Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/223

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 6.

A dreuz an dril :
Perag he tale he gar da eruout ?
Perag ez a he girri ken gorrek ?
29 Hag ar re fura euz he c’hragez a respountaz dezhi,
Hag hi ire a lavaraz ennhi he unan :
30 N’ho deuz int ket kavet a brei ? N'hen lodennont int ket ?
Eur verc’h, diou verc’h, dre benn pep brezellier ;
Ar prei a zillad a liou, evit Sisera !
Ar prei a zillad a liou broded !
Eur wiskamant a liou, diou wiskamant a liou broded,
Evit gouzouk ar goneer !
31 Ra berisfont evel se, O Aotrou, da holl enebourien !
Ha ma vezo ar re a gar ac’hanout evel an heol,
Pa en em diskwez en he nerz !

NEUZE ar vro a oe en diskwiz epad daou-ugent vloaz.


6 Ha, bugale Israel a reaz ar pez a zo fall dirag an Aotrou, hag an Aotrou ho lekeaz entre daouarn ar Vadianited enpad seiz vloaz. 2 Ha dorn ar Vadianited a oe gallouduz a enep Israel. Hag abalamour d’ar Vadianited, bugale Israel a reaz kaviou er meneziou, kavargnou ha kreou. 3 Pa hen dije Israel hadet, e c’hoarvezet penaoz e pinie ar Vadianited gant an Amalesited ha mibien euz ar savheol, hag e pinient a enep dezhan. 4 Ober a reent eur c’han en he enep ; hag e tistrujent eostou ar vro bete Gaza, ha na lezent ket a vevans en Israel, na denved, nag ijenned, nag ezen. 5 Rag piniat a reent, int hag ho zropellou, hag ho zantennou, evel eur vanden gileiein-raden ; hag int hag ho chamoed a oa diniveruz ; hag e teuent er vro evit he distruja. 6 Israel eta a oa gwal baoureet gant ar Vadianited, ha bugale Israel a griaz d’an Aotrou.

7 Neuze, bugale Israel o veza kriet d’an Aotrou divarbenn ar Vadianited, 8 an AOTROU a gasaz eur profed da gaout bugale Israel. Hag hen a lavaraz dezhei : Evelhen e komz an Aotrou, Doue Israel : Me Em euz ho lakeat da biniat er meaz euz an Ejipt, hag Em euz ho tennet euz a di an esklavach ; 9 ho lamet Em euz a zorn an Ejiptsianed, hag euz dorn ar re holl ho mac’he ; ho c’hasset Em euz kwit dirazoc’h ; 10 roet Em euz deoc’h ho bro, hag Em euz lavaret deoc’h : Me eo an Aotrou ho Toue, na zoujfet ket doueou an Amoreed, er vro en pehini e choumet. Mes n’hoc’h euz ket selaouet va mouez.

11 Goude êl an Aotrou a zeuaz, hag azezaz dindan derven Ofra, pehini a oa da Joas, an Abiezerit. Ha Gedeon, he vab, a zorne ar gwiniz er pressouar, evit he lemel digant ar Vadianited. 12 Hag êl an Aotrou en em diskwezaz dezhan, hag a lavaraz dezhan : Brezellier nerzuz, an Aotrou a zo ganez ! 13 Ha Gedeon a respountaz dezhan : Alas ! va aotrou, mar ema an Aotrou ganeomp, perag eta eo c’hoarvezet an holl draou ze ganeomp ? Ha pelec’h ema an holl vurzudou ze pere ho deuz hon zadou lavaret deomp, evelhen : An Aotrou ha n’Hen deuz ket hon lakeat da biniat euz an Ejipt ? Rag brema an Aotrou Hen deuz hon dilezet hag hon lakeat entre daouarn ar Vadianited. 14 Hag an Aotrou a droaz he fas entrezek ennhan hag a lavaraz dezhan : Kea gant an nerz se ec’h euz, ha lam Israel euz a zorn ar Vadianited. N’eo ket Me eo a gas ac’hanout ? 15 Hag hen a respountaz dezhan : Alaz, va aotrou, gant petra e lamin me Israel ? Setu, va millier eo ar paoura en Manasse ; ha me eo ar bihana en ti va zad. 16 Hag an Aotrou a lavaraz dezhan : Abalamour ma vez In ganez, te a bilo ar Vadianited evel eun den hepken.

17 Ha Gedeon a lavaraz dezhan : Mar em euz kavet gras dirag da zaoulagad, ro d’in eur zin eo Te eo a gomz ouzin. 18 Na bellaa ket ac’han, bete ma addeui d’az kaout, ha ma tigasin va c’hinnik, ha ma em bezo he lakeat dirazout. Hag hen a lavaraz dezhan : Me a choumo ken a zistroi. 19 Neuze Gedeon a ieaz en ti, hag a fichaz eur c’havrik leaz, hag e reaz gant eun efa bleud gwastellou hep goell. Lakaat a reaz ar c’hig en eur baner, hag ar zouben en eur pod, hag ho digasaz dindan an derven, hag ho c’hinnigaz dezhan. 20 Hag êl Doue a lavaraz dezhan : Kemer ar c’hig hag ar gwastellou hep goell, ha laka anezhei var ar roc’h ze, ha skul ar zouben. Hag e reaz evel se. 21 Neuze êl an Aotrou a astennaz penn ar vaz a oa en he zorn, hag a stokaz ar c’hig hag ar gwastellou hep goell : hag an tân a biniaz euz ar roc’h, hag a gusumaz ar c’hig hag ar gwastellou hep goell ; hag êl an Aotrou a ieaz

215