Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/16

N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

20 Ha, Noe en em lakeaz da labourat an douar ha da blanta ar winien.

21 Hag ec’h veaz gwin, en em vezvaz, hag en em zizoloaz e-kreiz e delten.

22 Kam tad Kanaan, o vezan gwelet noazder e dad, a zeuaz er-meaz da gontan d’e zaou vreur.

23 mes Sem ha Jafed a gemeraz ar vantell, he lakeaz o-daou var o divskoaz hag, o vale dre a-drenv, e c’holojont noazder o zad. Evel ma oa o dremm distroet, ne weljont ket noazder o zad.

24 Pa voe Noe dihunet euz e win, oc’h anavezout ar pez hen doa groet dezhan e vab yaouanka,

25 e lavaraz : Ra vo milliget Kanaan ! Ra vo servijer servijerien e vreudeur !

26 Goude e lavaraz : Ra vo benniget an Aotrou, Doue Sem, ha ra vo Kanaan o servijer !

27 Ra vo kresket Jafed gant Doue, ra vo o chom e teltennou Sem ha ra vo Kanaan o servijer !

28 Noe a vevaz goude al linvaden tri c’hant hag hanter-kant vloaz.

29 An holl amzer ma vevaz Noe a voe eta nav c’hant hag hanter-kant vloaz, neuze e varvaz.


10 Setu ama lignez mibien Noe, Sem, Kam ha Jafed. Bet o deus mibien goude al linvadenn-veur.

2 Mibien Jafed a voe : Gomer, Magog, Madai, Javan, Tubal, Meshek ha Tiraz.

3 Mibien Gomer : Ashkenaz, Rifad ha Togarma.

4 Mibien Javan : Elisha, Tarsiz, Kitim ha Dodanim.

5 Ganto e oe poblet inizi ar broadou en o douarou, pep hini hervez e yez, hervez o ziegeziou, en o broadou.

6 Mibien Cham a voe : Kush, Mizraim, Pud ha Kanaan.

7 Mibien Kush : Saba, Havila, Sabta, Raema ha Sabteka. Mibien Raema : Seba ha Dedan.

8 Kush a voe tad da Nimrod, an hini a grogaz da vezan galloudek var an douar.

9 Bez’ e oe eur chaseour galloudek dirak an Aotrou, setu perak e lavarer : Evel Nimrod, chaseour galloudek dirak an Aotrou.

10 Derou e rouantelez a voe Babel, Erek, Akkad ha Kalne, e Bro Shinear.

11 euz ar vro-se ez eaz en Asiria hag e savaz Ninive, Reobod-Ir, Kalak

12 ha Rezen etre Ninive ha Kalak ; ar gêr vraz eo.

13 Mizraim a voe tad d’al Ludimed, d’an Anamimed, d’al Lehabimed, d’an Naftuhimed,

14 d’ar Batruzim, d’ar Gasluhim ma teuaz diouto ar Filistined, ha d’ar Gaftorim.

15 Kanaan a voe tad da Sidon e genta-ganet, da Hed,

16 d’ar Jebuziz, d’an Amoreaned, d’ar C’hirgazianed,

17 d’an Hevianed, d’an Arkianed, d’ar Sinianed,

18 d’an Arvadianed, d’ar Zemarianed, d’an Hamatianed. Goude, tiegeziou ar Gananeiz en em skignaz.

19 Harzou ar Gananeiz a voe adalek Sidon, o tont war-zu Gerar betek Gaza, o tont war-zu Sodom, Gomora, Adma ha Zeboim betek Lesha.

20 Ar re-se eo mibien Cham, hervez o ziegeziou, hervez o yezou, en o douarou, en o broadou.

21 Sem, breur da Jafed an hini henan, a voe tad da vibien ivez, da holl vibien Eber.

22 Mibien Sem a voe : Elam, Ashur, Arpaksad, Lud hag Aram.

23 Mibien Aram : Uz, Hul, Geter ha Mash.

24 Arpaksad a voe tad da Shelak, Shelak a voe tad da Eber.

25 Eber a voe tad da zaou vab : hano unan a oa Peleg rag en e amzer e oe lodennet an douar, hag hano e vreur a oa Joktan.

26 Joktan a voe tad da Almodad, Shelef, Hazarmaved, Jerak,

27 Hadoram, Uzal, Dikla,

28 Obal, Abimael, Seba,

29 Ofir, Havila ha Jobab. Ar re-se holl a voe mibien da Joktan.

30 O annez a voe adalek Mesha, o tont war-zu Sefar betek menez ar sav-heol.

31 Ar re-se eo mibien Sem, hervez o ziegeziou, hervez o yezou, en o douarou, en o broadou.

32 Ar re-se eo tiegeziou mibien Noe, hervez o rummadou, en o broadou. Diouto e oe deuet broadou an douar goude al linvadenn-veur.

11 An douar holl hen doa an hevelep yez hag an hevelep geriou.

2 mes c’hoarvezout a reaz penaos, o vezan aet euz tu ar sav-heol, e kavjont eur blaenen e bro Shinear hag e chomjont eno.

3 Lavarout a rejont an eil d’egile : Deuomp, greomp brikennou ha poazomp anezhei en tan. Ar brikennou a zalc’haz leac’h dezo a vein, ha ter-douar a bri-raz.

4 Hag e leverjont : Deuomp, savomp deomp eur gear hag eun tour a behini ar penn a vezo en envou, ha brudomp hon hano gant aon na