Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/217

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 1.

doujit an Aotrou, ha servichit anezhan gant eeünder ha lealded ; pellait an doueou hen deuz ho tadou servichet en tu all d’ar rivier hag en Ejipt, ha servichit an Aotrou. 15 Ma ne blij ket deoc’h servichi an Aotrou, choizit hirie piou a fell deoc’h servichi, pe an doueou a serviche ho tadou en tu all d’ar rivier, pe doueou an Amoreaned, er vro en pehini e choumit ; mes evidoun me ha va zi, ni a zervicho an Aotrou. 16 Neuze ar bobl a respountaz, hag a lavaraz : Pell ouzomp ar sonj da zilezel an Aotrou evit servichi doueou all ! 17 Rag an Aotrou eo hon Doue ; Hen eo an Hini Hen deuz groet deomp piniat, ni hag hon zadou, euz a vro an Ejipt, euz a di an esklavach, ha pehini Hen deuz groet dirag hon daoulagad ar burzudou bras ze, hag Hen deuz hon diwallet en holl hent en pehini hon euz baleet, hag entouez an holl boblou dre greiz pere omp tremenet. 18 Hag an Aotrou Hen deuz kaset kwit araog deomp an holl boblou hag an Amoreaned pere a choume er vro. Ni ive, ni a zervicho an Aotrou ; rag hon Doue eo. 19 Ha Josue a lavaraz d’ar bobl : Na helfeet ket servicha an Aotrou, rag eun Doue zantel eo, eun Doue jalous eo ; na bardouno ket ho torredigezou hag ho pec’hejou ; 20 pa zilesfeet an Aotrou ha ma servichfeet doueou diaveziad, e tistroio hag e raio drouk deoc’h, hag e kuzumo ac’hanoc’h, goude beza groet vad deoc’h. 21 Neuze ar bobl a lavaraz da Josue : Nan ! rag ni a zervicho an Aotrou. 22 Josue a lavaraz eta d’ar bobl : Testou oc’h a enep deoc’h oc’h unan, penaoz oc’h euz choazet oc’h unan an Aotrou evit e zervicha. Hag int a respountaz : Testou omp a gement se. 23 Brema eta, lamit an doueou diaveziad a zo en ho touez, ha troit ho kalounou var zu an Aotrou, Doue Israel. 24 Hag ar bobl a respountaz da Josue : Ni a zervicho an Aotrou hon Doue, hag a zento euz ho vouez. 25 Josue a reaz eta konvenans gant ar bobl en deiz ze, hag e roaz dezhan lezennou hag urzou en Sichem.

26 Neuze Josue a skrivaz ar giriou ma en levr lezen Doue. Kemer a reaz ive eur mean bras, hag e lakeaz anezhan eno, dindan an derven pehini a oa en santuar an Aotrou. 27 Ha Josue a lavaraz d’an holl bobl : Setu, ar mean ma a vezo en testeni a enep deomp ; rag klevet hen deuz an holl gomzou Hen deuz an Aotrou lavaret deomp ; hag e vezo en testeni a enep deoc’h, abalamour ma ne nac’hfet ket ho Toue. 28 Ha Josue a gasaz kwit ar bobl, pep hini en he heritach.

29 Hag e c’hoarvezaz, goude an traou ma, ma varvaz Josue, mab Nun, servicher an Aotrou, oajet a gant dek vloaz ; 30 hag e oe beziet en douar he heritach, en Thimnath-Serak, pehini a zo en menez Efraim, en hanter-noz euz menez Gaash. 31 Hag Israel a zervichaz an Aotrou enpad holl amzer Josue hag enpad holl amzer ar re ansien a choumaz beo varlerc’h Josue, ha pere a anaveze an holl oberiou Hen doa an Aotrou groet da Israel. 32 Beziet e oe ive, en Sichem, eskern Josef, pere o doa bugale Israel digaset euz an Ejipt da Sichem, en loden bark hen doa Jakob prenet evit kant pez arc’h ant digant bugale Hemor, tad Sichem ; ha bugale Josef o doe anezhei en ho heritach. 33 Eleazar, mab Aaron, a varvaz ive, hag e oe beziet en Gibeath-Fine, pehini a oa bet roet d’he vab, Fine, en menez Efraim.


————


LEVR AR VARNERIEN.


1 GOUDE maro Josue, bugale Israel a c’houlennaz ali an Aotrou, hag a lavaraz : Pehini ac’hanomp a binio ar c’henta a enep ar Gananeed evit an emgan ? 2 Hag an Aotrou a respountaz : Juda a binio di ; setu, Em euz lekeat ar vro entre he zaouarn. 3 Ha Juda a lavaraz da Simeon, he vreur : Pin ganen em loden, ha ni en em ganno euz ar Gananeed ; ha me a ielo ganez ive ebarz da loden. Evel se Simeon a ieaz ganthan. 4 Juda a biniaz eta, hag an Aotrou a lekeaz ar Gananeed hag

209