Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/224

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 7.

kwit a zirag he zaoulagad. 22 Ha Gredeon a welaz he oa êl an Aotrou, hag e lavaraz : Alaz, Aotrou, Aotrou ! rag gwelet em euz êl an Aotrou fas a fas… 23 Mes an Aotrou a lavaraz dezhan : Bez en peoc’h, na zouj ket, ne varvi ket. 24 Ha Gedeon a savaz eun aoter eno d’an Aotrou, hag a c’halvaz anezhi JEHOVAH-SHALOM. Beza e zo c’hoaz Abiezerited hirie en Ofra.

25 Hag, en noz ze zoken, an Aotrou a lavaraz dezhan : Kemer kolle iaouank da dad, hag eun eil kolle a seiz vloaz, ha freuz aoter Baal pehini a zo d’az tad, ha troc’h skeuden Ashera pehini a zo dreist-hi. Ha sav eun aoter d’an Aotrou da Zoue, var huelder al lec’h kre ze, en dro ; 26 kemer a ri an eil kolle, hag he kinnigi anezhan en sakrifis-losket, gant ar c’hoad ha skeuden Ashera pehini az pezo troc’het. 27 Ha Gedeon a gemeraz dek gwaz entouez he zervicherien hag a reaz evel ma Hen doa an Aotrou lavaret dezhan ; hag evel ma hen doa aoun rag ti he dad ha tud kear, e reaz en noz ha nan en deiz. 28 Hag euz ar beure tud kear a savaz abred, ha setu, aoter Baal a oa diskaret, ha skeuden Ashera, pehini a oa varnezhi, a oa troc’het, hag an eil kolle a oa kinniget en sakrifis-losket var an aoter pehini a oa savet. 29 Hag e lavarjont an eil d’egile : Piou hen deuz groet ze ? Hag e c’houlenjont hag e klaskjont, hag e oe lavaret : Gedeon, mab Joaz, eo hen deuz groet ze. 30 Tud kear a lavaraz da Joaz : Laka da vab da zont er meaz, ha ma varvo ; rag diskaret hen deuz aoter Baal, ha trochet skeuden Ashera pehini a oa varnezhi. 31 Ha Joaz a respountaz d’ar re holl a gomze outhan : Deoc’h-hu eo da gemer tu Baal ? Deoc’h-hu eo d’he zavetaat ? Piou benag a gemero tu Baal a vezo lakeat d’ar maro araog ma teui ar mintin. Mar d’eo doue, ra en em difenno he unan, pa eo diskaret he aoter. 32 Hag en deiz se, he oe hanvet Gedeon Jerubbaal, o lavarout : Ra en em difenno Baal outhan, pa hen deuz Gedeon diskaret he aoter.

33 Hag, an holl Vadianited, an Amalesited ha mibien ar savheol en em dastumaz ; tremen a rejont ar Jourdan, hag e kampjont en traonien Jizreel. 34 Ha Spered an Aotrou a wiskaz Gedeon ; son a reaz gant an drompil, hag an Abiezerited en em dastumaz evit heuil anezhan. 35 Kas a reaz ive kannaded dre holl boblad Manasse, pere en em zastumaz evit bale ganthan. Neuze e kasaz kannaded da Asser, da Zabulon ha da Neftali, pere a biniaz araog dezhan.

36 Ha Gedeon a lavaraz da Zoue : Mar fell D’id delivra Israel drez oun me, evel ma ec’h euz lavaret, 37 setu, me a ia da lakaat eur c’hroc’hen gloan var al leur ; mar bez ar c’hlizen var ar c’hroc’hen gloan hepken ha ma choum an douar sec’h trozro, me a anavezo E telivri Israel dre va dorn, evel ma Ec’h euz he lavaret d’in. 38 Ha kement se a c’hoarvezaz rag en deiz varlerc’h, e savaz abred, hag, o veza gwasket ar c’hroc’hen gloan, e teuaz anezhan eur c’haleiad dour glizen. 39 Gedeon a lavaraz c’hoaz da Zoue : Ra na elumo ket da goler a enep d’in, ha me na gomzin nemet er veach ma. Da bedi a ran, ma rin c’hoaz eun essa gant ar c’hroc’hen gloan, evit ar veach hepken ; ma choumo ar c’hroc’hen hepken sec’h, ha ma vezo ar c’hlizen var an douar holl. 40 Ha Doue a reaz evel se en noz se ; ar c’hroc’hen gloan a choumaz he unan sec’h, hag ar c’hlizen a oe var an douar holl.


7 Jerubbaal, pehini eo Gedeon, hag an holl bobl pehini a oa ganthan, o veza eta savet beure mad, a gampaz tost da feunteun Harod ; ha kan Madian a oa en hanter-noz, var zu krec’hien More, en draonien.

2 Hag, an Aotrou a lavaraz da Gedeon : Ar bobl pehini a zo ganez, a zo re niveruz evit ma lakafen Madian en da zaouarn ; Israel en em c’hlorifife a enep d’In, o lavarout : Ma dorn eo hen deuz va delivret. 3 Brema eta, embann kement ma dirag diouskouarn ar bobl, ha ma vezo lavaret : An hini a zo aonik hag hen deuz aon, ra zistroo ha ra bellao gant frankiz da venez Galaad. Ha daou vil varn-ugent a douez ar bobl a zistroaz di, hag e vanaz c’hoaz dek mil outhei.

4 Hag an Aotrou a lavaraz da Gedeon : Ar bobl a zo c’hoaz re niveruz : laka anezhan da zisken da gaout an dour, hag eno Me a eseo anezhan ; hag an hini a behini E lavarin d’id : Hema a ielo ganez, a ielo ; hag an hini a behini E lavarin d’id : Hema n’az aio ket, n’ez aio ket ganez.

5 Lakaat a reaz eta ar bobl da zisken da gaout an dour, hag an

216