Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/222

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 5.

Hag ar goabrennou a deuzaz en doureier.
5 Ar meneziou a dec’has dirag an Aotrou,
Hag ar Sinai soken, dirag an Aotrou, Doue Israel !
6 En deiziou Shamgar, mab Anath,
En deiziou Jael, an henchou a oa dilezet,
Hag ar beajourien a iea dre an henchou distro ;
7 Ar mestrou a vanke en Israel,
Mankout a reent, bete ma oan savet, me Debora,
Bete ma oan savet evel eur vam en Israel.
8 Pa choaze Israel doueou nevez,
Rag tal e vije ar brezel en tal an doriou.
Na welet ken na diren na gwaf
En ti daou-ugent millierou Israel.
9 Ma c’haloun a zo da renerien Israel,
D’ar re euz ar bobl a oe a volonte vad.
Benniget an Aotrou,
10 C’hwi pere a bin var azenezed gwen,
Pere a zo azezet var dapisou,
Ha c’hwi pere a red an henchou ! Kanet !
11 Euz zon ar gwarek, entre ar mammennou a bere he tenner dour,
Ma vezo meulet eeünder an Aotrou ,
Eeünder he renerien en Israel.
Neuze pobl an Aotrou a ziskennaz da gichen an doriou.
12 Dihun-te, dihun-te, Debora !
Dihun-te, dihun-te, lavar eur ganaouen !
Sav-te, Barak ! ha digaz da esklaved, mab Abinoam !
13 Neuze, eun nemorant a bobl a c’hounesaz var ar re c’halloudek ;
An Aotrou am lekeaz da driomfi var ar re nerzuzoc’h.
14 A Efraim eo deuet tud Amalek.
Var da lerc’h Benjamin a valee entouez da boblou.
A Vakir eo deuet ar renerien ;
A Zabulon, ar re a zouge baz ar skrivanier.
15 Ha renerien Isakar a oe gant Debora ;
Hag Isakar a heuliaz B&rak,
Hag a oe kaset var he roujou en draonien.
Tost da waziou Ruben,
E oe bras ar stourmadegou er c’halounou !
16 Perag out-te choumet en kreiz da grevier,
Da glevet bleujadek da dropellou ?
En gwaziou Ruben,
Bras e oe stourmadegou ar c’halounou !
17 Galaad, en tu all d’ar Jourdan, a vannaz en he choumach.
Ha Dan, perag eo en em dalc’het var he vatimanchou ?
Asser a oa azezet en bord ar mor,
Hag hen deuz diskwizet en he borziou.
18 Zabulon a zo eur bobl pehini a ieaz a enep ar maro,
Kenkoulz ha Neftali,
Var huelded ar blenen.
19 Ar rouane a zeuaz, brezellia a rejont.
Brezellia a rejont, rouane Kanaan,
En Thaanak, en doureier Meguiddo.
Na zigasont ganthei na prei nag archant !
20 Euz an envou e vrezellier ;
Memeuz euz ho henchou ar stered a vrezel a enep Sisera.
21 Dour red Kisson ho zrein,
An dour red koz, dour red Kisson !
Va ine, a vac’h d’an treid ho nerz !
22 Neuze treid ar c’hezek a reaz ho c’hlevet,
Dre ar redaden, dre ar redaden vuhan euz ho brezellerien.
23 Milliget Meroz, a lavar êl an Aotrou ;
Milliget, milliget he zud !
Rag n’int ket deuet da zikour an Aotrou,
Da zikour an Aotrou, gant ar re vaillant !
24 Ra vezo benniget entouez ar gragez, Jael,
Greg Heber, ar C’henian !
Ma vezo benniget entouez ar gragez pere a choum en danten !
25 Sisera, a c’houlen dour, hi a ro leaz dezhan ;
Er c’halei a enor e kinnig koaven dezhan.
26 He dorn a grog en tach,
Hag he dorn deou en morzol an oberour.
Skei a ra Sisera, hag he faout dezhan he benn ;
Frika ha toulla a ra he ividik.
27 Plega a ra, kweza a ra d’he zreid, gourvez a ra.
Plega a ra, kweza a ra d’he zreid ;
Hag aze el lec’h ma pleg, e kwez friket.
28 Mam Sisera a zell dre ar prenestr, hag a gri,

214