Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/225

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 8.

Aotrou a lavaraz da Gedeon : Piou benag a lipo dour gant he deod, evel ma lip ar c’hi, a lakai a goste ; hag e lami anezhei digant ar re pere en em blego var ho daoulin evit eva. 6 Hag an niver euz ar re a lipe dour en ho daouarn, evit he gas d’ho genou, a oe tri c’hant den ; mes an nemorant euz ar bobl en em blegaz var he zaoulin evit eva dour. 7 Neuze an Aotrou a lavaraz da Gedeon : Me ho telivro gant an tri c’hant den ze, pere ho deuz lipet dour, hag he lakain Madian entre da zaouarn. Ra ez aio an holl bobl, pep hini d’he di. 8 Miret e oe bevans ar bobl hag he drompillou. Ha Gedeon a gasaz kwit holl dud Israel, pep hini d’he danten, mes derc’hel a reaz an tri c’hant den. Ha, kan Madian a oa izelloc’h evithan, en draonien.

9 Hag an Aotrou a lavaraz da Gedeon enpad an noz : Sav-te, disken er c’han, rag e lakeat Em euz entre da zaouarn. 10 Ha ma e c’heuz aoun o tisken da unan ennhan, disken ennhan gant Pura da zervicher, 11 hag e klevi ar pez a lavarfont, ha da zaouarn a vezo nerzet ; disken er c’han. Disken a reaz eta, gant Pura he zervicher, bete diarogou ar c’han. 12 Hag, ar Vadianited, an Amalesited hag holl vibien ar savheol a oa skuliet en draonien, niveruz evel kileien-raden, hag ho chamoed a oa hep niver, evel ar zabren pehini a zo en bord ar mor, kement e oa anezhei. 13 Ha Gedeon a eruaz ; ha setu eun den a gonte d’he gensort eun huvre, hag e lavare : Setu, em euz groet eun huvre ; seblantout a rea d’in penaoz eur wastel bara heiz a rulie en kan ar Vadianited, ha penaoz o veza deuet bete an danten, hag hen deuz skoet anezhi, en hevelep doare ma eo kwezet ; hag hen deuz he zistroet a du da zu, hag eo bet diskaret. 14 Neuze he gensort a respountaz hag a lavaraz : An huvre se n’eo netra ken nemet kleze Gedeon, mab Joas, den a Israel. Doue Hen deuz lakeat Madian hag ar c’han ma holl entre he zaouarn.

15 Ha pa hen doa Gedeon klevet an displeg euz an huvre ha petra oa, En em stouaz, e tistroaz da gan Israel, hag e lavaraz : Savit, rag an Aotrou Hen deuz lakeat kan Madian entre ho taouarn. 16 Neuze e lodennaz he dri c’hant den en teir banden, hag e roaz da bep hini anezhei trompillou, ha podou goullo, ha goulou en ho fodou ; 17 hag hen a lavaraz dezhei : Sellit ouzin, ha grit evel ma rin me ; pa vezin eru en penn ar c’han, groet evel ma rin me. 18 Ha pa zouni gant an drompil, me hag ar re holl a vezo ganen, c’hwi a zouno ive euz an drompil, endro d’ar c’han holl, hag e leverfet : Evit an Aotrou hag evit Gedeon !

19 Gedeon hag ar c’hant den pere a oa ganthan a zeuaz da benn ar c’han, er penn kenta euz ar c’henta beilladen euz an hanter-noz, evel ma teuet euz lakaat ar gwarded. Soun a rejont gant ho zrompillou hag e torjont ar podou a oa en ho daouarn. 20 Neuze an teir banden a zounaz gant an trompillou hag a doraz ar podou. Kemer a rejont ar goulou en ho dorn kleiz, hag en ho dorn deou an trompillou da zoun ; hag e krient : Kleze evit an Aotrou hag evit Gedeon ! 21 Hag en em dalc’hjont, pep hini en he blas, endro d’ar c’han ; hag ar c’han holl en em lekeaz da redek, da leuskel kriadennou, ha da dec’hel. 22 An tri c’hant a zounaz c’hoaz gant trompillou, ha dre ar c’han holl an Aotrou a droaz kleze pep hini a enep he gensort. Hag ar c’han a dec’haz bete Beth-Shitta, entrezek Tserera, bete bord Abel-Mehola var zu Tabbath. 23 Ha tud Israel, re Neftali, hag Asser, ha Manasse holl, en em zastumaz hag a genredaz ar Vadianited.

24 Neuze Gedeon a gasaz kannaded en holl venez Efraim, o lavarout : Diskennit da ziarogi Madian, hag en em gemerit euz a dremen an doureier, beteg Beth-Bara, hag ar Jourdan. Tud Efraim en em zastumaz eta, a gemeraz an doureier bete Beth-Bara, hag ar Jourdan. 25 Hag e kemerjont daou vestr euz ar Vadianited : Oreb ha Zeeb. Hag e lazjont Oreb en roc’h Oreb, hag e lazjont Zeeb en pressouar Zeeb. Goude e kenredjont ar Vadianited, hag e tigasjont pennou Oreb ha Zeeb da Gedeon, euz an tu all d’ar Jourdan.


8 Neuze tud Efraim a lavaraz da Gedeon : Perag hec’h euz-te groet an dra ma deomp, ma n’hec’h euz ket hon galvet, pa oaz eet d’ar brezel a enep ar Vadianited ? Hag e krosmollent anezhan gant violans. 2 Mes hen a respountaz : Petra em euz groet en henvelidigez ouzoc’h-hu ? Skraberez Efraim na delont int hi ket muoc’h evit rezin Abiezer ? 3 Doue Hen deuz lekeat en ho taouarn chefou ar Vadianited, Oreb ha Zeeb. Petra em euz gallet ober

217