Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/232

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 14.

a zelaouaz peden Manoah. Hag êl Doue a zeuaz c’hoaz da gaout ar vreg, evel ma oa azezet en eur park ; mes Manoah, he fried, n’he oa ket ganthi. 10 Ha greg Manoah a redaz buhan da lavaret d’he fried, hag e lavaraz dezhan : Setu, an den pehini a oa deuet en deiz all d’am c’haout, a zo en em diskwezet d’in. 11 Ha Manoah a zavaz hag a heuliaz he vreg ; hag, o tond da gaout an den ze, e lavaraz dezhan : Beza out-te an den pehini hen deuz komzet d’ar vreg ma ? Hag hen a respountaz : Me eo. 12 Ha Manoah a lavaraz : Pa vezo eruet ar pez ec’h euz lavaret, pez sort kundu a renkfer derc’hel hen kenver ar bugel, ha petra a renkfer ober dezhan ? 13 Hag êl an Aotrou a respountaz da Vanoah : Ar vreg a dremeno euz kement em euz lavaret dezhi. 14 Na zebro netra a frouez ar winien, na evo na gwin na bier, ha na zebro netra a zibur ; miret a raio kement em euz gourc’hemennet dezhi. 15 Neuze Manoah a lavaraz da êl an Aotrou : Lez ac’hanomp d’az derc’hel, ha ma fichfomp d’id eur c’havrik leaz. 16 Hag êl an Aotrou a respountaz da Vanoah : Pa zalc’hfez ac’hanoun, na zebrin ket euz da vara ; mes mar rez eur sakrifis-losk, te hen kinnigo d’an Aotrou. Hag Manoah na wie ket he oa eun êl abeurz an Aotrou. 17 Manoah a lavaraz c’hoaz da êl an Aotrou : Pez hano ec’h euz, abalamour deomp da enori ac’hanout pa vezo eruet ar pez a leverez ? 18 Hag êl an Aotrou a lavaraz dezhan : Perag e c’houlennez-te evel se va hano ? Burzuduz eo. 19 Neuze Manoah a gemeraz eur c’havrik leaz, hag ar prof, hag ho c’hinnigaz d’an Aotrou, var ar roc’h. Hag en em reaz eun dra burzuduz, dirag Manoah hag he vreg ; 20 evel ma ez ea ar flam euz an aoter var zu an env, êl an Aotrou a biniaz ive en flam an aoter. Manoah hag he vreg, welet kement se, a gwezaz var ho bisach d’an douar. 21 Hag êl an Aotrou n’en em ziskwezaz ken da Vanoah na d’he vreg. Neuze Manoah a anavezaz penaoz e oa êl an Aotrou. 22 Ha Manoah a lavaraz d’he vreg : A-dra-zur, ni a ia da vervel, rag gwelet hon euz Doue. 23 Mez he vreg a lavaraz dezhan : Ma vije fellet d’an Aotrou hon lakaat da vervel, n’hen dije ket kemeret euz hon dorn ar sakrifis-losk nag ar prof, ha n’hen dije ket groet deomp gwelet an holl draou ze, hag, en amzer en pehini ez omp, n’Hen dije ket hon lakeat da glevet an traou hon deuz klevet. 24 Goude ar vreg ze a c’hanaz eur mab hag e c’halvaz anezhan Samson ; hag ar bugel a greske, hag an Aotrou a vennigaz anezhan. 25 Ha Spered an Aotrou en em lekeaz d’hen beoat en Makane-Dan, entre Tsora hag Eshthaol.


14 Ha, Samson a ziskennaz da Dhimna, hag a welaz eno eur vreg a douez merc’hed ar Filistined. 2 Hag o veza adpiniet en he di, hen diskleriaz d’he dad ha d’he vam, hag e lavaraz dezhei : Gwelet em euz en Thimna eur plac’h a douez merc’hed ar Filistined ; brema, kemeret anezhi, evit ma vezo va greg. 3 Hag he dad hag he vam a lavaraz dezhan : N’euz ket a c’hragez entouez merc’hed da vreudeur hag ebarz en da holl bobl, ma ez afez da gemer eur vreg a douez ar Filistined didrodroc’h ? Ha Samson a lavaraz d’he dad : Kemer anezhi d’in, rag plijout a ra d’am daoulagad. 4 Hag, he dad hag he vam na wient ket e teue kement se abeurz an Aotrou ; rag Samson a glaske eun abek a enep ar Filistined. En amzer ze, ar Filistined a rene var Israel.

5 Samson a ziskennaz eta da Dhimna gant he dad hag he vam, hag evel ma en em gavjont en gwiniennou Thimna, setu, eul leon iaouank furiuz a zeuaz d’hen diaraogi. 6 Ha Spered an Aotrou a grogaz en Samson, hag e tispennaz al leon evel ma hen dije dispennet eur c’havrik, hep kaout netra en he zorn. Ha ne lavaraz ket na d’he dad na d’he vam ar pez hen doa groet. 7 Disken eta a reaz, hag e komzaz d’ar plac’h, hag e plijaz da zaoulagad Samson. 8 Neuze, o tistrei eun deiziou benag goude evit he c’hemer, he tistroaz da welet korf maro al leon ; ha setu, he oa en korf al leon eun ed gwenan ha mel. 9 Hag he kemeraz en he zaouarn, hag he kendalc’haz he hent en eur dibri. Goude oc’h eruout en kichen he dad hag he vam, e roaz dezhei anezhan, hag int a zebraz ; mes na lavaraz ket dezhei penaoz hen doa kemeret ar mel ze en korf al leon.

10 Koulskoude he dad a ziskennaz en ti ar vreg ma, ha Samson a reaz eno eur fest ; rag giz an dud iaouank a oa. 11 Ha kerkent ha ma oa gwelet, e oa kemeret tregont euz ar re bedet, evit ober kensorted dezhan. 12 Ha Samson

224