Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/229

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 10, 11.

an den iaouank a zouge he armou, e lavaraz dezhan : Tenn da gleze ha laz ac’hanoun, gant aoun na vefe lavaret ac’hanoun : Eur vreg he deuz he lazet. An den iaouank hen treuzaz eta, hag e varvaz. 55 Ha tud Israel, o veza gwelet e oa maro Abimelek, a ieaz pep hini anezhei d’he di. 56 Evel se Doue a lakeaz da gweza var Abimelek an drouk hen doa groet d’he dad, o laza he zek breur ha tri-ugent ; 57 ha Doue a lakeaz da gweza var benn tud Sichem an holl drouk hen doa groet. Evel se e teuaz varnezhei malloz Jotham, mab Jerubbaal.


10 Goude Abimelek, Thola, mab Pua, mab Dodo, den euz Isakar, a savaz evit delivra Israel. Choum a rea en Shamir, en menez Efraim. 2 Hag e varnaz Israel tri bloa varn-ugent ; neuze e varvaz, hag e oe sebeliet en Shamir.

3 Goude hema e savaz Jair, ar Galaadit, pehini a varnaz Israel daou vloaz varn-ugent. 4 Bez hen doa tregont mab, pere a binie var tregont azen, hag a berc’henne tregont kear, pere a c’halvet c’hoaz hirie keariou Jair ; en bro Galaad emaint. 5 Jair a varvaz, hag e oe sebeliet en Kamon.

6 Neuze bugale Israel en em lekeaz da ober ar pez a zo fall dirag an Aotrou, hag e servichont ar Baalim hag an Ashtharoth, doueou ar Siried, doueou Sidon, doueou Moab, doueou bugale Ammon ha doueou ar Filistined, hag e tilezjont an Aotrou, ha na servichont ken anezhan. 7 Neuze koler an Aotrou en em elumaz a enep Israel, hag he lekeaz anezhei entre daouarn ar Filistined, hag entre daouarn bugale Ammon, 8 pere a vac’haz hag a waskaz bugale Israel er bloaz se, hag enpad triwac’h vloaz holl vugale Israel pere a oa en tu all d’ar Jourdan, en bro an Amoreaned, en Galaad. 9 Ha bugale Ammon a dremenaz ar Jourdan, evit brezelli ive a enep Juda, hag a enep Benjamim hag a enep ti Efraim ; hag Israel a oe en eun anken vras.

10 Neuze bugale Israel a griaz d’an Aotrou, o lavarout : Ni hon euz pec’het a enep d’id ; rag dilezet hon euz hon Doue, hag hon deuz servichet ar Baalim. 11 Mes an Aotrou a respountaz da vugale Israel : N’Em euz ket ho telivret euz an Ejiptsianed, euz an Amoreed, euz bugale Ammon, euz ar Filistined ? 12 Ha pa ho deuz ar Sidonied, Amalek ha Maon gwasket ac’hanoc’h, ha m’hoc’h euz kriet d’In, n’Em euz ket ho telivret euz ho daouarn. 13 Mes c’hwi hoc’h eus va dilezet, hag hoc’h euz servichet doueou all ; dre ze n’ho telivrin ken. 14 It, ha kriit d’an doueou hoc’h euz choazet ; na zelivrfont ac’hanoc’h en amzer hoc’h anken. 15 Mes bugale Israel a respountaz d’an Aotrou : Ni hon euz pec’het ! Tret ac’hanomp evel ma kavi mad ; delivr ac’hanomp hepken hirie. 16 Hag e lamjont euz ho zouez an doueou diaveziad, hag e zervichont an Aotrou, pehini hen doa truez en he galoun euz glac’har Israel.

17 Ha, bugale Ammon en em zastumaz, hag a gampaz en Galaad ; ha bugale Israel ive en em zastumaz, hag a gampaz en Mitspa. 18 Hag ar bobl, chefou Galaad, a lavaraz an eil d’egile : Piou eo an den en em lakao da vrezelli a enep bugale Ammon ? Beza e vezo ar mestr euz holl dud Galaad.


11 Jefte, ar Galaadit, a oa eur brezellier vaillant, mes mab da eur c’hast ; ha Galaad eo a oa tad da Jefte. 2 Ha greg Galaad he doa ganet dezhan mibien ; ha pa oe bras mibien ar vreg ze, e kaschont Jefte kwit, o lavaret dezhan : Te n’az pezo ket a heritach en ti hon zad ; rag mab out da eun estranjourez. 3 Jefte a dec’haz eta pell euz he vreudeur, hag a choumaz en bro Tob. Neuze tud dizneuz en em zastumaz en dro da Jefte, hag e reent troiou ganthan.

4 Hag, eun nebeut amzer goude, bugale Ammon a reaz brezel da Israel. 5 Hag evel ma rea bugale Ammon brezel da vugale Israel, re ansien Galaad a ieaz da glask Jefte da vro Tob. 6 Hag e lavarjont da Jefte : Deuz, ha bez hon c’habiten, ha ni a ganno bugale Ammon. 7 Mes Jefte a lavaraz da re ansien Galaad : N’eo ket c’hwi eo hoc’h euz va c’haseet ? Ha n’ho c’heuz-hu ket va c’haset kwit euz a di va zad ? Perag he teuet-hu d’am c’haout, pa ez hoc’h brema en poan ? 8 Neuze re ansien Galaad a lavaraz da Jefte : Ni a zistro d’id brema, evit ma valefez ganeomp, ha ma vrezelli bugale Ammon, ha ma vezi hon chef, hini holl dud Galaad. 9 Ha Jefte a respountaz da re ansien Galaad : Mar kasit ac’hanoun evit brezellia a enep bugale Ammon, ha mar lakaa an Aotrou anezhei entre va daouarn, e vezin ho chef ? 10 Ha re ansien Galaad a lavaraz da Jefte :

221