Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1070

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 17.

5 Hag e kleviz êl an doureier, pehini a lavare : Te a zo gwirion, Aotrou, Pehini a zo, ha Pehini a oa, ha Pehini a vezo santel, abalamour ma ec’h euz barnet evel se.

6 Rag skuliet ho deuz goad ar sent hag ar brofeded, roet ec’h euz dezhei goad da eva. hag e veritout a reont.

7 Hag e kleviz unan all euz kostez an aoter, pehini a lavare : Ia, Aotrou Doue holl c’halloudek, da varnedi gezou a zo gwirion ha just.

8 Hag ar bevared êl a skuliaz he galei var an heol, hag a oe roet dezhan ar galloud da zevi an dud dre an tan.

9 Hag an dud a oe devet gant eun domder vraz, hag e vlasfemjont hano Doue, pehini hen deuz galloud var ar gouliou ze ; ha na zeuaz ket a geûz dezhei evit rei gloar dezhan.

10 Ar bempved êl a skuliaz he galei var drôn al loen ; hag he rouantelez a zeuaz teval ; hag an dud en em groge en ho zeodou gant ar boan.

11 Hag abalamour d’ho glac’hariou ha d’ho gouliou, e vlasfemjont Doue an env ; ha na zeuaz ket a geûz dezhei euz ho oberiou.

12 Ar c’hweac’hved êl a skuliaz he galei var ar rivier vraz Eufrat ; hag he dour a sec’haz, evit ma vije kempenet hent rouane ar sav-heol.

13 Hag e weliz o vont kwit euz a c’henou an aerouant, hag euz a c’henou al loan, hag euz a c’henou he fals-profed, tri spered hudur henvel euz gleskered.

14 Rag sperejou an diaoulien eo, a ra burzudou, pere a ia entrezek rouane an douar hag ar bed boll, evit ho dastum evit kombat deiz braz an Doue holl c’halloudek.

15 Setu, e teuan evel eul laer. Euruz an hini a veil ha pehini a ziwal he zillad, evit na valeo ket en noaz, ha na ve ket gwelet he vez.

16 Hag e tastumjont anezhei en eul leac’h pehini a zo hanvet en hebre Armageddon (menez a zihent).

17 Ar seizved êl a skuliaz he galei en ear, hag ez eaz kwit euz a dempl an env, euz an trôn, eur vouez vraz pehini a lavare Groet eo a gement se.

18 Hag e oe moueziou, kurunou, luc’hed, hag eur c’hren-douar bras ; eur c’hren ken braz, ken n’hen deuz biskoaz bet hini henvel outhan aboe ma zo tud var an douar.

19 Hag ar gear vraz a oe lodenet en teir loden ; keariou ar broadou a oe diskaret, ha Doue hen doe sonch euz a Vabilon vraz, evit rei dezhi kalei gwin fulor he goler.

20 Ha pep enezen a dec’haz, hag ar meneziou ne oent kavet ken.

21 Hag e kwezaz euz an env var an dud eur grizil braz euz a bouez eun talant ; hag an dud a vlasfemaz Doue, abalamour da c’hloaz ar grizil, rag ar gouli a reaz a oe bras meurbed.


17 Hag unan euz ar seiz êl pere ho doa ar seiz kalei a zeuaz, hag a gomzaz ouzin, o lavarout : Deuz, hag e tiskwezin d’id barnedigez ar c’hast vraz, pehini a zo azezet var an doureier braz,

2 gant pehini ho deuz rouane an douar groet gadelez, ha pehini ho deuz mezvet euz a win he gadelez, ar re a choum var an douar.

3 Hag e kasaz ac’hanoun dre ar spered en eul leac’h distro ; hag e weliz eur vreg azezet var eul loen a liou ruz, leun a hanoiou a vlasfem hag o kaout seiz pen ha dek korn.

4 Ar vreg a oa gwisket a bourpr hag a dane, kinklet a aour, a vein prisiuz hag a berlez ; derc’hel a rea en he dorn eur c’halei aour, leun a draou euzuz hag hudurnez he gadelez.

5 Ha var he zal e oa skrivet eun hano : MISTER : BABILON AR VRAZ, MAM AR C’HADELEZOU HA TRAOU EUZUZ AN DOUAR.

6 Gwelet a riz ar vreg se mezvet gant goad ar sent ha gant goad merzerien Jesus, hag o welet anezhei, e krogaz eur zouez vraz ennoun.

7 Hag an êl a lavaraz d’in : Perag out-te souezet ? Me a lavaro d’id mister ar vreg, hag al loan pehini a zoug anezhi ; ha pehini hen deuz ar seiz pen hag an dek korn.

8 Al loen ec’h euz gwelet, a zo bet ha n’ema mui, tleout a ra sevel euz an dounder, ha mond er gollidigez ; hag ar re a choum var ar douar, a bere hanoiou n’int ket skrivet el levr a vuez, adaleg krouidigez ar bed, a vezo souezet o welet al loen, rag bet e oa, ha n’ema ken, petra benag ma ema.

9 Ama ema ar skiant pehini he deuz ar furnez. Ar seiz pen a zo seiz menez, var bere eo ar vreg azezet.

10 Beza int ive seiz roue, pemp a zo kwezet, unan a zo beo, hag egile n’eo ket c’hoaz deuet, ha pa vezo deuet, ne dle ket pad pell.

11 Hag al loen pehini a oa, ha pehini n’ema ken a zo he unan eun eizved roue ; dont a ra euz ar seiz, ha mond a er gollidigez.

12 Hag an dek korn pere ec’h euz gwelet, a zo dek roue pere n’ho deuz ket reseved ar galloud ; mes beza ho devezo ar galloud evel rouane, gant al loen, evit eun heur.

13 Ar memeuz menez ho deuz, hag e rofont ho nerz hag ho galloud d’al

1064