Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/230

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 11.

Ra glevo an Aotrou ac’hanomp ha ra hon barno, ma na reomp ket evel ma ec’h euz lavaret ! 11 Jefte a ieaz eta gant re ansien Galaad ; hag ar bobl a lakeaz anezhan chef ha kabiten, ha Jefte a adlavaraz dirag an Aotrou, en Mitspa, an holl c’hiriou hen doa lavaret.

12 Neuze Jefte a gasaz kannaded da roue bugale Ammon, evit lavaret dezhan : Petra a zo entre me ha te, ma out deuet a enep d’in evit ober brezel d’in em bro ? 13 Ha roue bugale Ammon a respountaz da gannaded Jefte : Abalamour Israel, pa binie euz an Ejipt, hen deuz kemeret va bro adaleg an Arnon bete Jabbok hag ar Jourdan. Ro d’in anezhan brema a volonte vad. 14 Mes Jefte a gasaz a nevez kannaded da roue bugale Ammon pere a lavaraz dezhan : 15 Evelhen hen deuz lavaret Jefte : Israel n’hen deuz kemeret netra euz a vro Moab, nag euz bro bugale Ammon. 16 Mes pa biniaz Israel euz an Ejipt e valeaz dre an distro bete ar mor Ru, hag ec’h aruaz en Kades, 17 hag e kasaz kannaded da roue Edom, evit lavaret dezhan : Lez ac’hanoun da dremen dre da vro. Mes roue Edom n’hen lezaz ket. Hag e kasaz er memeuz doare da roue Moab, pehini na fellaz ket dezhan, hag Israel a choumaz en Kades. 18 Goude e valeaz dre an distro, hag e reaz tro bro Edom ha bro Moab, hag ec’h aruaz en bro Moab, euz kostez ar savheol. Kampa a reaz en tu all d’an Arnon, hep antren en douar Moab ; rag an Arnon a oa harzou Moab. 19 Mes Israel a gasaz kannaded da Sihon, roue an Amoreed, roue Hesbon, hag Israel a reaz lavaret dezhan : Lez ac’hanomp da dremen dre da vro, bete hon lec’h. 20 Mes Sihon, na fizie ket en Israel, evit he lezel da dremen dre he vro, dastum a reaz he holl bobl ; kampa a rejont var zu Jahats, hag e vrezeljont a enep Israel. 21 Hag an Aotrou, Doue Israel, a lakeaz Sihon hag he holl bobl entre daouarn Israel ; hag Israel hen dizreaz hag a c’hounezaz holl vro an Amoreed, pere a choume er vro ze. 22 Gounit a rejont eta holl vro an Amoreed, adaleg an Arnon bete ar Jabbok, hag adaleg an distro bete ar Jourdan. 23 Ha brema pa Hen deuz an Aotrou, Doue Israel, kaset kwit an Amoreed dirag he bobl Israel, te eo an hini az pezo an dalc’h euz ho bro ? 24 N’az pezo te ket an dalc’h euz ar pez hen devezo da zoue Kemoz roet d’id da berc’henni ? Evel se ni a berc’henno ar vro euz ar re holl Hen deuz an Aotrou hon Doue kaset araog deomp. 25 A hend all, talveout a res-te muoc’h evit Balak, mab Tsippor, roue Moab ? Stourmet hen deuz ha brezelliet a enep Israel ? 26 Setu tri c’hant vloaz abaoe ma choum Israel en Hesbon hag en he c’heariou trozro, hag Aroer hag en he c’heariou trozro, hag an holl geariou pere a zo a hed an Arnon ; perag n’hoc’h euz-hu ket ho lamet diganthei enpad an amzeriou ze ? 27 N’em euz ket da offanset, mes fall a rez em c’henver oc’h ober brezel d’in me. Ra vezo an Aotrou, ar Barner, hirie barner entre bugale Israel ha bugale Ammon ! 28 Mes roue bugale Ammon na fellaz ket dezhan selaou ar c’homzou hen doa groet Jefte lavaret dezhan.

29 Neuze Spered an Aotrou a oe var Jefte, pehini a dreuzaz Galaad ha Manasse ; tremen a reaz bete Mitspa euz Galaad, hag euz Mitspa Galaad e valeaz a enep bugale Ammon.

30 Ha Jefte a reaz eur gwestl d’an Aotrou, hag a lavaraz : 31 Mar lekeaz bugale Ammon entre va daouarn, ar pez a zeuo er meaz araog d’in euz doriou va zi, pa zistroin en peoc’h euz ti vugale Ammon, a vezo d’an Aotrou, ha me hen kinnigo en sakrifis-losket. 32 Neuze Jefte a valeaz enep bugale Ammon, evit ober brezel dezhei, hag an Aotrou ho lekeaz entre he zaouarn. 33 Hag e kannaz anezhei adaleg Aroer bete Minnith, lec’h pehini a zalc’he ugent kear, ha bete Abel-Keramin ; ha bugale Ammon a oe izeleet dirag bugale Israel.

34 Hag evel ma tistroe Jefte da Vitspa, en he di, setu, he verc’h a zeuaz araog dezhan gant taboulinou ha dansou. Beza e oa he vugel unik hepken, hep ma hen doa na mab na merc’h all. 35 Ha kerkent ma welaz anezhi, e rogaz he zillad, hag e lavaraz : Ah ! va merc’h ! bec’hia a rez ac’hanoun, bec’hia a rez ac’hanoun ! hag out euz ar re am zrubul. Rag groet em euz eur westl d’an Aotrou, ha n’hellan ket he zizober. 36 Hag hi a respountaz dezhan : Ma zad, groet e c’heuz-te eur gwestl d’an Aotrou ? Gra d’in evel ma eo eet euz da c’henou, pa Hen deuz an Aotrou vanjet ac’hanout euz da enebourien, bugale Ammon. 37 Neuze e lavaraz d’he zad : Ro d’in kement ma ; lez

222