Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/227

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 9.

eur mab, hag e oe galvet Abimelek.

32 Goude Gedeon, mab Joaz, a varvaz en eur gozni vad, hag e oe sebeliet en bez Joaz he dad, en Ofra an Abiezerited.

33 Goude maro Gedeon, bugale Israel en em lekeaz d’en em loudouri d’ar Baalim, hag e kemerjont evit doue Baal-Berith. 34 Evel se bugale Israel n’ho doe ken sonj euz an Aotrou ho Doue, Pehini hen doa ho delivret a zom ho holl enebourien trozro ; 35 ha na rejont trugarez ebet en kenver ti Jerubbaal hanvet Gedeon, goude an holl vadou hen doa groet da Israel.


9 Hag Abimelek, mab Jerubbaal, a ieaz da Sichem da gaout breudeur he vam, hag e komzaz outhei, evel da holl famil ti dad he vam, o lavarout : 2 Me ho ped, roit da anaout ar c’homzou ma da holl aotrounez Sichem : Pehini a zeblant deoc’h ar gwella, pe dek den ha tri-ugent, bugale holl da Jerubbaal, a reno varnoc’h, pe unan hepken a reno varnoc’h ? Ha bezit sonj penaoz oun ho c’haskorn hag ho kig. 3 Breudeur he vam a lavaraz euz he beurz an holl c’hiriou ze da skouarn holl aotrounez Sichem, hag ho c’haloun a droaz var zu Abimelek ; rag, lavaret a reent, hor breur eo. 4 Hag e rojont dezhan dek pez ha tri-ugent a arc’hant, euz a di Baal-Berith, gant pere e savaz Abimelek tud a netra ha didalvez pere a heuliaz anezhan. 5 Neuze e teuaz da di he dad da Ofra, hag e lazaz, var eur memeuz mean, he vreudeur, bugale Jerubbaal, vardro dek den ha tri-ugent. Ne vanaz nemet Jotham, mab iaouanka Jerubbaal ; rag en em guzet e oa.

6 Neuze holl dud Sichem en em dastumaz, gant holl di Millo ; hag e teujont, hag e c’halvjont roue Abimelek, en kichen derven monumant Sichem.

7 Ha kement ma a oe lavaret da Jotham. Hag ez eaz d’en em lakaat en krec’h menez Guerizim ; hag, o sevel he vouez, e kriaz hag e lavaraz : Selaouit ac’hanoun, mestrou Sichem, ha ra selaouo Doue ac’hanoc’h ! 8 Ar gwez a ieaz eun devez evit eolia eur roue pehini a renje varnezhei. Hag e leverjont d’an olivezen : Ren varnomp. 9 Mes an olivezen a respountaz dezhei : Dilezel a rafen va eol, a enor Doue hag an dud ennoun, evit nijel var ar gwez ? 10 Neuze ar gwez a lavaraz d’ar wezen fiez : Deuz, ha ren vamomp. 11 Mes ar wezen fiez a respountaz : Dilezel a rafen va douster ha va frouez mad, evit mont da nijel var ar gwez all ? 12 Neuze ar gwez a lavaraz d’ar winien : Deuz, te, ren varnomp. 13 Hag ar winien a respountaz : Dilezel a rafen me ma gwin mad, pehini a laouena Doue hag an dud, evit mont da nijel var ar gwez all ? 14 Neuze an holl wez a lavaraz d’ar spern : Deuz, te, ha ren varaomp. 15 Hag ar spern a respountaz d’ar gwez : Mar d’eo evit gwir eo e c’houlennit eolia ac’hanoun da roue deoc’h, deuet hag en em lakait dindan va skeud ; anez ra zeui an tân euz ar spern, ha r guzumo ar gwez-sedr a Liban ! — 16 Ha brema, ha groet hoc’h euz gant gwirionez hag eeünder, o lakaat Abimelek da roue ? Ha groet hoc’h euz ervad en kenver Jerubbaal hag en kenver he di ? Ha groet hoc’h euz dezhan hervez ar vad hen deuz groet deoc’h ? 17 Rag ma zad hen deuz brezelliet evidoc’h ; lakeat hen deuz he vuez en riskl, hag hen deuz lamet ac’hanoc’h euz a zorn ar Vadianited. 18 Mes hirie hoc’h en em savet a enep ti va zad ; hag hoc’h euz lazet, var eur memeuz mean, he vugale, dek den ha tri-ugent ; hag hoc’h euz lakeat da roue var chefou Sichem, Abimelek, mab he vatez, abalamour ma eo ho preur. 19 Mar hoc’h euz groet hirie en gwirionez hag en eeünder en kenver Jerubbaal hag he di, ra vezo Abimelek ho joa, ha ma vefeet ive he hini ! 20 Anez, ra zeuo an tân a Abimelek, ha ma kuzumo chefou Sichem ha ti Millo ; ha ma teuo an tân euz ti chefou Sichem hag euz ti Millo, ha ma tevoro Abimelek !

21 Goude Jotham a dec’haz hag a ieaz kwit. Mont a reaz da Veer, hag e choumaz, pell euz Abimelek, he vreur.

22 Abimelek a renaz var Israel tri bloaz. 23 Neuze Doue a gasaz eur spered fall entre Abimelek ha chefou Sichem ; 24 ha mestrou Sichem a oe dizentuz euz Abimelek, abalamour d’ar violans groet da zek ha tri-ugent bugale Jerubbaal da gweza ha ma tistroje ho goad var Abimelek, ho breur, pehini hen doa ho lazet, ha var mestrou Sichem, pere ho doa he zikouret da laza he vreudeur. 25 Chefou Sichem a stiniaz eta pechou dezhan var grec’h ar menez, hag e piljont kement holl

219