Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/23

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

fomp. 6 Neuze Lot a ieazd’ho c’haout en antre e di, hag a serraz an nor var e lerc’h.

7 Hag e lavaraz dezhei : Me a bed ac’hanoc’h, va breudeur, na ret ket a zroug !

8 Setu, em euz diou werc’h pere n’ho deuz anavezet goaz ebet ; me ho degaso deoc’h ha c’hwi a raio dezhei ar pez a blijo ganeoc’h ; nemet na ret netra d’an dud-se abalamour ma int deuet en skeud va zoen.

9 Mes int a lavaraz a dezhan : En em denn aleze ! Neuze e Laverjont : An den ze a zo deuet aman evel diaveziad hag en em vesk da varna ! Ac’hanta, ni a dreitouro ac’hanoutgwashoc’h evithei. Hag, o waska Lot gant violans, e tostaent da derrin an nor.

10 Mes an dud ma, oc’h asten ho daouarn, a reaz Lot da Lot dontganthei en ti, hag a serjont an nor. Neuze 11 e skojont a zallidigez an dud pere a oa en antre an ti, adalek ar bihana betek ar brasa, en hevelep doare ma skwizchont o klask an nor.

12 Neuze an dud ma a lavaraz da Lot : piou c’hoaz a zo aman ganit ? Mibien-kaer, mibien, merc’hed ha kement a zo dit, laka anezhei holl da vont ac’hann.

13 rag emaomp o vont da zistrujan al lec’h-man, dre ma’z eo braz dirak an Aotrou ar c’hri a-enep tud al lec’h-man. An Aotrou en deus hon degaset evit e zistrujan.

14 Lot a yeaz hag a gomzaz ouz e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc’hed, hag a lavaraz : Savit, kit kuit euz al lec’h-man, rag eman an Aotrou o vont da zistrujan ar gêr. mes e vibien-kaer a gredaz e rae goap.

15 Adalek ma savaz goulou-deiz, an aeled a vountaz Lot, o lavarout : Sav, kemer da wreg ha da ziv verc’h a zo aman, gant aon na vefes kollet e kastiz ar gêr.

16 Hag evel ma talee, an dud-se a grogaz en e zorn. Kemer a rejont ivez dorn e wreg ha re e ziv verc’h, dre ma felle d’an Aotrou e espern. Degaz a rejont anezhan er-meaz euz kêr.

17 Raktal, evel ma o doe lakaet anezhei er-maez, unan a lavaraz : Savete da vuez, na sell ket var da lerc’h ha na zale e leac’h ebet euz ar blaenen. En em savete var ar menez, gant aon na vefes kollet.

18 Lot a respontaz : Nann, Aotrou,

19 da bedin a ran, setu, da servijer en deus kavet trugarez dirak da zaoulagad, hag ec’h euz diskouezet da vadelez em c’henver en eur salvin din va buez. mes ne c’hellan ket en em savetein var ar menez a-raok ma teuio ar gwall da’m zapout, hag e varvin.

20 Setu, ar gêr-man a zo tost a-walc’h evit tec’hout enni, ha bihan eo. Ra en em savetein ennhi me az ped, ha n’eo ket bihan ? Ra vevo va ine !

21 Hag e lavaraz : Setu, e roan dit c’hoaz ar c’hras-se, ne zistrujin ket ar gêr ac’h euz komzet diwar he fen.

22 Hast en em savetein enni, rag ne c’hellan ober netra betek ma vi aet enni. Setu perak e oe hanvet ar gêr-se Zoar.

23 Evel ma save an heol var an douar, Lot a yeaz e Zoar.

24 Neuze an Aotrou a lakeaz da gouezan var Sodom ha Gomora glav soufr ha tan a-berz an Aotrou euz krec’h an envou.

25 Distrujan a reaz ar c’hêriou-se, ar blaenen a-bez, holl dud ar c’hêriou hag ar pez a gresk var an douar.

26 Gwreg Lot a sellaz var he lerc’h, hag e teuaz da vezan eun delwen holen.

27 Abraham a savaz beure-mat hag a zeuaz el leac’h ma oa en em zalc’het dirak an Aotrou.

28 Sellout a reaz etrezek Sodom ha Gomora, ha var holl c’horre bro ar blaenen, hag e welaz o pignat euz an douar eur vogeden evel mogeden eur fornez.

29 Pa zistrujaz Doue kêriou ar blaenen, Doue hen doa sonj euz Abraham. Hag e lakeaz Lot da vont kuit euz kreiz an dismantr, pa ziskaraz ar c’hêriou m’en doa chomet Lot enno.

30 HA Lot a bignaz euz Zoar hag a chomaz er menez gant e ziv verc’h, rag aon hen doa chom e Zoar. Hag e chomaz en eur c’hev, en hag e ziv verc’h.

31 An hini henan a lavaraz d’an hini yaouankan : Hon tad a zo koz ha n’eus den var an douar da zont etrezek ennomp hervez giz an douar holl.

32 Deus, roomp gwin da evan d’hon tad ha kouskomp gantan evit ma virimp gouen hon tad.

33 Hag e rojont da evan d’o zad gwin en noz-se. An hini henan a zeuaz hag a gouskaz gant he zad. Ha ne ouezaz ket pegoulz e kouskaz na pegoulz e savaz.

34 Hag an deiz war-lerc’h, ar verc’h hena a lavaraz d’ar iaouanka : Setu, me em euz kousket en noz tremenet gant va zad, greomp gwin dezhan eva gwin c’hoaz en noz ma ; neuze kae, ha