Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/18

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

heol. Hag e savaz eno eun aoter d’an Aotrou hag e c’halvaz hano an Aotrou. 9 Abram a yeaz war-zu ar c’hreisteiz o kerzout a leac’h da lec’h.

10 Bez’ e oe eun naonegez er vro hag Abram a ziskennaz en Ejipt da chom eno, rag an naonegez a oa braz er vro.

11 Evel ma oa o vont en Ejipt, e lavaraz da Sarai e wreg : Setu, gouzout a ran ez out eur wreg koant

12 hag e c’hoarvezo, p’o devo gwelet an Ejipsianed ac’hanout, ma lavarint : E wreg eo ! Hag e lazint ac’hanon, mes da lezel a raint da vevan.

13 Lavar, me az ped, penaos out va c’hoar, evit ma vin degemeret mad en abeg dit ha ma em bo va buez saveteet abalamour dit.

14 Adalek ma en em gavaz Abram en Ejipt, an Ejipsianed a welaz e oa ar wreg-se koant-meurbet.

15 Prinsed Faraon he gwelaz hag he meulaz dirak Faraon, hag ar wreg a voe degaset e ti Faraon.

16 Ober a reaz vat da Abram abalamour dezhi, hag en doe denved, ejened hag azened, mevelien ha mitizien, azenezed ha kanvaled.

17 mes an Aotrou a skoaz a c’houliou braz Faraon hag e diegez en abeg da Sarai gwreg Abram.

18 Neuze Faraon a c’halvaz Abram hag a lavaraz : Petra ac’h euz groet din ? Perak ne’c’h euz ket diskleriet din e oa da wreg ?

19 Perak ec’h euz lavaret : Va c’hoar eo, en doare ma em euz he c’hemeret evit gwreg ? brema, setu da wreg, kemer anezi ha kae kuit !

20 Ha Faraon a roaz urz d’e dud d’o ren kuit, en, e wreg ha kement a oa dezhan.

13 Abram a bignaz euz an Ejipt etrezek ar c’hreisteiz, en, e wreg, kement a oa dezhan ha Lot gantan.

2 Abram a oa gwall binvidik e tropellou, en arc’hant hag en aour.

3 Neuze e tistroaz dre lec’hiou euz ar c’hreisteiz betek Betel, betek al leac’h ma oa bet e delten da genta etre Betel hag Ai,

4 el leac’h ma oa an aoter hen doa groet diagent. Hag Abram a c’halvaz eno hano an Aotrou.

5 Lot a gerze gant Abram. En ivez hen doa denved, ejened ha teltennou.

6 Ar vro ne oa ket braz a-walc’h evit ma chomjent asambles, rag o madou a oa ken stank ma ne c’helljont ket chom asambles.

7 eun tabut a savaz etre mesaerien tropellou Abram ha mesaerien tropellou Lot. Ar Gananeiz hag ar Ferezianed a oa neuze o chom er vro.

8 Abram a lavaraz da Lot : Ra ne vo ket, me az ped, tabut etre me ha te, nag etre va mesaerien ha da vesaerien, rag ni a zo breudeur.

9 Ha n’eman ket dirazout an holl vro ? Pella eta diouzin : mar kemerez a-gleiz, mont a rin a-zehou, ha mar kemerez a-zehou, mont a rin a-gleiz.

10 Lot, o sevel e zaoulagad, a welaz holl blaenen ar Jordan a oa douret penn-da-ben. A-raok ma tistrujaz an Aotrou Sodom ha Gomora, o vont etrezek Zoar e oa evel liorz an Aotrou, evel bro Ejipt.

11 Lot a zibabaz evitan holl blaenen ar Jordan hag ez eaz ouz kostez ar sav-heol. Hag e pellaaz an eil digant egile.

12 Abram a chomaz e bro Ganaan. Lot a chomaz e kêriou ar blaenen hag a fichaz e deltennou betek Sodom.

13 Tud Sodom a oa fall ha pec’herien braz dirak an Aotrou.

14 An Aotrou a lavaraz da Abram goude ma oa pellaet Lot diouthan : Sav eta da zaoulagad ha sell diouz al leac’h emaout ennhan etrezek an hanternoz, ar c’hreisteiz, ar sav-heol hag ar c’huz-heol,

15 rag an holl vro a welez a roin dit ha da’z lignez da viken.

16 Ober a rin ma vo da lignez evel poultr an douar ; mar gell unan bennak kontan poultren an douar, da lignez ivez a vezo kontet.

17 Sav, kerz dre ar vro a-hed hag a-led, rag he rein a rin dit.

18 Neuze Abram a zougaz e deltennou hag a zeuaz da chom e dervennou Mamre, a zo en Hebron. Hag e savaz eno eun aoter d’an Aotrou.

14 En amzer Amrafel roue Shinear, Arjok roue Ellazar, Kedorlaomer roue Elam, ha Tideal roue Goim,

2 e c’hoarvezaz ma rejont brezel enep Bera roue Sodom, Birsha roue Gomora, Shineab roue Adma, Shemeber roue Zeboim, ha roue Bela, a zo Zoar.

3 Ar re-man holl en em zastumaz e traonien Sidim, a zo Mor an Holen.

4 E-pad daouzek vloaz e sentjont ouz Kedorlaomer, mes d’an trizekvet bloaz en em savjont.

5 Hag er pevarzekvet bloaz, Kedorlaomer hag ar rouaned pere a oa gan-