Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/220

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 4.

hag an Hevied, pere a choum en menez Liban, adaleg menez Baal-Hermon, bete digor Hamath. 4 Ar boblou ze a zervichaz da eprouvi Israel, evit gwelet hag hen a zentche euz ar gourc’hemennou Hen deuz an Aotrou roet dre Voizez d’ho zadou. 5 Evel se bugale Israel a choumaz entouez ar Gananeed, an Hetheed, an Amoreed, ar Ferezied, an Hevied hag ar Jebuzied ; 6 hag e kemerjont ho merc’hed evit ho gragez, hag e rojont ho merc’hed ho unan d’ho mibien, hag e servichont ho doueou. 7 Bugale Israel a reaz ar pez a zo fall dirag an Aotrou ; ankouez a rejont an Aotrou, ho Doue, hag ec’h adorjont ar Baalim ha skeuden Ashera.

8 Dre ze koler an Aotrou en em savaz a enep Israel, hag E lakeaz anezhei entre daouarn Kushan-Rishathaim, roue ar Mesopotami. Ha bugale Israel a oe esklaved Kushan-Rishathaim enpad eiz vloaz. 9 Neuze bugale Israel a griaz d’an Aotrou, hag an Aotrou a savaz dezhei eur zalver pehini ho delivraz, Othniel, mab Kenaz, breur iaouanka Kaleb. 10 Spered an Aotrou a oe varnezhan, hag e varnaz Israel, hag ez eaz d’ar brezel. An Aotrou a lekeaz Kushan-Rishathaim, roue Aram, entre he zaouarn, hag he zorn a oe gallouduz a enep Kushan-Rishathaim. 11 Hag ar vro a oe en peoc’h enpad daou-ugent vloaz. Hag Othniel, mab Kenaz, a varvaz.

12 Neuze bugale Israel a reaz c’hoaz ar pez a zo fall dirag an Aotrou hag an Aotrou a nerzaz Eglon roue Moab, a enep Israel, abalamour ma hen doa groet ar pez a zo fall dirag an Aotrou. 13 Eglon a zastumaz eta d’he gaout an Ammonited hag an Amalesited ; hag ez eaz hag e kannaz Israel ; hag e kemeraz keariou ar Palmez. 14 Ha bugale Israel a oe enpad triwac’h vloaz dindan Eglon, roue Moab.

15 Neuze bugale Israel a griaz d’an Aotrou, hag an Aotrou a zavaz dezhei eur zadver, Ehud, mab Guira, Benjamin, pehini a oa harzet euz he zom deou. Ha bugale Israel a gasaz drezhan eur prof da Eglon, roue Moab.

16 Hag, Ehud hen doa groet eur c’hleze a ziou dremm, hir euz a eun illinad, hag he guzaz dindan he zillad er c’hostez deou. 17 Hag e kinnigaz ar prof da Eglon, roue Moab ; hag Eglon a oa eun den gwal lard. 18 Ha pa hen doe achuet da ginnik ar prof, e kasaz kwit an dud ho doa digaset ar prof. 19 Neuze, e tistroaz euz ar mengleuziou tost da C’hilgal, hag e lavaraz : O roue ! beza em euz eun dra benag a guzet da lararet d’id. Hag e lavaraz dezhan : Tevel ! Hag ar re holl a oa en he gichen a ieaz kwit. 20 Neuze Ehud a zeuaz d’he gaout (hag, hen a oa azezet he unan er zal hanv) ; hag e lavaraz : Eur gir em euz a beurz Doue evidout. Neuze Eglon a savaz euz he drôn ; 21 hag Enud, oc’h asten he zorn kleiz, a dennaz ar c’hleze euz ar c’hostez deou, hag a voutaz anezhan en he gov ; 22 hag an dorn zoken a ieaz ebarz varlerc’h al laonien, hag al lard a adserraz varlerc’h al laonien ; rag ne adtennaz ket ar c’hleze euz he gov, dont a reaz er meaz dre adren. 23 Goude ze, Ehud a ieaz kwit dre ar porched, a zerraz varnezhan doriou ar gambr huel, hag a voutaz ar morail. 24 Pa oe eat kwit, ar zervicherien a zeuaz hag a zellaz, ha setu, doriou ar gambr huel a oa zerret gant ar morail ; hag e leverjont : Hep douet, ema gant he afferou en he gambr hanv. 25 Hag e c’hortozjont keit ken ho doa mez ; hag evel na zigorre ket doriou ar gampr, e kemerchont an alc’houez nag e tigorjont ; ha setu, ho aotrou a oa maro, astennet d’an douar.

26 Mes Ehud a dec’haz enpad ma argredent ; hag e tremenaz ar mengleuziou hag en em zavetaez en Seira. 27 Adaleg ma oe eru, e zounaz gant an drompil en meneziou Efraim, ha bugale Israel a ziskennaz ganthan euz ar menez ; hag en em lekeaz en ho fenn. 28 Hag e lavaraz dezhei : Heuliet ac’hanoun, rag an Aotrou Hen deuz lekeat entre ho taouarn ar Voabited hoc’h enebourien. Disken a rejont evel se var he lerc’h ; hag, o kemer gweion ar Jourdan dirag da Voab, na lezjont den da dremen. 29 Kanna a rejont eta en amzer ze vardao dek mil den euz a Voab, holl nerzuz, holl vaillant, hag hini anezhei na dec’haz. En amzer ze Moab a oa izeleet dindan dorn Israel. 30 Hag ar vro a oe en peoc’h enpad pevar-ugent vloaz.

31 Ha goude Ehud, e oe Shamgar, mab Anath. Laza a reaz c’hwec’h kant Filistin gant eur walen ijen, hag hen ive a zelivraz Israel.


4 Goude ma oe maro Ehud, bugale Israel a gendalc’haz da ober ar pez a zo fall dirag an Aotrou. 2 Dre ze an Aotrou ho lekeaz entre daouarn

212