Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/14

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

dezei. 22 Noe a reaz kement-se, pep tra hen doa gourc’hemennet Doue dezhan.


7 Hag an Aotrou a lavaraz da Noe : Kea e-barz an arc’h gant da holl diegez, rag da welet em euz reiz dirazon er rummad-man.

2 Kemer a ri ganit euz an holl loened c’hlan seiz koublad a bep rumm, ar par hag e barez, hag euz al loened n’int ket glan, daou, ar par hag e barez.

3 Kemer a ri ivez euz laboused an envou seiz koublad, par ha parez, evit mirout o gouen war-c’horre an douar holl.

4 rag a-ben seiz deiz, e lakain ar glav da gouezan var an douar e-pad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez, hag e lamin diwar-c’horre an douar an holl draou beo am euz groet.

5 Noe a reaz kement hen doa gourc’hemennet an Aotrou dezhan.

6 Noe a oa oadet a c’hwec’h kant vloaz pa voe al linvadenn-veur ha ma teuaz an doureier var an douar.

7 Noe a yeaz e-barz an arc’h gant e vibien, e wreg ha gwragez e vibien, abalamour da zoureier al linvaden.

8 Loened c’hlan ha loened n’int ket glan, laboused hag euz kement a ruz var an douar,

9 daou-ha-daou, par ha parez, a yeaz etrezek Noe en arc’h, evel m’en doa gourc’hemennet Doue da Noe.

10 Hag e c’hoarvezaz, a-ben ar seiz devez, ma voe doureier al linvaden var an douar.

11 Er bloavez c’hwec’h kant euz buez Noe, en eilvet miz, er seitekvet deiz euz ar miz, en deiz-se, mamennou an donder braz a strinkaz ha stouvellou an envou a zigoraz.

12 Ar glav a gouezaz var an douar e-pad daou-ugent devez ha daou-ugent nozvez.

13 En hevelep deiz-man, Noe, Sem, Cham ha Jafed, mibien Noe, gwreg Noe ha teir gwreg e vibien ganto, a yeaz e-barz an arc’h,

14 int, hag an holl loened hervez o rumm, an holl chatal hervez e rumm, an holl stlejviled a ruz var an douar hervez o rumm, an holl laboused hervez o rumm, pep labous bihan, kement en deus divaskell.

15 Mont a rejont eta etrezek Noe e-barz an arc’h, daou-ha-daou, euz kement kig hen doa c’hwezaden a vuez.

16 Ar re a zeuaz a oa par ha parez, a bep kig, evel m’en doa gourc’hemennet Doue dezhan. Hag an Aotrou a serraz an arc’h warnan.

17 Al linvaden a voe daou-ugent devez var an douar. An doureier a greskaz, a c’horrojont an arc’h, hag an arc’h a savaz a-us d’an douar.

18 An doureier a vrasaaz hag a greskaz kalz var an douar, hag an arc’h a neunvaz war-c’horre an doureier.

19 An doureier a vrasaaz meurbet var an douar, an holl veneziou uhel a zo dindan an envou a voe goloet.

20 An doureier a savaz pemzek ilinad dreist hei ; hag ar meneziou a voe goloet.

21 Ha pep kig pehini en em finve var an douar a varvaz, kenkoulz al laboused evel ar chatal, al loened hag an holl stlejviled a ruze var an douar, hag an holl dud.

22 Kement hen doa eur c’hwezaden a vuez en e zivfron ha kement a oa var an douar kalet a varvaz.

23 An holl draou beo a oa war-c’horre an douar a voe distrujet, adalek an dud betek al loened, betek ar stlejviled ha betek laboused an envou, hag e oent distrujet diwar-c’horre an douar. Ne vanaz nemet Noe hag ar pez a oa gantan en arc’h.

24 An doureier a oa braz var an douar e-pad kant hag hanter-kant devez.

8 Doue a zeuaz memor dezhan euz Noe hag euz an holl loened hag euz an holl chatal a oa gantan en arc’h. Doue a lakeaz da dremen eun avel var an douar hag an doureier a sioulaaz.

2 mamennou an donder ha stouvellou an envou en em stankaz, hag ar glav a voe dalc’het en envou.

3 An doureier en em dennaz diwar-c’horre an douar, en em den a rejont, an doureier a vihanaaz a-ben kant hag hanter-kant devez.

4 D’ar seizvet miz, d’ar seitekvet devez euz ar miz, an arc’h a ehanaz var Veneziou Ararad.

5 An doureier a yeaz en eur vihanaat betek an dekvet miz. D’an dekvet miz, d’ar c’hentan euz ar miz, pennou ar meneziou en em ziskouezaz.

6 A-ben daou-ugent devez, e c’hoarvezaz ma tigoraz Noe ar prenestr hen doa groet en arc’h.

7 Leuskel a reaz ar vran, a yeaz o vont hag o tont betek ma voe disec’het an doureier a-ziwar an douar.

8 Neuze e laoskaz ar goulm digantan, evit gwelet hag-en e oa bihanaet kalz an doureier diwar-c’horre an douar.

9 mes ar goulm ne gavaz ket eul leac’h da lakaat sol he zroad, hag e tistroaz d’he