Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/228

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 9.

a dremene dre an hent a biou dezhei. Ha kement se a oe lavaret da Abimelek.

26 Neuze Gaal, mab Ebed, a zeuaz gant he vreudeur, hag e tremenjont en Sichem ; ha mestrou Sichem ho doe fizianz ennhan. 27 Mont a rejont var ar meaz, dastum a rejont ar gwiniennou, gwaska a rejont anezhei, hag e rejont cher vad. Neuze ez ejont en ti ho doue, dibri hag eva a rejont, ha milliga Abimelek. 28 Neuze Gaal, mab Ebed, a lavaraz : Piou eo Abimelek ha petra eo Sichem, evit ma servichfemp Abimelek ? N’eo ket hen mab Jerubbaal ? Ha Zebul, n’eo ket hen he lutanant ? Servichit tud Hemor, tad Sichem. Mes ni, perag he servichfemp-ni hennez ? 29 Oh ! ma em bije ar bobl ze dindan va gallout, me gasche kwit Abimelek ! Hag e lavaraz da Abimelek : Kresk da arme, ha deuz a enep deomp !

30 Mes Zebul, gouarner kear, a anavezaz komzou Gaal, mab Ebed, hag e goler en em elumaz. 31 Hag e kasaz gant preder kannaded da gaout Abimelek, evit lavaret dezhan : Setu, Gaal, mab Ebed, hag he vreudeur, a zo eet en Sichem ; ha setu, e sevont kear a enep d’id. 32 Brema eta, sav-te en noz, te hag ar bobl a zo ganez, ha stin pechou var ar meaz ; 33 hag euz ar mintin, d’ar savheol, te a zavo hag a zeuo da gweza var gear ; neuze, Gaal hag ar bobl pehini a zo ganthan, a ielo en da enep, ha te a raio dezhei evel ma helli.

34 Abimelek hag an holl bobl pere a oa ganthan, a ieaz eta euz an noz hag en em lekejont en peder banden, en get tost da Sichem.

35 Koulskoude Gaal, mab Ebed, a ieaz, hag a choumaz en tal dor kear. Neuze Abimelek hag an holl bobl pere a oa ganthan, a savaz eus ar get. 36 Ha Gaal, o welet ar bobl se, a lavaraz da Zebul : Setu eur bobl a zisken euz kreac’h ar meneziou. Mes Zebul a lavaraz dezhan : Te a gemer skeud ar meneziou evit tud. 37 Ha Gaal a adlavaraz : Setu eur bobl pehini a zisken euz krec’hiou ar vro, hag eur vanden a zeu dre hent derven an divinerien. 38 Neuze Zebul a lavaraz dezhan : Pelec’h ema brema da c’hwezerez, pa lavaraz : Piou eo Abimelek, ma servichfemp-ni anezhan ? N’ema ket aze ar bobl a zisprijez ? Kea er meaz, brema, ha brezel en ho enep.

39 Neuze Gaal, o ren chefou Sichem, a ieaz er meaz hag en em gannaz euz Abimelek. 40 Hag Abimelek a genredaz anezhan, ha Gaal a dec’haz a zirazhan, ha kalz a gwezaz maro bete euz toul an nor. 41 Hag Abimelek a choumaz en Aruma. Ha Zebul a gasaz kwit Gaal hag he vreudeur, pere na heljont ken choum en Sichem.

42 Mes an deiz varlerc’h ar bobl a ieaz d’ar parkeier, ar pez a oe lavaret da Abimelek. 43 Neuze e kemeraz he vanden, hag ho lodennaz en teir loden, hag en em lekeat en get er parkeier ; hag, o veza gwelet e teue ar bobl euz kear, e savaz a enep dezhei hag e tizreaz anezhei. 44 Abimelek hag an dud a oa ganthan, a ieaz var araog, hag en em dalc’haz euz toul dor kear ; mes an diou vanden all en em dolaz var ar re holl pere a oa er meaz, hag ho dizreaz. 45 Abimelek a vrezelliaz a enep kear enpad an holl deiz se, hag e kemeraz kear, hag e lazaz ar bobl a oa ennhi. Goude e razaz kear, hag ec’h hadaz hoalen ennhi.

46 Hag holl chefou tour Sichem, o veza anavezet ze, en em dennaz er c’hrenv ti an doue Berith. 47 Hag e oe lavaret da Abimelek penaoz holl chefou tour Sichem a oa en em zastumet er c’hrenv. 48 Neuze Abimelek a biniaz var menez Tsalmon, hen hag an holl bobl pere a oa ganthan ; hag Abimelek a gemeraz en he zorn eun hach, hag he troc’haz eur brank gwezen, he zevel a reaz hag hen lekeaz var he skoaz ; hag e lavaraz d’ar bobl a oa ganthan : Gwelet hoc’h euz-hu ar pez em euz groet ? Hastit ober eveldoun. 49 Troc’ha a rejont eta pep hini anezhei eur brank, hag e heuljont Ahimelek ; hag e lekejont ar brankou euz ar c’hrenv, hag o veza lakeat an tân ennhei, e tevjont ar c’hrenv. Holl dud tour Sichem a varvaz evel se, en niver a vil vardro ken gwersed evel merc’hed.

50 Neuze Abimelek a ieaz da Dhebeta, pehini a gelc’hiaz hag a gemeraz. 51 Ha, beza e oa en kreiz kear eun tour krenv, en pelec’h en em dennas an holl wersed gant ar gragez, hag holl chefou kear. Hag o veza zerret an nor var ho lerc’h, he pinjont var blatform an tour. 52 Neuze Abimelek a zeuaz beteg an tour, e atakaz, hag o tostaat bete dor an tour, evit lakaat an tân. 53 Mes eur vreg a daolaz eur mean var benn Abimelek, hag a frikaz he glopenn dezhan. 54 Neuze, o c’hervel ragtal

220