Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/226

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 8.

en henvelidigez ouzoc’h ? Hag ho spered a oe ziouleet en he genver, pa hen doa lavaret ar gomz ze dezhei.

4 Ha Gedeon, o veza eruet er Jourdan, a dremenaz anezhi ; mes an tri c’hant den a oa ganthan a oa skwiz, ha koulskoude e kenredent an enebour. 5 Lavaret a reaz eta da dud Zukkoth : Roit, me ho ped, eur bara benag d’ar bobl am c’heul, rag skwiz int ; hag e kenredin Zebak ha Tsalmuna, rouane ar Vadianited. 6 Mes prinsed Sukkoth a respountaz : Derc’hel a rez-te dija en da zorn poniez Zebak ha Tsalmuna, evit ma profemp-ni bara d’az arme ? 7 Ha Gedeon a lavaraz : Ac’hanta ! pa Hen devezo an Aotrou lakeat Zebak ha Tsalmuna entre va daouarn, me a vrevo ho kig gant drein an distro ha gant askol. 8 Goude ac’hane ez eaz da Benuel, hag e komzaz en memeuz doare d’ar re Benuel. Ha tud Penuel a respountaz dezhan evel ma ho doa groet tud Sukkoth. 9 Lavaret a reaz ive da dud Penuel : Pa zistroin en peoc’h, me a ziskaro an tour ze.

10 Ha, Zebak ha Tsalmuna a oa en Karkor, hag ho arme ganthei, var-dro pemzek mil den, kement holl hag a vane euz arme leun mibien ar savheol ; rag beza e oa c’hwec’h-ugent mil den, o tenna ar c’hleze, pere a oa kwezet. 11 Ha Gedeon a biniaz dre hent ar re a choum dindan an tantennou, er savheol da Nobak ha da Jokbeha, hag a zizreaz an arme pehini en em grede el leac’h zur. 12 Hag evel ma tec’he Zebak ha Tsalmuna, e kenredaz anezhei ; kemer a reaz daou roue Madian, Zebak ha Tsalmuna, hag e lakeaz en dizhent ho holl arme.

13 Neuze Gedeon, mab Joaz, a zistroaz euz ar brezel, dre grec’hien Heres. 14 Hag e kemeraz eur paotr iaouank a Sukkoth, digant pehini e reaz goulennou, ha pehini a roaz dezhan dre skrid hanoiou prinsed Sukkoth hag he re ansien seitek den ha tri-ugent. 15 Goude e teuaz da gaout tud Sukkoth, hag e lavaraz : Setu Zebak ha Tsalmuna, divarben pere ho c’heuz va dismeganset, o lavarout : Derc’hel a res-te dija en da zorn poniez Zebak ha Tsalmuna, evit ma rofemp-ni bara d’az tud skwizet ? 16 Hag e kemeraz re ansien kear, ha drein euz an distro hag askol, hag e kastiaz tud Sukkoth. 17 Diskar a reaz ive tour Penuel, hag e lekeaz d’ar maro prinsed kear.

18 Neuze e lavaraz da Zebak ha da Tsalmuna : Penaoz he oa groet an dud se oc’h euz lazet en Thabor ? Int a respountaz : Eveldout te he oant ; pep hini anezhei hen doa ment mab eur roue. 19 Hag e lavaraz dezhei : Ma breudeur e oant, bugale va mam. An Aotrou a zo beo, ma ho pije saveteet dezhei ho buez, n’em bije ket ho lazet. 20 Neuze e lavaraz da Jether, he genta-ganet : Sav-te, laz anezhei ! Mes ar paotr iaouank na dennaz ket he gleze, abalamour m’hen doa aoun ; rag eur paotrik iaouank oa c’hoaz. 21 Ha Zebak ha Tsalmuna a lavaraz : Sav-te te da unan, hag en em daol varnomp ; rag evel ma eo an den, eo he nerz. Ha Gedeon a savaz, hag a lazaz Zebak ha Tsalmuna. Goude e kemeraz ar c’hinklerezou pere a oa euz gouzouk ho chamoed.

22 Ha tud Israel a lavaraz da Gedeon : Ren varnomp, te ha da vab, ha mab da vab ; rag hon delivret ec’h euz a zorn ar Vadianited. 23 Mes Gedeon a respountaz dezhei : Me na renin ket varnoc’h , ha va mab na reno ket varnoc’h ; an Aotrou eo a reno varnoc’h.

24 Ha Gedeon a lavaraz dezhei : Me a raio eur goulen ouzoc’h ; ma rofeet pep hini ac’hanoc’h d’in ar rillennou aour pere hoc’h euz bet evit lod. Rag an enebourien ho doa rillennou aour, abalamour ma oant Ismaelited. 25 Hag int a respountaz : Ni ho roio a volonte vad. Hag, hoc’h asten eur vantel, holl he toljond ennhi rillennou ho frei. 26 Ha pouez ar bagou aour pere hen doa goulennet a oe mil seiz kant sikl aour, hep ar c’hinklerezou, ar bouklou skouarn hag an dillad skarlat pere a oa var rouane Madian, hag hep ar c’hinklerezou pere a oa euz gougou ho chamoed. 27 Ha Gedeon a reaz eun efod, hag e lekeaz anezhan en he gear, en Ofra. Holl Israel en em c’hastaouez dezhan he c’houde, hag eur pech he oe evit Gedeon hag evit he di.

28 Evel se Madian a oe izeleet dirag bugale Israel, ha ne zavaz ken ar penn ; hag ar vro a oe en peoc’h enpad daou-ugent vloaz, en deiziou Gedeon.

29 Jerubbaal, mab Joaz, a zistroaz, hag a choumaz en he di. 30 Ha Gedeon hen doe dek mab ha tri-ugent, pere a c’hanaz dezhan, rag meur a c’hreg hen doe. 31 Hag he ribodez, pehini a oa en Sichem, a c’hanaz ive dezhan

218