Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/19

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

than, a zeuaz hag a bilaz ar Refaimed en Ashterod-Karnaim, ar Zuzimed en Ham, an Emimed e plenen Kirjathaïm, 6 hag an Horianed en menez Seir beteg El-Paran pehini a zo tost d’al leac’h distro. 7 Neuze, o tistrein, e teujont da En-Mishpad, a zo Kadesh, hag e piljont holl vro an Amalekited, hag ivez an Amoreaned a oa o chom en Hazazon-Tamar.

8 Neuze, roue Sodom, roue Gomora, roue Adma, roue Zeboim, ha roue Bela a zo Zoar, a yeaz hag en em renkjont e linen a-enep dezo e traonien Sidim,

9 a-enep Kedorlaomer roue Elam, Tideal roue Goim, Amrafel roue Shinear, hag Arjok roue Ellazar : pevar roue a-enep pemp.

10 Bez’ e oa e traonien Sidim kalz a bunsou a der-douar. Roue Sodom hag hini Gomora a dec’haz hag a gouezaz enno ; ar re all a dec’haz d’ar menez.

11 Neuze e kemerjont holl binvidigeziou Sodom ha Gomora hag o holl vevans, hag ez ejont kuit.

12 Kemer a rejont Lot mab breur Abram a oa o chom e Sodom gant e vadou, hag ez ejont kuit.

13 eun tec’her a zeuaz da lavarout da Abram an Hebread. En a oa o chom e dervennou Mamre, an Amorean breur Eshkol ha breur Aner, ar re o doa eun emglev gant Abram.

14 Pa glevaz Abram e oa prizoniad e vreur, ec’h armaz tri c’hant triwec’h euz e dud leal, ganet en e di, hag ez eaz war-lerc’h ar rouaned-se betek Dan.

15 Neuze, o vezan lodennet e dud, en em daolaz warno en noz, en hag e servijerien, hag e pilaz anezhei. Mont a reaz var o lerc’h betek Hoba, a zo a-gleiz da Zamask.

16 Degaz a reaz gantan an holl binvidigeziou. Degaz a reaz ivez gantan Lot e vreur, e vadou hag e wragez ivez, hag ar bobl.

17 Roue Sodom a zeuaz a-raok dezhan pa zistroaz goude beza trec’het Kedorlaomer hag ar rouaned a oa gantan e traonien Shave, a zo traonien ar Roue.

18 Melkizedek (= roue ar Reizder), roue Salem, a zegasaz bara ha gwin. Heman a oa aberzour an Doue Uhel-Meurbet.

19 Bennigan a reaz Abram hag e lavaraz : Benniget ra vo Abram gant an Doue Uhel-Meurbet, perc’hen an env hag an douar !

20 Benniget ra vo an Doue Uhel-Meurbet en deus lakaet da enebourien etre da zaouarn ! Hag Abram a roaz dezhan an deog euz pep tra.

21 Roue Sodom a lavaraz da Abram : Ro din an dud ha kemer ar pinvidigeziou evidout.

22 Abram a lavaraz da roue Sodom : Sevel a ran va dorn etrezek an Aotrou Doue Uhel-Meurbet, perc’hen an env hag an douar,

23 penaos ne gemerin ket zoken eun neuden pe eur gorreen votou, netra hag a zo dit, en doare na lavari ket : Me am euz pinvidikaet Abram. Netra evidon !

24 Nemet ar pez o deus debret an dud yaouank ha lod an dud a zo deuet ganin, Aner, Eshkol ha Mamre : ar re-se a gemero o lod. 15 Goude kement-se, ger an Aotrou a voe diskleriet da Abram en eur weledigez, o lavarout : Na’z pez ket aon, Abram, me eo da skoed, ha da c’hopr a vezo bras-meurbet.

2 Abram a respontaz : Aotrou Doue, petra a roi din ? Me a ya hep bugale, hag an hini a vezo va zi dezhan eo Eliezer a Zamask.

3 Hag Abram a lavaraz : Setu ne’c’h euz ket roet din a lignez, setu perak an hini ganet em zi a vezo va heritour.

4 Setu, ger an Aotrou a voe diskleriet dezhan, o lavarout : Heman ne vo ket da heritour, mes an hini a zeuio euz da lounezi a vezo da heritour.

5 Neuze e kasaz anezhan er-meaz hag e lavaraz : Sell etrezek an env ha kont ar stered, mar gellez o c’hontan. Hag e lavaraz : Evel-se e vo da lignez.

6 Abram a gredaz an Aotrou, hag en a gontaz kement-se dezhan da reizder.

7 Lavarout a reaz : Me eo an Aotrou, an hini en deus da lakaet da vont kuit euz eur ar Galdeiz, evit rein dit ar vro-man ha ma vo dit.

8 Lavarout a reaz : Aotrou Doue, dre benaos ec’h anavezin e vo din ?

9 Respont a reaz dezhan : Kemer eun annoar tri bloaz, eur c’havr tri bloaz, eur maout tri bloaz, eun durzunell hag eur goulmig.

10 Kemer a reaz an holl draou-se, o daouhanteraz, hag e lakeaz pep hanter dirak egile, mes ne zaouhanteraz ket al lapoused.

11 Ha lapouseda breiz a zeuaz var al loened maro ze ; mes Abram o c’hasaz kwit. 12 hag evel ma’z ae an heol da guzet, eur