Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1071

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 18.

loen.

14 Kombati a refont a enep an Oan, mes an Oan ho zrec’ho, abalamour ma eo Aotrou an aotrounez, ha Roue ar rouane ; hag ar re pere a zo ganthan eo ar re c’halvet, ar re choazet hag ar re fidel.

15 Neuze e lavaraz d’in : An doureier pere ec’h euz gwelet, var bere eo ar c’haqt azezet, a zo poblou, hag eur vanden, ha broadou, ha langachou.

16 Hag an dek korn pere ec’h eur gwelet d’al loen, a gasao ar c’hast, he glac’haro hag he diwisko, hag a zebro he c’hik, hag e c’haso da netra en tân.

17 Rag Doue hen deuz lakeet en ho c’haloun ober he venoz, ha kaout eur memeuz menoz, ha rei ar rouantelez d’al loen, bete ma teuo giriou Doue da veza peur-chroet.

18 Hag, ar vreg pehini ec’h euz gwelet, eo ar gear vraz pehini a ren var rouane an douar.


18 Goude kement se, e weliz o tisken euz an env eun êl all, pehini hen doa eur galloud braz. An douar a oe sklerijenet gant he c’hloar.

2 Hag he kriaz gant nerz ha gant eur vouez vraz, hag e lavaraz : Kwezet eo, kwezet eo, Babilon ar vraz, hag eo deuet da choumach d’an diaoulien, ha da zigemer da bep spered hudur, ha da gaved da bep lapouz louz hag euzuz.

3 Rag an holl vroadou ho deuz evet gwin euz a fulor he gadelez, ha rouane an douar a zo en em c’hadelez et ganthi ; ha marc’hadourien an douar a zo en em binvidikeet euz a founder he diroll.

4 Neuze e kleviz eur vouez all euz an env, pehini lavare : It, kwit euz ho c’hreiz, va fobl ; gant aoun, o kaout lod en he fec’hejou, n’ho pefe ive lod en he gouliou ;

5 rag he fec’hejou a zo piniet beteg an env, ha Doue hen deuz bet sonch euz he fallentezou.

6 Groet dezhi evel ma he deuz groet. Roit dezhi en doubl ar pez he deuz groet deoc’h. Euz ar memeuz kalei a behini he deuz roet deoc’h, roit dezhi en doubl anezhan.

7 Kement eo en em c’houezet hag en em blonjet er blijaduriou, roit dezhi kement all da c’houzanv a boan hag a c’hlac’har ; rag lavaret a ra en he c’haloun : Azezet oun en rouanez, n’ez oun ket intanvez ha na welin ket ar c’haoun.

8 Dre ze, he gouliou, ar maro, ar c’haoun hag an naounegez a zeuo en eur memeuz deiz, hag e vezo devet dre an tân ; rag an Aotrou Doue pehini he barn a zo galloudek.

9 Ha rouane an douar, pere ho deuz groet gadelez ganthi, ha pere ho deuz bevet er plijaduriou ganthi, a welo dezhi hag a skoio var boul ho c’haloun abala mour dezhi, pa welfont mogeden he devidigez.

10 En em derc’hel a rafont pell, en aoun euz he zrubul hag he varfont ; Gwalheur ! gwalheur ! Kear Babilon ar vraz, ar gear c’halloudek, rag he barnedigez a zo deuet en eun heur !

11 Ha marc’hadourien an douar a welo hag a c’harmo divar he fen abalamour ma ne breno den ken euz ho marc’hadourezou ;

12 marc’hadourezou aour, hag arc’hant, mein prisiuz, perlez, lin fin, pourpr, sei, tane, pep sort koat a c’houez vad, pep sort meubl olifant ha koat gwal brisiuz, bronz, houarn, marb,

13 kinamom, c’houezou mad, parfumou, ezans, gwin, eol, fleur bleud, ed, loened labour, denved, kezek, kiri, korfou, hag ineou tud.

14 Ar frouez a c’hoanta da galoun, a zo pelleet ouzit, hag an holl draou dilikat ha manifik a zo kollet evidout ; a vrema n’ho c’havi ken.

15 Ar re a werze an traou ze, pere a oa en em binvidikeet ganthi, en em dalc’ho pell outhi, en aoun rag he zrubul,

16 o wela, o c’harmet hag o lavarout : Gwalheur ! gwalheur ! ar gear vraz, gwisket a lin fin, a bourpr hag a dane, kinklet a aour, ha vein prisiuz hag a berlez !

17 Ebarz en eun heur hepken kement all a binvidigez a vefe bet distrujet ! Hag an holl sturierien, ar re holl a bin var ar batimanchou, ar vortoloded, hag ar re holl pere a drafik var ar mor, en em dalc’he pell,

18 hag o welet ar vogeden tân euz he devidigez a grie, o lavarout : Pez sort kear a oa henvel euz ar gear vraz ?

19 Teurel a reent poultr var ho fenou, hag o wela hag ho c’harmet, e krient hag e lavarent : Gwalheur ! gwalheur ! ar gear vraz, en peleac’h ar re holl ho doa batimanchou var ar mor a oa en em binvidikeet dre he finvidigez, en eun heur eo bet eet da netra ?

20 O env ! en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi sent, ebestel ha profeded ; rag Doue hen deuz groet he varnedigezou varnezhi abalamour deoc’h.

21 Neuze 21 eun êl galloudek a gemeraz eur mean evel eur mean milin, hag a dolaz anezhan er mor, o lavarout : Evel se e vezo diskaret gant buander Babilon, ar gear vraz, ha ne vezo kavet ken.

22 Ha zoun ar