Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/12

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

vezet euz an nor, hag he c’hoant a zo troet var zu ennout ; mes te, te a dle ren varnezhan. 8 Ha Kaïn a gomzaz da Abel, he vreur. Hag ec'h eruaz evel ma oant er parkeier, Kaïn en em savaz a enep Abel, he vreur hag hen lazaz. 9 Hag an Aotrou a lavaraz da Gaïn : Peleac’h ema Abel, da vreur ? Hag e respountaz : Na ouzoun ket; beza oun-me diwaller va breur, me ? 10 Hag an Aotrou a lavaraz : Petra ec’h euz-te groet ? Mouez goad da vreur a gri euz an douar beteg ennoun. 11 Ha brema te a vezo milliget euz an douar, pehini hen deus digoret he c’henou evit digemeret euz da zorn goad da vreur. 12 Pa labouri an douar, ne roio ken d’id he frouez ; te a vezo eur reder hag eun tec’her var an douar. 13 Ha Kaïn a lavaraz d’an Aotrou : Ma foan a zo re vras evit beza douget. 14 Setu, ec’h euz ma c’haset kwit hirie euz an douar-ma, hag e vezin kuzet dirag da fas, hag e vezin reder ha tec’her var an douar ; hag en em gavo penaoz pioubenag am c’havo am lazo. 15 Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Dre ze, Mar laz unan benag Kaïn, Kaïn a vezo vanjet seiz gweach. Hag an Aotrou a lakeaz eur zin var Gaïn, abalamour ma kavje pioubenag anezhan n’hen lazje ket.

16 Neuze Kaïn az eaz kwit euz a zirag an Aotrou, hag a choumaz en bro Nod, er savheol da Eden. 17 Neuze Kaïn a anavezaz he vreg, pehini a gonsevaz hag a c’hanaz Henok ; hag e savaz eur gaer, pehini a c’halvaz Henok euz a hano he vab. 18 Neuze Irad a c'hanaz da Enok, hag Irad a oe tad da Vehujael, ha Mehujael a oe tad da Vethushael, ha Methushael a oe tad da Lemek. 19 Ha Lemek a gemeraz diou vreg ; hano unan a oa Ada, hano eben Tsilla. 20 Hag Ada a c’hanaz Jabal, tad e oe d’ar re a choum en tantennou hag en kichen an tropelou. 21 Hag hano he vreur a oa Jubal ; tad e oe d’ar re holl pere a c’hoari euz an delen hag an ogrou. 22 Ha Tsilla, hi ive, a c’hanaz Tubalkaïn, pehini a vorzolle pep seurt benfiou lem a arem hag a houarn ; ha c’hoar Tubalkaïn a oe Naama.

23 Ha Lemek a lavaraz d’he c’hragez : Ada ha Tsilla, selaouet va mouez ; Gragez Lemek, prestit ar skouarn da’m c’homz :

Ia ! me em euz lazet eun den evit ma blesseür, Hag eun den iaouank evit ma bronduen. 24 Rag mar be vanjet Kaïn seiz gweach, Lemek a vezo seitek gweach ha triugent.

25 Hag Adam a anavezaz c’hoaz he vreg; hag e c’hanaz eur mab, hag e c’halvaz anezhan Seth, rag Doue, a lavaraz-hi, Hen deuz roet d'in eur mab all en leac’h Abel, pehini zo bet lazet gant Kaïn.

26 Hag eur mab a c'hanaz ive da Seth, hag e c’halvaz anezhan Enos. Neuze oe kommanset da c’hervel hano an Aotrou.

5 SETU ama levr lignez Adam. En deiz ma krouaz Doue an den, ober a reaz anezhan en henvelidigez Doue.

2 Kroui a reaz anezhei mal ha malez, benniga a reaz anezhei, hag E roaz dezhei an hano a Adam, en deiz ma oent krouet.

3 Hag, Adam a vevaz kant tregont vloaz, hag e oe tad da eur mab euz he henvelidigez, hervez he imach, hag e roaz dezhan an hano a Seth.

4 Ha deiziou Adam, goude ma oe tad da Seth, a oe eiz kant vloaz, hag e oe tad da vibien ha da verc’hed.

5 An holl amzer ma vevaz Adam, a oe eta nao c’hant tregont vloaz; neuze e varvaz.

6 Seth a vevaz kant pemp vloaz hag a oe tad da Enos.

7 Ha Seth, goude ma oe bet tad da Enos, a vevaz eiz kant seiz vloaz; hag e oe tad da vibien ha da verc’hed.

8 An holl amzer ma vevaz Seth, a oe eta nao c’hant daouzek vloaz; neuze e varvaz.

9 Hag Enos a vevaz dek vloaz ha pevar-ugent, hag a oe tad da Genan.

10 Hag Enos, goude ma oe bet tad da Genan, a vevaz eiz kant pemzek vloaz; hag e oe tad da vibien ha da verc’hed.

11 An holl amzer ma vevaz Enos, a oe eta nao c’hant pemp bloaz; neuze e varvaz.

12 Ha Kenan a vevaz dek vloaz ha tri-ugent, hag a oe tad da Vahalaleel.

13 Ha Kenan, goude ma oe bet tad da Vahalaleel, a vevaz eiz kant daou-ugent vloaz; hag e oe tad da vibien ha da verc’hed.

14 An holl amzer ma vevaz Kenan, a oe eta nao c’hant dek vloaz; neuze e varvaz.

15 Ha Mahalaleel a vevaz pemp bloaz ha tri-ugent, hag a oe tad da Jered.

16 Ha Mahalaleel, goude beza bet tad da Jered, a vevaz eiz kant tregont vloaz; hag e oe tad da vibien ha da verc’hed.

17 An holl amzer ma vevaz Mahalaleel a oe eta eiz kant pemzek vloaz ha pevar-ugent; neuze e varvaz.