Pajenn:Le Coat - Ar Bibl Santel, 1897.djvu/233

Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
AR VARNERIEN, 15.

a lavaraz dezhei : Me a ia da ginnig eun divinaden deoc’h. Mar displeget d’in anezhi enpad seiz devez ar fest, ha mar divinet anezhi, me a roio deoc’h tregont tuniken ha tregont roben a adchanj ; 13 mes ma n’he displeget ket d’in, c’hwi eo ar re a roio d’in tregont tuniken ha tregont roben a adchanj. Hag int a lavaraz dezhan : Kinnig da zivinaden ha ni he zelaouo. 14 Lavaret a reaz eta dezhei :

Euz an hini a zevore eo deuet ar bevans
Hag euz ar c’hrenv eo deuet an dous.

Hag enpad tri deiz, ne heljont ket displega an divinaden. 15 Hag ar seizved deiz he lavarjont da vreg Samson : Laka da ozac’h da zisplega deomp an divinaden, anez ni a zevo ac’hanout, te ha ti da dad. Evit hon diwiska eo hoc’h euz hon fedet, n’eo ket eta ? 16 Greg Samson a welaz en he gichen, o lavarout : A-dra-zur, te a gasa ac’hanoun, ha n’am c’herez ket ; n’ec’h euz-te ket kinniget eun divinaden da vugale ma fobl, ha n’ec’h euz ket he displeget d’in ? Hag hen a respountaz dezhi : Setu, n’em euz ket he displeget d’am zad, na d’am mam ; he displega a rafen d’id ? 17 Gwela a reaz evel se en he gichen enpad seiz devez ar pred ; ha d’ar seizved devez hen displegaz dezhi, abalamour ma trubulie anezhan. Goude hi he displegaz da vugale he fobl. 18 Tud kear eta a lavaraz dezhan ar seizved devez, araog ma oa kuzet an heol :

Petra a zo a zousoc’h evit ar mel,
Ha petra a grenvoc’h evit al leon ?
Hag hen a lavaraz dezhei :
Ma n’ho pije ket labouret gant va ouner,
N’ho pije ket kavet va divinaden.

19 Neuze Spered an Aotrou a grogaz ennhan, hag e tiskennaz en Askelon. Hag, o veza lazet tregont den eno, e kemeraz ho diwisk, hag e roaz ar robennou a adchanj d’ar re ho doa displeget an divinaden ; neuze, tanet a goler, he adpiniaz da di he dad. 20 Ha greg Samson a oe roet d’he gensort, gant pehini he oa en em ereet.


15 Eun amzer benag goude, en deiziou mederez an ed, Samson a ieaz da welet he vreg, hag a gasaz dezhi eur c’havrik leaz, o lavarout : Fellout a ra d’in mont da gaout va greg, en he c’hampr. Mes an tad n’hen lezaz ket da vont ebarz. 2 Hag an tad a Iavaraz dezhan : Kredet em euz ez poa kaz outhi : dre ze em euz he roet d’az kensort. He c’hoar iaouanka ha n’eo ket koantoc’h evithi ? Kemer anezhi en he flas. 3 Mes Samson a lavaraz dezhan : Er veach ma e vezin didamal en kever ar Filistined, pa rin drouk dezhei.

4 Samson a ieaz eta, hag a dapaz tri c’hant louarn ; kemer a reaz ive goulou, hag he troaz lostou al lern an eil a enep egile, hag he lakeaz eur c’houlaouen entre an daou lost, er c’hreiz. 5 Goude, o veza elumet ar goulou, e loskaz al lern en ed ar Filistined. Devi a reaz evel se koulz an ed a oa en fagot evel an hini a oa var droad, ha bete ar gwez olivez. 6 Hag ar Filistined a lavaraz : Piou hen deuz groet ze ? Hag he oe respountet : Samson, mab-kaer an Thimnien ; dre ma hen deuz kemeret he vreg, ha roet anezhi d’he gensort. Neuze ar Filistined a biniaz hag he devaz, hi hag he zad. 7 Mes Samson a lavaraz dezhei : Evel se eo e ret-hu ? N’he baouezin ket koulskoude ken am bezo en em vanjet ac’hanoc’h. 8 Hag e kannaz anezhei kein ha kov, hag e reaz eur garnach vras outhei. Neuze e tiskennaz, hag e choumaz en eun toul a roc’h Etam.

9 Neuze ar Filistined a biniaz, a gampaz en Juda, hag en em skuliaz en Lechi. 10 Ha tud Juda a lavaraz : Perag hoc’h-hu piniet a enep deomp-ni ? lnt a respountaz : Ni a zo piniet da eren Samson, evit ober dezhan evel ma hen deuz groet deomp. 11 Neuze tri mil den euz a Juda a ziskennaz da gaout kavarn roc’h Etam, hag a lavaraz da Samson : Na ouzout-te ket penaoz e ren ar Filistined varnomp ? Perag ec’h euz-te groet ze ? Hen a respountaz dezhei : Groet emeuz dezhei evel ma ho deuz groet d’in. 12 Int a lavaraz c’hoaz dezhan : Ni zo diskennet evit da eren, abalamour da lakaat ac’hanout entre daouarn ar Filistined. Ha Samson a lavaraz dezhei : Touet d’in n’am lazfet ket. 13 Hag int a respountaz, hag a lavaraz : Nan, ni a ereo ac’hanout, ha ni a lakao ac’hanout entre ho daouarn ; mes ni na lazfomp ket ac’hanout. Eren a rejont eta anezhan gant diou gorden nevez, hag e lekejont anezhan da zont er meaz euz ar roc’h.

14 Ha, pa zeuaz da Lechi, ar Filistined a loskaz kriadennou a joa euz hen diaraogi. Mes Spered an Aotrou a grogaz ennhan, hag ar c’herden a oa var he ziouvrec’h a zeuaz evel lin devet en tân ; he ereou a

225