Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/11

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR C’HANEDIGEZ, 3, 4

3 MES, ar serpant[1] a oa ar fina[2] euz a holl anevaled[3] ar parkeier, pere Hen doa an Aotrou Doue groet ; hag E lavaraz d’ar vreg :[4] Petra ! Doue Hen deuz lavaret : C’hwi na zebrfet ket euz pep gwezen euz ar jardin ! 2 Hag ar vreg a lavaraz d’ar serpant : Ni a hell dibri frouez euz gwez ar jardin ; 3 mes euz a frouez ar wezen a zo en kreiz ar jardin, Doue Hen deuz lavaret : Na zebrfet ket outhi, ha ne stokfet ket ennhi, gant aoun na varvfac’h. 4 Neuze ar serpant a lavaraz d’ar vreg : C’hwi na varvfet ket a-grenn ;[5] 5 mes Doue a oar penaoz en deiz ma tebrfet outhi, ho taoulagad a zigorro hag he veot evel doueou, oc’h anaout ar mad hag ar fall.[6]

6 Ha pa welaz ar vreg e oa ar frouez mad da zibri, hag agreabl d’an daoulagad, ha ma oa prisiuz evit digerri ar skiant, e kemeraz euz he frouez, e tebraz outhan ; rei a reaz ive outhan d’he fried,[7] pehini a oa ganthi ; hag hen a zebraz euz anezhan. 7 Hag o daoulagad a oe digorret ; hag ec’h anavejont penaoz e oant en noaz ; hag e c’hrijont asamblez deliou fiez, hag en em rejont gourizou outhei.

8 Hag e klevjont trouz an Aotrou Doue, pehini en em bourmene[8] er jardin, en ezen[9] an abardaez. Hag Adam hag e vreg en em guzaz a zirag fas[10] an Aotrou Doue, en touez gwez ar jardin. 9 Hag an Aotrou Doue a c’halvaz Adam, hag E lavaraz dezhan : Pe leac’h out ? 10 Hag hen a respountaz : Klevet em euz da vouez er jardin, hag em euz bet aoun, dre ma ez oun en noaz ; hag ez oun en em guzet. 11 Ha Doue a lavaraz : Piou hen deuz lavaret d’id e oaz en noaz ? Debret ec’h euz euz ar wezen Em boa urzet[11] d’idn na zebrjez ket ? 12 Hag Adam a respountaz : Ar vreg[12] Ec’h euz roet evit beza ganen, e deuz roet d’in euz ar wezen, hag em euz debret outhi. 13 Hag an Aotrou Doue a lavaraz d’ar vreg : Perag ec’h euz-te groet kement se ? Hag ar vreg a respountaz : Ar serpant[13] hen deuz troumplet[14] ac’hanoun, hag em euz debret outhi. 14 Neuze an Aotrou Doue a lavaraz d’ar serpant : Pa ec’h euz groet kement se, te a vezo milliget en touez an holl chatal[15] hag en touez holl loened ar parkeier ; bale a ri var da gov, hag e tebri ar boultren holl deiziou da vuez. 15 Hag E lakain enebiez[16] entre te hag ar vreg, entre da lignez[17] hag he lignez : houma a friko d'id da benn, ha te e flemmo en he zeul. 16 Lavaret a reaz d’ar vreg : Kreski a rin kalz da boan ha da vrazezded ; genel a ri bugale gant poan, ha da c’hoantou[18] a droio entrezek da ozac’h, hag hen a reno varnout. 17 Hag e lavaraz da Adam : Pa ec’h euz sentet euz mouez da vreg, ha pa ec’h euz debret euz ar wezen divarbenn pehini Em boa roet d’id an urz ma : Na zebri ket anezhi ! e vezo an douar milliget abalamour d’id ; te a zebro ar frouez anezhi gant poan enpad holl deiziou da vuez, 18 hag e produo d’id drein[19] hag askol ; hag e tebri ieot ar parkeier. 19 Dibri a ri bara dre ar c’hwezien euz da visach, bete ma tistroi en douar, a behini out bet kemeret ; rag poultr out, ha distrei a ri en poultr. 20 Hag Adam a hanvaz e vreg, Eva,[20] abalamour ma oe mam an holl re veo. 21 Hag an Aotrou Doue a reaz da Adam ha d’he vreg zaeou krec’hen,[21] hag ho gwiskaz ganthei. 22 Hag an Aotrou Doue a lavaraz : Setu, eo an den deuet evel unan ac’hanomp, evit anaoudegez ar mad hag ar fall[22]. Ha brema evesaomp ne astennfe e zorn, ha na gemerfe ive euz a wezen ar vuez, ha na zebrfe outhi, ha na vevfe da viken. 23 Hag an Aotrou Doue a gasaz anezhan er meaz euz a jardin Eden, da labourat an douar a behini oa bet kemeret. 24 Kas eta a reaz an den kwit ; hag E lekeaz en savheol jardin Eden ar Cherubined ha laonien ar c’hleze flamuz,[23] pehini a droe a bep tu evit diwal hent ar wezen a vuez.


4 HAG, Adam a anavezaz Eva he vreg, hag hi a zeuaz brazez hag a c’hanaz Kaïn, hag e lavaraz : Prenet em euz eun den gant zikour an Aotrou. 2 Genel a reaz c’hoaz he vreur Abel ; hag Abel a oe mesaer, ha Kaïn labourer. 3 Hag, abenn eun nebeut amzer, Kaïn a ginnigaz froueziou euz an douar en prof[24] d’an Aotrou ; 4 hag Abel a ginnigaz, hen ive, euz ar re genta ganet euz he dropel, hag euz ho lard.[25] Hag an Aotrou Hen doe evez euz Abel, hag euz he brof ;[26] 5 mes ne reaz van ebet euz a Gaïn, nag euz he brof ; ha Kaïn a oe gwal fuloret,[27] hag he visach[28] a oe gwevet.[29] 6 Hag an Aotrou a lavaraz da Gaïn : Perag out-te fuloret, ha perag eo da visach gwevet[30] ?

7 Mar rez mad, ha ne adri-te ket da visach ? mes, ma na rez ket mad, ar pec’hed a zo gour-

  1. aer.
  2. ijinusa.
  3. loened.
  4. vaouez.
  5. enep doare.
  6. drouk.
  7. ozac’h.
  8. valee.
  9. avelik.
  10. drem.
  11. gourc’hemennet.
  12. maouez.
  13. aer.
  14. touellet.
  15. anevaled.
  16. kas.
  17. wen, flastro.
  18. walou.
  19. spern.
  20. buez.
  21. krec’hin.
  22. drouk.
  23. tanuz.
  24. gwestl.
  25. druoni.
  26. westl.
  27. vuaneket.
  28. zremm.
  29. ridet.
  30. ridet.
3