Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/147

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AN NIVEROU, 23.

bihan pe vras. 19 Koulskoude, choumit aman, me ho ped, c’hwi ive en noz ma, ma anavezin ar pez a gendalc’ho an Aotrou da lavaret d’in. 20 Ha Doue a zeuas da gaout Balaam en noz, hag a lavaraz dezhan : Mar d’eo deuet an dud ze evit da c’hervel, sav-te, kea ganthei ; mes na ri nemert pez a lavarin d’id. 21 Balaam a savaz eta euz ar beure, a zibaz he azenez, hag a ieaz gant aotroune Moab.

22 Mes koler Doue en em danaz abalamour ma ez ea ; hag eun êl a beurz an Aotrou en em dalc’haz ebarz en hent, evit stourm outhan. Ha, piniet e oa var he azenez, hag he zaou vevel a oa ganthan. 23 Hag an azenez a welaz êl an Aotrou pehini en em dalc’he en hent, he gleze noaz en he zorn ; hag an azenez a zistroaz euz an hent hag a ieaz er parkeier, ha Balaam a skoe an azenez evit he digas en hent. 24 Mes êl an Aotrou en em dalc’haz en eur c’harent gwinien, pehini hen doa eur voger en eun tu all. 25 Hag an azenez a welaz êl an Aotrou, hag en em serraz a enep ar voger, hag a serraz euz ar voger troad Balaam, pehini a gendalc’he d’he skei. 26 Hag êl an Aotrou a ieaz pelloc’h, hag a choumas en he sa en eul leac’h henk, el leac’h ne oa ket a hent da zistrei nag a zeou nag a dleiz. 27 Hag an azenez a welaz êl an Aotrou, hag en em c’hourveaz dindan Balaam. Mes koler Balaam en em danaz, hag e skoaz an azenez gant eur vas. 28 Neuze an Aotrou a zigoraz genou an azenez, hag e lavaraz da Valaam : Petra em euz groet d’id, ma ec’h euz dija ma skoet teir gwech ? 29 Ha Balaam a respountaz d’an azenez : Groet ec’h euz goab ouzin. Perag n’em euz ket eur c’hleze em dorn ! me em bije dija da lazet. 30 Hag an azenez a lavaraz da Valaam: N’en d’oun ket da azenez, var behini ec’h euz piniet a baoe ma ez out bete hirie ? Ar c’hiz em euz da ober evel se ez kenver ? Hag e respountaz : Nan.

31 Neuze an Aotrou a zigoras daoulagad Balaam, hag e welaz êl an Aotrou pehini en en dalc’he en hent, he gleze noaz en he zorn ; hag en em izeleaz hag en em stouaz var he visach. 32 Hag êl an Aotrou a lavaraz dezhan : Perag ec’h euz-te skoet da azenez dija teir gweach ? Setu, ez 0un deuet evit herzel ouzit, rag heuil a rer eun hent fall diraz Oun. 33 Hag an azenez he doa ma gwelet, hag eo en em distroet diraz Oun teir gwech ; ha ma na vijee ket distroet a ziraz Oun, Me En bije da lazet hag he lezet en buez. 34 Neuze Bulaam a lavaraz da êl an Aotrou : Pec’het em euz ; rag na wien ket penaoz en Em dalc’hez a enep d’in en hent ; ha brema, mar displij kement se d’id, me a zistroio. 35 Hag êl an Aotrou a laras da Valaam : Kea gant an dud ze ; mes ne lavari nemet ar pez A lavarin d’id. Ha Balaam a ieaz gant aotroune Balak.

36 Pa glevaz Balak e teue Balaam, ez eaz araog dezhan, var zu kear Moab, pehini a zo var harz an Arnon, en penn an harz. 37 Ha Balak a lavaraz da Valaam : N’em euz ket kaset d’az kaout, evit da c’hervel ? Perag n’out ket deuet d’am c’haout ? Na hellan me ket da zigemer gant enor ? 38 Ha Balaam a responntaz da Valak : Setu, ez oun deuet d’az kaout ; mes hellout a rafen brema lavaret eun dra benak ? Me a lavaro ar pez a lakao Doue em genou.

39 Ha Balaam a ieaz gant Balak, hag e teujont da gear Hutsoth. Ha Balak a sakrifiaz ijened ha denved, hag a gasaz outhei da Valaam ha d’an aotroune pere a oa ganthan. Ha pa oe deuet ar beure, e kemeras Balaam, hag e lekeaz anezhan da biniat en leac’hioù huel Baal, hag ac’hane e welaz pennou pella ar bobl.

23 Ha Balaam a lavaraz da Valak : Sav d’in ama seiz aoter, ha kempen ennhei d’in seiz kolle ha seiz maout. 2 Ha Balak a reaz evel ma hen doa Balaam lavaret dezhan : ha Balak ha Balaam a ginnigas eur c’holle hag eur maout var bep aoter. 3 Neuze Balaam a lavaraz da Valak : En en dalc’h taost da sakrifis-losk, ha me a ielo kuit : marteze en em diskwezo an Aotrou d’in, hag e lavarin d’id ar pez Hen devezo diskwezet d’in. Hag hen a ieaz da eul leac’h dizolo. 4 Ha Doue a zeuas araog Balaam, ha Balaam a lavaraz dezhan : Savet em euz seiz aoter, hag em euz sakrifiet eur c’holle hag eun ijen var bep aoter. 5 Hag an Aotrou a lakeaz komzou en genou Balaam hag E lavaraz : Distro da gaout Balak, ha komz evelhen. 6 Distrei a reaz eta d’he gaout : ha setu, en em dalc’has taost d’he sakrifis, hen hag holl aotroune Moab.

7 Neuze Balaam a lavaraz ar c’homzoù skientuz ma evelhen :

139