Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1069

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 15, 16.

an Oan ; ha n’euz ket bet kavet a droumplerez en ho genou ; rag didarch int dirag trôn Doue.

6 Ha gwelet a riz eun êl all pehini a rede en kreiz an env, o tougen an Aviel eternel, evit he brezek d’ar re a choum var an douar, da bep broad, da bep banden, da bep iez, da bep pobl,

7 o lavarout gant eur vouez kre : Doujit Doue, ha roit dezhan gloar, rag heur he varnedigez a zo deuet ; hag adorit an hini pehini hen deuz groet an env, an douar, ar mor ha mamenou an doureier.

8 Hag eun êl all a c’heulie, o lavarout : Kwezet eo, kwezet eo, Babilon, ar gear vraz, abalamour ma he deuz roet da eva d’an holl vroadou euz a win fulor he gadelez.

9 Hag eun drived êl a c’heuliaz anezhei, o lavarout a vouez kre : Mar gra unan benag adori al loen hag he imach, ha mar kemer ar merk var he dal, pe en he zorn,

10 ec’h evo ive euz a win fulor Doue, gwin pur preparet en kalei he goler, hag a vezo trubuliet en tân hag er zoufr, dirag an eled zantel ha dirag an Oan.

11 Ha moged ho zrubul a savo a gantved da gantved ; ha n’ho devezo diskwiz ebet, na deiz na noz, ar re pere ho devezo adoret al loen hag he imach, ha piou benag hen devezo kemeret ar merk euz he hano.

12 Ama eo ema pasianted ar zent, ar re ma eo ar re pere a vir gourc’hemenou Doue ha feiz Jesus.

13 Hag e kleviz eur vouez euz an env pehini a lavare d’in : Skriv : Euruz adaleg brema ar re varo pere a varv en Aotrou ! Ia, a lavar ar Spered, rag diskwiza a reont euz ho labouriou, hag ho oberiou a heul anezhei.

14 Sellet a riz c’hoaz, ha setu, e oa eur goabren wen ha war ar goabren unan benag azezet pehini a oa henvel euz a Vab an den, o kaout var he ben eur gurunen aour, hag en ho zorn eur falc’h lem.

15 Hag eun êl all a ieaz kwit euz an templ, o krial a vouez kre d’an hini pehini a oa azezet var ar goabren : Taol da falc’h ha med ; rag amzer ar medi a zo deuet, rag eost an douar a zo dare.

16 Neuze an hini pehini a oa azezet var ar goabren, a dolaz he falc’h var an douar, hag an douar a oe medet.

17 Hag eun êl all a ieaz kwit euz an templ, pehini a oa ive en env, o kaout ive eur falc’h lem.

18 Hag ez eaz kwit euz an noter, eun êl all, pehini hen doa galloud var an tân, hag e kriaz gant eur griaden vraz d’an hini hen doa ar falc’h lem, hag e lavaraz dezhan : Taol da falc’h lem ha dastum an tokadou rezin euz a winien an douar, rag ar rezin anezhi a zo dare.

19 Hag an êl a dolaz he falc’h var an douar, hag a zastumaz rezin gwinien an douar, hag e dolaz en beol vraz koler Doue.

20 Hag ar veol a oe gwasket er meaz a gear ; hag e teuaz kwit euz ar veol goad bete bridou ar c’hezek var eun astenidigez a vil c’hweac’h kant stad.


15 Hag e weliz en env eur burzud all braz ha souezuz : seiz êl pere a zalc’he ar seiz gouli diveza ; rag drezhei eo en em c’hra koler Doue.

2 Gwelet a riz ive evel eur mor gwer, mesket a dân ; hag ar re pere ho doa trec’het al loen, hag he imach, hag he verk, hag an niver euz he hano, pere en em dalc’he var ar mor gwer, o kaout telenou Doue.

3 Hag e kanent kantik Moizez servicher Doue, ha kantik an Oan, o lavarout : Da oberiou a zo braz ha souezuz, o Aotrou Doue holl c’halloudek ! Da hentchou a zo just ha gwirion, o Roue ar zent !

4 Aotrou ! piou na zoujfe ket ac’hanout, ha na c’hlorifife ket da hano ? Rag te eo ar Zant hepken ; evel se an holl vroadou a zeuo hag a blego d’an daoulin dirazout, dre ma eo bet da varnedigezou diskleriet.

5 Goude kement se, e selliz, ha setu templ tabernakl an desteni a zigoraz en env.

6 Hag ar seiz êl pere a zalc’he ar seiz gouli, a ieaz kwit euz an templ, gwisket gant lin pur ha lugernuz, ha gourizet endro da boul ho c’haloun gant eur c’houriz aour.

7 Neuze unan euz ar pevar aneval a roaz d’ar seiz êl seiz kalei aour, leuniet a fulor Doue pehini a vev a gantved da gantved.

8 Hag an templ a oe leuniet a voged abalamour da c’hloar Doue ha d’he c’hallout ; ha den na helle mont en templ ken a oe seiz gouli ar seiz êl peur-c’hroet.


16 Hag e kleviz eur vouez vraz o tond euz an templ pehini a lavare d’ar seiz êl : It ha skuliet var an douar kaleiou koler Doue.

2 Hag ar c’henta él a ieaz, hag a skuliaz he galei var an douar ; hag an dud pere ho doa merk al loen, hag ar re pere a adore he imach, a oe skoet euz eur gouli drouk ha riskluz.

3 An eilved êl a skuliaz he galei er mor, pehini a zeuaz evel goad unan maro, ha kement hen doa buez er mor, a varvaz.

4 An drived êl a skuliaz he galei var ar rivierou ha var ar mamenou dour ; hag e teujond en goad.

1063