Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/13

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

18 Jered a vevaz kant daou vloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Enok.

19 Jered, goude ma voe bet tad da Enok, a vevaz eiz kant vloaz, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

20 An holl amzer ma vevaz Jered a voe eta nav c’hant daou vloaz ha tri-ugent, neuze e varvaz.

21 Enok a vevaz pemp bloaz ha tri-ugent hag a voe tad da Vetushela.

22 Enok a gerzaz gant Doue e-pad tri c’hant vloaz goude ma voe bet tad da Vetushela, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

23 An holl amzer ma vevaz Enok a voe eta tri c’hant pemp bloaz ha tri-ugent.

24 Enok a gerzaz eta gant Doue, ha ne oe gwelet mui rag Doue a gemeraz anezhan.

25 Metushela a vevaz kant seiz vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da Lemek.

26 Metushela, goude ma voe bet tad da Lemek, a vevaz seiz kant daou vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

27 An holl amzer ma vevaz Metushela a voe eta nav c’hant nav bloaz ha tri-ugent, neuze e varvaz.

28 Lemek a vevaz kant daou vloaz ha pevar-ugent hag a voe tad da eur mab.

29 Gervel a reaz anezhan Noe, en eur lavarout : Heman hon dic’hlac’haro euz hol labour hag euz ar boan a ro d’hon daouarn an douar en deus milliget an Aotrou.

30 Lemek, goude ma voe bet tad da Noe, a vevaz pemp kant pemzek vloaz ha pevar-ugent, hag a voe tad da vibien ha da verc’hed.

31 An holl amzer ma vevaz Lemek a voe eta seiz kant seitek vloaz ha tri-ugent, neuze e varvaz.

32 Noe a vevaz pemp kant vloaz hag a voe tad da Sem, da Cham ha da Jafed.


6 Pa voe deuet an dud da greskin war-c’horre an douar, ha ma voe ganet merc’hed dezo,

2 mibien Doue, o welout penaos e oa koant merc’hed an dud, a gemeraz gwragez a-douez ar re holl a blije dezo.

3 An Aotrou a lavaraz : Va Spered ne stourmo ket da viken gant an den rag n’eo nemet kig ; e zeiziou a vezo kant ugent vloaz.

4 Ramzed a oa var an douar en amzer-se, hag ivez diwezatoc’h, goude ma voe aet mibien Doue etrezek merc’hed an dud hag o doe roet dezo bugale. Ar re-se eo harozed brudet an amzer goz.

5 An Aotrou a welaz penaos drougiez an den a oa braz var an douar ha penaos kement tra ijinet gant sonjou e galon ne oa nemet fall e pep amzer.

6 An Aotrou en doe keuz da vezan groet an den var an douar, hag e oe glac’haret a gement-se en e galon.

7 An Aotrou a lavaraz : Lemel a rin diwar-c’horre an douar an den am euz krouet, adalek an den betek ar chatal, betek ar stlejviled ha betek laboused an envou, rag keuz am euz da vezan groet anezhei.

8 mes Noe a gavaz trugarez dirak daoulagad an Aotrou.

9 Setu aman lignez Noe : Noe a voe eun den reiz hag eeun en e amzer, Noe a gerzaz gant Doue.

10 Noe a voe tad da dri mab : Sem, Cham ha Jafed.

11 An douar a oa saotret dirak Doue, an douar a oa leun a fallagriez.

12 Doue a sellaz ouz an douar ha setu, e oa saotret, rag pep kig hen doa saotret e hent var an douar.

13 Doue a lavaraz da Noe : Diwez pep kig a zo deuet dirazon, rag an douar a zo leun a fallagriez drezo. Setu, ez an d’o distrujan gant an douar.

14 Gra dit eun arc’h gant koad gofer ; ober a ri lojellou enni, hag e lifri anezi gant peg-du en diabarz hag en diavaez.

15 Setu aman penaos e ri anezi : Hirder an arc’h a vezo tri c’hant ilinad (~ 150 m), he ledander hanter-kant ilinad (~ 25 m), hec’h uhelder tregont ilinad (~ 15 m).

16 Ober a ri eur prenestr d’an arc’h hag ec’h achui anezhan dre eun ilinad (~ 50 cm) ouz krec’h. Lakaat a ri dor an arc’h var he c’hostez. Ober a ri anezi gant eun estaj izel, eun eilvet hag eun trede.

17 Ha me, setu, a ya da zegaz al linvadenn-veur var an douar, evit distrujan kement kig en deus c’hwezaden a vuez dindan an envou. Kement a zo var an douar a varvo.

18 mes diazezan a rin va emglev ganit. Mont a ri en arc’h, te, da vibien, da wreg ha gwragez da vibien ganit.

19 euz kement a vev a-douez pep kig, lakaat a ri da vont en arc’h daou a bep rumm evit o mirout beo ganit : par ha parez e vint.

20 Laboused hervez o rumm, chatal hervez e rumm, holl stlejviled an douar hervez o rumm, daou euz pep rumm a zeuio davedout evit m’o miri beo.

21 Te, kemer ganit euz kement boued a vez debret, gra evel-se eur bourvezans evidout, evit ma servijo kement-se da voued dit kenkoulz ha