Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/219

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 2, 3.

menez bugale Dan, ha ne lezent ket anezhei da zisken en draonien. 35 Hag an Amoreed ze a gendalc’haz da choum en menez Heres, en Ajalon, hag en Shaalbim ; mes dorn ti Josef a bouezaz varnezhei, hag e oent lekeat da bea ar gwiriou. 36 Ha, douar an Amoreed en em astenne adaleg menez Akrabbim, adaleg Sela, ha dreist.


2 Hag, êl an Aotrou a biniaz euz Gigall da Vokim, hag he lavaraz : Ho lakaet em euz da biniat er meaz euz an Ejipt, hag Em euz ho tigaset d’ar vro Em boa touet d’ho tadou rei deoc’h. Hag Em euz lavaret Na dorrin biken ar gonvenans Em euz groet ganeoc’h, 2 ha c’hwi, na refeet ket a gonvenans gant tud ar vro ma, ha diskar a refeet ho aoteriou. Mes n’hoc’h euz ket sentet euz va mouez. Perag ho c’heuz-hu groet kement se ? 3 Lavaret Em euz ive : N’ho c’hassin ket kwit a zirazoc’h ; mes en ho kichen e vefont, hag ho doueou a vezo eur pech deoc’h. 4 Ha kerkent ma hen doa êl an Aotrou lavaret ar c’homzou ze da holl vugale Israel, ar bobl a zavaz he vouez hag a welaz. 5 Hag he c’halvjont al leac’h ze Bokim, hag he sakrifijont eno d’an Aotrou.

6 Ha, Josue o veza kaset kwit ar bobl, bugale Israel a ieaz pep hini anezhei en he heritach evit kemer dalc’h euz ar vro. 7 Hag ar bobl a servichaz an Aotrou en pad an holl amzer Josue, hag enpad holl amzer ar re ansien a vevaz varlerc’h Josue ha pere ho doa gwelet an oberiou bras Hen doa an Aotrou groet evit Israel. 8 Goude Josue, mab Nun, servicher an Aotrou, a varvaz, oajet a gant dek vloaz, 9 hag e oe sebeliet en douar he heritach, en Thimnath-Heres, var menez Efraim, en hanter-noz euz a venez Gaash.

10 Hag an holl rumach ze a oe dastumet da gaout ho zadou ; hag he goude e savaz eur rumach all pere n’he anavezent ket an Aotrou, nag an oberiou Hen don greet evit Israel.

11 Bugale Israel a reaz neuze ar pez a zisplijaz d’an Aotrou, hag e servichont ar Baalim. 12 Hag he tilezjont an Aotrou, Doue ho zadou, Pehini Hen doa ho lakeat da zont er meaz euz an Ejipt ; mont a rejont varlerc’h doueou all, a douez doueou ar boblou pere a on en dro dezhei, hag en em stoujont dirazhei ; evel se e fulorjont an Aotrou. 13 Dilezel a rejont eta an Aotrou, hag e servichont Baal hag an Ashtharoth. 14 Ha koler an Aotrou en em savaz a enep Israel, hag Hen a livraz anezhei entre daouarn tud pere ho diwiskaz ; hag ho gwerzaz d’ho enebourien trozro, ha n’he heljont ken derc’hel dirag ho enebourien. 15 Dre holl el leac’h ma ez eent, dorn an Aotrou a vije a enep dezhei en drouk, evel ma Hen doa an Aotrou he lavaret hag evel ma Hen doa an Aotrou he douet dezhei. Evel se oent en eun dristidigez vras.

16 Koulskoude an Aotrou a save dezhei barnerien, pere ho lame euz dorn ar re a waske anezhei. 17 Mes na zelaouent ket zoken ho barnerien, hag en em c’hastaoujont da zoueou all ; plega a rejont dirazhei, hag en em distrojont buhan euz an bent en pehini hen doa ho zadou baleet, o senti euz gourc’hemennou an Aotrou ; int na rejont ket evel se.

18 Ha, pa save an Aotrou barnerien dezhei, an Aotrou a vije gant ar barner, hag ho lame a zaouarn ho enebourien, enpad holl vuez ar barner ; rag an Aotrou Hen dije keuz, abalamour d’ar c’hlemmou pere a loskent dirag ar re pere ho gwaske hag ho mac’he. 19 Goude, pa varve ar barner, en em roent a nevez d’ar fall muoc’h evit ho zadou, o vont varlerc’h doueou all, evit ho zervicha ha plega dirazhei ; na vihanae tam ho oberiou, nag ho monedigez pennek. 20 Abalamour da ze koler an Aotrou en em savaz a enep Israel, hag E lavaraz : Pa he deuz ar bobl ma torret ma c’honvenans pehini Em boa roet d’he zadou, ha ma n’ho deuz ket sentet euz va mouez, 21 na ziberc’hennin ken dirazhei pobl ebet euz ar re a lezaz Josue pa varvaz ; 22 abalamour da eprouvi Israel dreizhei, evit gwelet hag int a viro, pe nan, hent an Aotrou evit bale ennhan, evel ma ho deuz ho zadou he viret. 23 Hag an Aotrou a lezaz ar boblou ze, hep en em hasta d’ho diberc’henni, rag n’Hen doa ket lakeat anezhei entre daouarn Josue.


3 Ar re ma eo ar boblou a lezaz an Aotrou evit eprouvi drezhei Israel, da c’houzout eo ar re holl pere n’ho doa ket anavezet brezel Kanaan ; 2 abalamour da rumachou bugale Israel da anaout ha da ziski petra eo ar brezel ; da vihana ar re n’ho doa anavezet netra a ze diagent . 3 Ar boblou ze a oa pemp prins ar Filistined, hag an holl Gananeed, ar Sidonied

211