Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/221

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 5.

Jabin, roue Kanaan, pehini a rene en Hatsor. Mestr he arme a oa Sisera, pehini a choume en Harosheth-Goim. 3 Neuze bugale Israel a griaz d’an Aotrou ; rag Jabin hen doa nao c’hant kar houarn, hag he vac’he gant kalz a nerz bugale Israel ugent vloaz a oa.

4 En amzer ze Debora, profedez, greg Lappidoth a varne Israel. 5 Hag ec’h azeze dindan eur balmezen euz Debora entre Rama ha Bethel, en menez Efraim, ha bugale Israel a binie d’he c’haout evit beza barnet.

6 Hag, hi a gasaz da gerc’hat Barak, mab Abinoam, euz Kedez, euz Neftali, hag e lavaraz dezhan : An Aotrou, Doue Israel, n’euz-Hen ket roet ar gourchemen ma : Kea, te var zu rnenez Thabor, ha kemer ganez dek mil den a vugale Neftali hag a vugale Zabulon ? 7 Me a denno d’az kaout, en dour red Kisson, Sisera, mestr arme Jabin, gant he girri hag an niver euz he dud, hag e lakain anezhei entre da zaouarn.

8 Ha Barak a lavaraz dezhi : Mar deuez ganen, me az aio ; mes ma na zeuez ket ganen, me n’ez in ket. 9 Hag hi a respountaz : Mont a rin, mont a rin ganez ; mes te n’az pezo ket a c’hloar en da gemeridigez ; rag an Aotrou a lakao Sisera entre daouarn eur plac’h. Debora a savaz eta, hag a ieaz gant Barak da Gedes. 10 Ha Barak a zastumaz Zabulon ha Neftali en Kedes ; dek mil den a valee var he lerc’h ; ha Debora a biniaz ganthan.

11 Hag Heber, ar C’henian, o veza lamet digant ar Genied, bugale Hobab, breur-kaer Moizez, hen doa savet he dantenno bete derven Tsaanaim, pehini a zo tost da Gedes.

12 Lavaret e oe eta da Sisera he oa piniet Barak, mab Abinoam, var menez Thabor. 13 Ha Sisera a zastumaz he holl girri, nao c’hant kar houarn, hag an holl bobl a oa ganthan, adaleg Harosheth-Goim bete dour red Kisson. 14 Ha Debora a lavaraz da Varak : Sav-te ; rag setu an deiz en pehini Hen deuz an Aotrou lakeat Sisera entre da zaouarn. An Aotrou ha na valefe Hen ket dirazout ? Ha Barak a ziskennaz euz menez Thabor, o kaout dek mil den var he lerc’h. 15 Hag an Aotrou a lakeaz en dizhent Sisera, hag he holl girri, hag he holl gân, hag e lekeaz ho zremen dre laonien ar c’hleze dirag Barak ; ha Sisera a ziskennaz euz he gar, hag a dec’haz var he droad. 16 Ha Barak a genredaz ar c’hirri hag ar c’hân bete Harosheth-Goim, hag holl gân Sisera a oe tremenet dre laonien ar c’hleze ; na vanaz ket unan anezhei.

17 Ha Sisera a redaz var droad var zu tanten Jael, greg Heber, ar C’henian ; rag beza e oa peoc’h entre Jabin, roue Hatsor, ha ti Heber, Kenian. 18 Ha Jael a ieaz araog Sisera, hag a lavaraz dezhan : Deuz ebarz va aotrou, deuz em zi ; n’az pez ket a aoun. Mont a reaz eta en he zanten, hag hi a guzaz anezhan dindan eur vantel. 19 Neuze e lavaraz dezhi : Da bedi a ran, ro d’in eur banne dour da eva, rag sec’hed em euz. Hag hi a zigoraz eun outren leaz, a roaz dezhan da eva, hag a c’holoaz anezhan. 20 Lavaret a reaz c’hoaz dezhi : En em dalc’h euz dor an danten, ha mar deuer da c’houlen ouzit, hag hen zo unan benag aman ? te a respounto : Nan. 21 Mes Jael, greg Heber, a gemeraz eun tach euz an danten ; hag, o kemer ar morzol en he dorn, e teuaz d’he gaout goustadik, hag he toulaz dezhan he ividik gant an tach ze, pehini a ieaz en douar. Kousket mad e oa, ha gwal skwiz ; hag e varvaz. 22 Ha setu, Barak a genrede Sisera, ha Jael a ieaz araog dezhan, hag a lavaraz dezhan : Deuz, ha me a ziskwezo d’id an den a gleskez. Ha Barak a ieaz en he zi, ha setu, Sisera a oa astennet maro, an tach en he ividik.

23 En deiz se, Doue a izeleaz evel se Jabin, roue Kanaan, dirag bugale Israel. 24 Ha dorn bugale Israel a bounerae muoc’h mui var Jabin, roue Kannan, bete ma ho doe distrujet Jabin, roue Kanaan.


5 En deiz se, Debora a ganaz ar ganaouen ma gant Barak, mab Abinoam, o lavarout :

2 Benniget an Aotrou euz ma hen deuz ar mestrou kemeret an urz en Israel,
Euz ma hen deuz ar bobl en em gaset a volonte vad d’ar brezel !
3 Rouane, selaouit ; prinsed, prestit ho skouarn !
Me eo, me eo pehini a gano d’an Aotrou ;
Pehini a veulo an Aotrou, Doue Israel.
4 O Aotrou, pa oaz eet a Seir,
Pa oaz eet araog en parkeier Edom,
An douar a grenaz, an env a deuzaz,

213