Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/1073

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
APOKALIPS, 21.

e tle beza diereet evit eun nebeut amzer.

4 Hag e weliz trôniou, var bere ec’h azezaz tud, hag e oe roet dezhei galloud da varn. Gwelet a riz ive ineou ar re a oe bet dibennet evit testeni Jesus, hag evit gir Doue, hag ar re pere n’ho doa ket adored al loen, nag he imach, ha pere n’ho doa ket kemeret he verk var ho zaliou, pe var ho daouarn. Hag e vevjont hag e renjont gant ar C’hrist enpad mil vloaz.

5 Mes ar rest euz ar re varo, na adbevjont ket, ken a oe ar mil vloaz deuet. Honnez eo ar genta adsavidigez !

6 Euruz ha santel an hini hen deuz lod er genta adsavidigez ! An eil maro n’hen deuz galloud ebet varnezhei ; mes sakrifikatourien vefont da Zoue ha d’ar C’hrist, ha ren a rafont ganthan mil vloaz.

7 Ha pa vezo ar mil bloaz deuet, Satan a vezo diereet euz he brisoun.

8 Hag e teui kwit evit troumpla ar boblou pere a zo en pevar c’horn an douar, Gog ha Magog, hag e tastnmo anezhei evit ho c’hombati ; hag ho niver a zo evel treaz ar mor.

9 Hag e savjont var c’horre an douar, hag en em lekejont en dro da gan ar zent ha d’ar gear karet mad ; mes eun tân o tont a beurz Doue a ziskenaz euz an env hag a zevoraz anezhei.

10 Hag an diaoul, pere ho zroumple, a oe taolet er stang a dân hag a zoufr, el leac’h ma ema al loen hag ar fals profed ; hag e vefont trubuliet deiz ha noz, a gantved da gantved.

11 Neuze e weliz eun trôn gwen, hag an hini a oa azezet varnezhan. An douar hag an env a dec’haz a zirag he fas, hag ho flas ne oe kavet ken.

12 Gwelet a riz ive ar re varo, braz ha bihan, pere en em dalc’he dirag Doue ; hag al levriou a oe digoret. Digoret oe ive eul levr all, an hini pehini eo levr ar vuez. Hag ar re varo a oe barnet hervez ho oberiou, hervez ar pez a oa skrivet el levriou.

13 Hag ar mor a roaz ar re varo a oa ennhan ; ar maro hag ar bez a roaz ive ar re varo a oa ennhei, ha pep hini a oe barnet hervez he oberiou.

14 Hag ar maro hag ar bez a oe taolet er stang a dân ; hennez eo an eil varo.

15 Ha piou benag ne oe ket kavet skrivet el levr a vuez, a oe taolet er stang a dân.


21 Gwelet a riz neuze eun env nevez hag eun douar nevez, rag an env kenta hag an douar kenta a oe tremenet, hag ar mor ne oa ken.

2 Ha me Ian a welaz ar gear zantel, ar Jerusalem nevez, pehini a ziskenne euz an env euz kichen Doue, fichet evel ma eo fichet eur vreg iaouank evit he fried.

3 Hag e kleviz eur vouez euz an env, pehini a lavare : Setu tabernakl Doue gant an dud, hag e choumo ganthei ; hag int a vezo he bobl, ha Doue a vezo he unan ganthei, beza e vezo ho Doue.

4 Ha Doue a sec’ho pep daerou euz ho daoulagad, hag ar maro ne vezo ken. Ne vezo ken na kaoun, na garm, na labour ; rag an traou kenta a zo tremenet.

5 Hag an hini a oa azezet var an trôn, a lavaraz : Setu, e ran an holl draou nevez. Neuze e lavaraz d’in : Skriv : rag ar giriou ma a zo gwirion ha fidel.

6 Lavaret a reaz ive d’in : Groet eo a gement se ; me eo an Alfa hag an Omega, ar penkenta hag ar fin. Rei a ran evit netra euz ar vammen a zour beo d’an hini hen deuz sec’het.

7 An hini drec’ho, a herito an holl draou. He Zoue e vezin, hag hen a vezo va mab.

8 Mes, evit ar re didalvez, ar re diskredik, ar re euzuz, al lazerien, ar c’hadelezourien, an ampoezounerien, an idolatred, hag an holl c’haouiaded, ho lod a zo er stang bervuz a dân nag a zoufr ; kement ma eo an eilved maro.

9 Neuze unan ar seiz êl, pere ho doa bet ar seiz kalei leun euz ar seiz gouli diveza, a zeuaz d’am c’haout hag a gomzaz d’in o lavarout : Deuz, hag e tiskwezin d’id ar vreg iaouank, pried an Oan.

10 Hag e kasaz ac’hanoun dre ar Spered var eur menez braz hag huel, hag e tiskwezaz d’in ar gear vraz, ar Jerusalem zantel pehini a ziskenne euz an env, o tond a beurz Doue, gant gloar Doue.

11 Hag he skeud a oa henvel euz hini eur mean prisiuz meurbed evel ma eo eur mean jasp kristalizet.

12 Beza he doa eur voger vraz hag huel gant daouzek dor, hag ental an daouzek dor daouzek êl hag hanoiou skrivet, beza oant hanoiou daouzek banden bugale Israel.

13 Er Sav-heol, teir dor ; en Hanter-noz, teir dor ; er C’hreisteiz, teir dor ; er C’hus-heol, teir dor.

14 Moger ar gear he doa daouzek diazez, var bere e oa hanoiou daouzek abostol an Oan.

15 Hag an hini pehini a gomze ouzin hen doa eur gorzen aour evit muzuri kear, hag he dorojou, hag he moger.

16 Ar gear a oa pevar c’hornek, hag he hed a oa egal d’he ledander ; muzuri a reaz kear gant ar gorzen, aaouzek mil stad a gostez ;

1067