Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1072

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 19, 20.

c’hoarieren telenou, musisianed, c’hoarieren fleütou, ha c’hoarieren trompilou ne vefont ken klevet ebarz da greiz. Micherour ebet, euz a bez micher benag e ve, ne vezo kavet ennout ; hag an drouz euz ar mean milin na vezo ken klevet ennout.

23 Sklerijen al lamp na lugerno ken ennout, ha na vezo klevet ken ennout na mouez an ozac’h na mouez ar vreg iaouank, dre ma oa da varc’hadourien re vraz an douar ; dre ma oa an holl boblou bet troumplet gant da sorselachou ;

24 ha ma eo ennhi eo bet kavet goad da brofeded ha da zent, hag euz ar re holl a zo bet lekeet d’ar maro var an douar.


19 Goude ze, e kleviz, evel mouez eur vanden vraz en env, pehini a lavar : Alleluïa (meulit an Aotrou) ; ar zilvidigez, ar gloar, hag an enor, hag ar galloud d’an Aotrou hon Doue !

2 Rag he varnedigezou a zo gwirion ha just rag barnet hen deuz ar c’hast vraz, pehini a vreine an douar, dre he lousdoni, ha ma hen deuz venjet goad he zervicherien, pehini he doa skuliet gant he dorn.

3 Hag e lavarjont eun eilved gweach : Alleluïa ! hag he mogeden a sav a gantved da gantved.

4 Hag ar pevar var’n ugent den Ansien, hag ar pevar loen, en em stouaz, hag a adoraz Doue, pehini a oa azezet var an trôn, o lavarout : Amen ; Alleluïa !

5 Hag eur vouez a zeuaz euz an trôn, o lavarout : Meulit hon Doue, c’hwi holl, he zervicherien, ha c’hwi pere a souj anezhan, bihan ha braz.

6 Hag e kleviz evel mouez eur vanden vraz, evel trouz doureier braz, hag evel mouez kurunou braz, pehini a lavare : Alleluïa! rag ren a ra an Aotrou Doue, an Holl-C’halloudek.

7 En em laouenaomp, ha strakomp hon joa, ha roomp dezhan gloar ; rag eured an Oan a zo deuet, hag he vreg iaouank a zo en em fichet.

8 Hag eo bet roet dezhi ar galloud da veza gwisket gant lin fin, pur ha lugernuz, rag al lin fin, eo justisou ar zent.

9 Neuze an êl a lavaraz d’in : Skriv : Euruz ar re a zo galvet da bred eured an Oan ! Lavaret a reaz ive d’in : Ar re ze eo gwir gomzou Doue.

10 Ha, n’em deurel a riz d’he dreid evit he adori ; mes hen a lavaraz d’in : En em vir a gement se : me eo da gensort er zervich hag hini da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus-Krist. Ador Doue, rag testeni Jesus, eo ar spered a brofesi.

11 Neuze e weliz an env digor, ha setu eur marc’h gwen, hag an hini a oa piniet varnezhan, en em c’halve ar Fidel hag ar Gwirion, pehini a varn ha pehini a gombat gant justis.

12 He zaoulagad a oa evel eur flam tân ; var he ben e oa meur a gurunen. Eun hano hen doa skrivet ha den ne aneveze anezhan nemethan he unan.

13 Gwisket e oa gant eur vantel livet a oad, hag he hano a zo galvet, Gir Doue.

14 An armeou pere a zo en env, gwisket gant lin fin gwen ha pur, a heulie anezhan var gezek gwen.

15 Euz he c’henou e teue eur c’hleze lem evit skei ar boblou, rag gouarn a raio anezhei gant eur walen ouarn, hag e wasko beol gwin koler ha drouk an Doue holl c’halloudek.

16 Ha var he vantel, ha var he vorzed, he touge an hano ma skrivet : ROUE AR ROUANE, HAG AOTROU AN AOTROUNE.

17 Gwelet a riz eun êl all, pehini en em dalc’he ebarz en heol, ha pehini a grias gant eur vouez kre d’an holl lapoused pere a nij dre an env : Deuet hag en em dastumet evit fest an Doue braz ;

18 evit dibri kig ar rouane, kig ar gabitened, kig ar re c’halloudek, kig ar c’hezek hag ar re a bin varnezhei, ha kig an holl dud, libr hag esklaved, bihan ha braz.

19 Hag e weliz al loen, ha rouane an douar hag ho armeou dastumet, evit ober ar brezel d’an hini pehini a oa piniet var ar marc’h ha d’he arme.

20 Mes al loen a oe kemeret ha ganthan ar fals profed, pehini hen doa groet burzudou dirazhan, dre bere he doa troumplet ar re pere ho doa kemeret merk al loen, ha pere ho doa adoret he imach ; ho daou e oent taolet beo en stang an tân devuz, ebarz er zoufr.

21 Hag ar rest a oe lazet dre ar c’hleze pehini a zeue euz genou an hini a oa piniet var ar marc’h ; hag an holl lapoused a oe leuniet gant ho c’hik.


20 Goude kement se e weliz eun êl o tisken euz an env, pehini hen doa alc’houez an dounder, hag eur chaden vraz en he zorn ;

2 hag e krogaz en aerouant, er serpant koz, pehini eo an diaoul ha Satan, hag ec’h ereaz anezhan evit mil vloaz.

3 Hag e taolaz anezhan en dounder, hag e serraz varnezhan eno, hag e lekeaz eur Siel varnezhan, evit na droumplje ken ar boblou, beteg ma vije tremenet ar mil vloaz ; goude ze

1066