma nichje en desert, en he leac’h, en peleac’h e oe bevet eun amzer, hag amzeriou, hag eun hanter euz a eun amzer, pell a zirag ar serpant.

15 Hag ar serpant, euz he c’henou, a dolaz dour evel eur rivier var lerc’h ar vreg, evit ma vije treinet gant ar rivier.

16 Mes an douar a zikouraz ar vreg, hag an douar a zigoraz he galoun hag a lounkaz ar rivier hen doa an aerouant taolet euz he c’henou.

17 An aerouant en em fuloraz a enep ar vreg, hag a ieaz da ober brezel d’ar rest euz he lignez, pere a vir gourc’hemenou Doue, ha pere ho deuz testeni Jesus-Krist.


13 Hag en em dalc’hiz em za var dreaz ar mor ; hag e weliz o piniat euz ar mor eul loen pehini hen doa seiz pen ha dek korn, ha var he gerniel dek kurunen, ha var he bennou eun hano a vlasfem.

2 Hag al loen a weliz a oa henvel euz eul leopard ; he dreid a oa evel re eun ourz, hag he c’henou evel genou eul leon. Hag an aerouant a roaz dezhan he nerz, hag he drôn, hag eur galloud braz.

3 Hag e weliz unan euz he bennou evel gouliet d’ar maro ; mes ar gouli marvuz ze a oe iac’heet, hag an douar holl a oa en stad, o c’heul al loen.

4 Hag e oe adoret an aerouant pehini hen doa roet he c’halloud d’al loen, adoret e oe ive al loen, o lavarout : Piou a zo henvel euz al loen, ha piou hello kombati a enep dezhan ?

5 Hag e oe roet dezhan eur genou pehini a lavare traou braz ha blasfemou ; hag e oe roet dezhan ar galloud da ober ar brezel enpad daou viz ha daou-ugent.

6 Hag e tigoraz he c’henou evit blasfemi a enep Doue, evit blasfemi a enep d’he hano ha d’he dabernakl, hag a enep ar re pere a choum en env.

7 Roet e oe ive dezhan galloud da ober brezel d’ar zent, ha d’ho zrec’hi. Hag e oe roet dezhan galloud var bep banden, langach ha broad.

8 Hag ar re holl pere a choum var an douar, a bere an hanoiou n’int ket skrivet adaleg krouidigez ar bed en levr a vuez an Oan pehini a zo bet lazet, a adoraz anezhan.

9 Mar hen deuz unan benag diouskouarn, ra zelaouo.

10 Mar kas unan benag en esklavach, ez ai en esklavach, mar laz unan benag gant ar c’hleze, eo ret e vefe lazet he unan gant ar c’hleze ; ama eo ema pasianted ha feiz ar zent.

11 Heuze e weliz eul loen all o sevel euz au douar, pehini hen doa daou gorn henvel euz re eun oan, hag e komzent evel eun aerouant.

12 Diskwez a reaz holl c’halloud al loen kenta dirazhan, hag e reaz d’an douar ha d’ar re a choum varnezhan adori al loen kenta, a behini ar gouli marvuz a oa bet iac’heet.

13 Hag e rea burzudou braz, bete memeuz lakaat dirag an dud an tân da zisken euz an env var an douar.

14 Hag e troumple ar re a choum var an douar, dre ar burzudou pere a oa bet roet dezhan da ober dirag al loen, o lavarout da dud an douar ober eun imach d’al loen, pehini goude beza resevet taol marvuz ar c’hleze, a oa c’hoaz en buez.

15 Hag e oe roet dezhan ar galloud da rei buez da imach al loen, evit ma komzche imach al loen, hag e reaz lakaat d’ar maro ar re holl pere ne adorent ket imach al loen.

16 Hag e reaz dezhei holl, bihan ha braz, pinvidik ha paour, libr hag esklaved, kemer eur merk en ho dorn deou, pe var ho zal.

17 Ha den na helle na prena na gwerza, ma n’hen dije merk pe hano al loen, pe an niver euz he hano.

18 Ama eo ema ar furnez. An hini pehini hen deuz skiant, ra gounto niver al loen, rag eun niver a zen eo, hag he niver a zo c’hweac’h kant c’hweac’h ha tri-ugent.


14 Sellet a riz neuze, ha setu an Oan en em dalc’he var menez Sion, ha ganthan kant pevar ha daou-ugent mil den, pere ho doa hano he Dad skrivet var ho zaliou.

2 Hag e kleviz eur vouez euz an env, evel mouez doureier braz, ha mouez eur c’hurunou braz, hag e kleviz eur vouez a c’hoarierien telenou pere a stoke ho zelenou.

3 Hag e kanent evel eur c’hantik nevez dirag an trôn, ha dirag ar pevar aneval hag ar re Ansien ; ha den na helle diski ar c’hantik nemet ar c’hant pevar ha daou-ugent mil, pere a zo bet prenet euz an douar.

4 Ar re ma eo ar re pere n’int ket en em souiliet gant gragez ; rag gwerc’h int. Ar re ma eo ar re a c’heul an Oan, el lec’h benag m’az a. Ar re ma eo ar re a zo bet prenet a douez an dud, evel frouez kenta evit Doue hag evit

1062