Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/218

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 1.

ar Ferezied entre ho daouarn, hag e kanjont dek mil den en Bezek. 5 Hag, o veza kavet Adoni-Bezek en Bezek, ec’h atakjont anezhan, hag e piljont ar Gananeed hag ar Ferezied.

6 Koulskoude Adoni-Bezek a dec’haz ; mes redek a rejont var he lerc’h, kregi a rejont ennhan, hag e troc’hjont dezhan meudou e zaouarn hag he dreid. 7 Neuze Adoni-Bezek a lavaraz : Dek ha tri-ugent roue, a bere meudou an daouarn hag an treid a zo bet troc’het, a zastume dindan va zaol ar pez a gweze. Ar pez em euz groet d’ar re all, Doue Hen deuz he rentet d’in. Hag o veza bet digaset da Jerusalem, e varvaz eno.

8 Ha, bugale Juda a atakaz Jerusalem, hag a gemeraz anezhi ; hag o veza skoet anezhi gant laonien ar c’hleze, e lekejont an tân en kear. 9 Goude bugale Juda a zeuaz evit en em ganna euz ar Gananeed pere a choume er menez, hag er c’hreisteiz, hag er blenen. 10 Juda a valee a enep ar Gananeed pere a choume en Hebron (hag, hano Hebron a oa diagent Kirjath-Arba), hag he pilaz Sheshai, Ahiman ha Talmai ; 11 hag ac’hane e valeaz a enep tud Debir, a behini an hano a oa diagent Kirjath-Sefer.

12 Ha Kaleb a lavaraz : Piou a bilo Kirjath-Sefer hag e c’hemero, me a roio dezhan va merc’h Aksa da vreg. 13 Neuze Othniel, mab Kenaz, breur iaouanka Kaleb, e c’hemeraz ; ha Kaleb a roaz dezhan da vreg Aksa he verc’h. 14 Hag evel ma teue d’he di, hen a aliaz anezhi da c’houlen eur park digant he zad ; hag en em dolaz a zivar hec’h azen, ha Kaleb a lavaraz dezhi : Petra ec’h euz ? 15 Hag hi a lavaraz : Ro d’in eun donezon ; pa he c’heuz roet d’in eun douar er c’hreisteiz, ro di brema ive mammennou doureier. Ha Kaleb a roaz dezhi ar mammennou huel hag ar mammennou izel.

16 Ha, bugale Kenien, tad-kaer Moizez, a biniaz euz kear ar palmez, gant bugale Juda, en distro Juda, pehini a zo er c’hreisteiz euz Arad : hag ez ejont, hag e chomjont gant ar bobl.

17 Goude Juda a ieaz gant Simeon he vreur, hag e piljont ar Gananeed pere a choume en Tsefath, hag e westljont al leac’h ze d’an distruj, hag e oe galvet ar gear, Horma. 18 Juda a gemeraz ive Gaza gant he douar, Askalon gant he douar, hag Ekron gant he douar. 19 Hag an Aotrou a oe gant Juda ; hag e kemerjont dalc’h er menez ; mes ne ziberc’henjont ket tud an draonien, abalamour ma ho doa kirri houarn. 20 Hag, evel ma hen doa Moizez lavaret, roet e vezo Hebron da Galeb, pehini a ziberc’henno tri mab Anak.

21 Ha bugale Benjamin, na ziberc’henjont ket ar Jebuzied, pese a choume en Jerusalem ; evel se ar Jebuzied ho deuz choumet gant bugale Benjamin, en Jerusalen, bete hirie.

22 Ti Josef a biniaz ive a enep Bethel, hag an Aotrou a oe ganthei. 23 Ti Josef eta a reaz furchal Bethel, a behini an hano a oa diagent Luz ; 24 hag ar spierien a welaz eun den, pehini a zeue er meaz a gear, hag he lavarjont dezhan : Diskwez deomp, ni az ped, dre belec’h heller mont en kear, ha ni a raio gras d’id. 25 Hag hen a ziskwezaz dezhei dre belec’h heller mont en kear, hag e tremenjont anezhi dre laonien ar c’hleze ; mes lezel a rejont an den ze da vont kwit hag he holl famil. 26 Goude, an den ze a ieaz da vro an Hethied ; sevel a reaz eur gear eno, hag he c’hanvaz anezhi Luz, hano pehini he deuz douget bete hirie.

27 Manasse na ziberc’hennaz ket tud Beth-Shean nag he c’heariou, na tud Thaanak nag he c’heariou, na tud Dor nag he c’heariou, na tud Jibleam nag he c’heariou, na tud Meguiddo nag he c’heariou ; evel se ar Gananeed a gendalc’haz da choum er vro ze. 28 Koulskoude, pa oe deuet Israel nerzuzoc’h, e lekeaz ar Gananeed da bea dezhan ar gwiriou ; mes n’he gasaz ket anezhan kwit holl.

29 Efraim na ziberc’hennaz ket ken nebeut ar Gananeed pere a choum en Guezer ; mes ar Gananeed a choumaz ganthan en Guezer.

30 Zabulon na ziberc’hennaz ket tud Kitron, na tud Nahalol ; hag ar Gananeed a choumaz ganthan, mes pea a rejont dezhan gwiriou. 31 Asser na ziberc’hennaz ket tud Akko, na tud Sidon, nag Aklab, nag Akzib, nag Helba, nag Afik, nag Rehob ; 32 med re Asser a choumaz entouez ar Gananeed, tud ar vro ; rag na ziberc’henjont ket anezhei.

33 Neftali na ziberc’hennaz ket tud Beth-Shemesh, na tud Beth-Anath ; mes choum a reaz entouez ar Gananeed, tud ar vro ; ha tud Beth-Shemesh ha Betn-Anath a beaz dezhei ar gwiriou.

34 Hag an Amoreed a zerraz er

210