Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/231

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 12, 13.

ac’hanoun enpad daou vis ; me a ielo, disken a rin dre ar meneziou, hag he welin var va gwerc’hded, me ha va minionezed. 38 Hag hen a lavaraz : Kea ! Hag e lezaz anezhi da vont evit daou vis. Mont a reaz eta gant he c’hensortezed, hag e welaz var he gwerc’hded var ar meneziou. 39 Hag aben daou vis e tistroaz da gaout he zad, hag he reaz varnezhi ar gwestl pehini hen doa groet, ha ne anavezaz gwaz ebet. 40 Ac’hane he teuaz ar c’hiz en Israel, penaoz bep bloaz merc’hed Israel a ia da welia merc’h Jefte, ar Galaadit, enpad pevar devez bep bloaz.


12 Tud Efraim, o veza en em dastumet, a ieaz var zu an hanter-noz, hag a lavaraz da Jefte : Perag out-te eet da vrezelli a enep bugale Ammon, hep beza hon galvet da vale ganez ? Ni a zevo da di hag ac’hanout ive. 2 Ha Jefte a lavaraz dezhei : Ni hon euz bet stourmadegou bras gant bugale Ammon, me ha va fobl ; ha pa em boa ho kalvet, c’hwi n’ho poa ket va delivret euz ho daouarn. 3 Hag o welet n’am delivrac’h ket, em euz risklet va buez, hag em euz baleet a enep bugale Ammon, hag an Aotrou Hen deuz lekeat anezhei em dorn. Perag eta oc’h-hu piniet hirie a enep d’in, evit ober d’in brezel ? 4 Goude Jefte, o veza dastumet holl dud Galaad, a vrezelliaz a enep Efraim ; ha tud Galaad a bilaz Efraim, abalamour ma ho doa lavaret ar re man : C’hwi a zo tec’herien Efraim ! Galaad a zo en kreiz Efraim, en kreiz Manasse ! 5 HA Galaad a gemeraz gweviou ar Jourdan, araog ma eruaz re Efraim eno. Ha pa lavare unan a dec’herien Efraim : Lez ac’hanoun da dremen ; tud Galaad a lavare dezhan : Efrasian out ? 6 hag hen a respounte : Nan. Neuze e lavaret dezhan : Ac’hanta, lavar : Shibboleth ; hag e lavare Sibboleth, hep lakaat evez da lavaret mad ; neuze, o kregi ennhan, e vije lakeat d’ar maro en gweviou ar Jourdan. Perisa a reaz en amzeriou ze daou vil ha daou-ugent den a Efraim.

7 Jefte a varnaz Israel c’hwec’h vloaz. Neuze Jefte, ar Galaadit, a varvaz, hag a oe sebeliet en unan a geariou Galaad.

8 He c’houde, Ibtsan a Vethlehem a varnaz Israel. 9 Beza hen doe tregont mab, ha dimezi a reaz er meaz euz he di tregont merc’h. Lakaat a reaz da zont euz ar meaz tregont merc’h evit he vibien, hag he varnaz Israel seiz vloaz. 10 Neuze Ibtsan a varvaz, hag a oe sebeliet en Bethlehem.

11 Goude hema, Elon, ar Zabulonit, a varnaz Israel ; barna a reaz Israel dek vloaz. 12 Goude Elon, ar Zabulonit, a varvaz, hag a oe sebeliet en Ajalon, en douar Zabulon.

13 Goude hema, Abdon, mab Hillel, ar Pirathonit, a varnaz Israel. 14 Beza hen doe daou-ugent mab, ha tregont mab bihan, pere a binie var dek ha tri-ugent azen ; hag e varnaz Israel eiz vloaz. 15 Neuze Abdon, mab Hillel, ar Pirathonit, a varvaz, hag e oe sebeliet en Pirathon, en bro Efraim, en menez an Amalesited.


13 Bugale Israel a gendalc’haz da ober ar pez a zo fall dirag daoulagad an Aotrou ; hag an Aotrou ho lekeaz entre daouarn ar Filistined, enpad daou-ugent vloaz.

2 Ha, beza oa en Tsora eun den, a famil an Danited, a behini an hano a oa Manoah ; hag he vreg a oa dibrodu, ha n’he doa ket a vugale. 3 Hag eun êl abeurz an Aotrou en em diskwezaz d’ar vreg ze, hag a lavaraz dezhi : Setu, te a zo dibrodu, ha n’hec’h euz ket a vugale ; mes konsev a ri, hag e c’hani eur bugel. 4 Laka eta evez adaleg brema, da dremen hep eva na gwin na bier, na da zibri netra a zibur ; 5 rag, setu, ez ez da veza brazez, hag e c’hani eur mab. Hag an noten na dremeno ket var he benn, abalamour ma vezo ar bugel Nazarean a Zoue adaleg kov he vam ; hag hen eo an hini en em lakao da zelivra Israel a zorn ar Filistined.

6 Hag, ar vreg a zeuaz, hag a gomzaz d’he fried, o lavarout : Eun den Doue a zo deuet d’am c’haout, hag he zoare a oa evel doare eun êl abeurz Doue, venerabl meurbed. N’em boa ket goulennet outhan a belec’h e oa, ha ne lavaraz ket d’in he hano, mes lavaret hen deuz d’in : 7 Setu, ez ez da veza brazen, ha te a c’hano eur mab ; brema eta, na ev na gwin na bier, ha na zebr netra a zibur ; rag ar bugel ze a vezo Nazarean a Zoue adaleg kov he vam bete deiz he varo. 8 Ha Manoah a bedaz an Aotrou, hag a lavaraz : Ah ! Aotrou, ra zeui c’hoaz an den Doue pehini ec’h euz digaset, me az ped d’hon c’haout, ha ra gelenno ac’hanomp euz ar pez hon devezo d’ober d’ar bugel pehini a dle genel. 9 Doue

223